E Sant-Nazer ez eo Chanterioù an Atlantel un embregerezh e-barr he nerzh a zo o saotrañ didrouz
Samy Archimède - 01/31/2026
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Daou c’hant ugent metr hirder, 54 kambr gant heuliadoù pompadus ha 3 lien vras gant danvez kemmesk. Kinniget e vez an Orient Express Corinthian e-giz ur skouer vat a-benn digreskiñ an dilaoskadennoù CO2, « al lestr-bale dre lien brasañ er bed » az ay kuit eus Sant-Nazer e miz Mezheven evit e verdeadenn gentañ. Abaoe un nebeut bloavezhioù ez eo leun-chouk roll urzhiañ Chanterioù an Atlantel, perc’henn eo ar Stad war 84 % eus ar stal. A-benn 2028 e teuio er-maez erlec’hier da vezañ an douger-nijerezioù brudet Charles de Gaulle deus eno.
An embregerezh gall zo e-touez ar re gentañ da sevel mordreizherioù, met ouzhpenn da se e vez o pourvez listri-brezel hag istredanvaoù evit ar parkadoù rodoù-avel er mor. E 2025 ez eo 5 lestr a oa bet urzhiet diganto ha 7 miliard a eurioù e kouste ar re se. D’an 29 a viz Genver e voe ouzhpennet c’hwec’h urzh all, en o zouez daou urzh start.
Mont a ra mat-tre an traoù eta. Ar pezh zo, pa vez ret sevel muioc’h a vigi e vez ret prientiñ muioc’h a bezhioù metal, ha soudañ muioc’h, muioc’h a livaj a vez da ober ivez. An holl draoù-se a ra moged, ha lod anezho a gas ar c’hrign-bev, partikulennoù metalek enne ha kompozadoù organek aezhidik KOA (pe COV e galleg). An dañjer brasañ evit an annezidi zo an dilaoskadennoù « strewet », kaset en aer war-eeun, dreist-holl war vourzh ar bigi, e prantadoù diwezhañ al lestraverezh. E 2024 e oa bet embannet gant ar prefeti e oa an dilaoskadennoù-se « ouzhpenn 90% an dilaoskadennoù hollek war an takad ». Koulskoude emañ tost-tre da vMean-Penc’hoed, karter istorel Sant-Nazer.
« Un nebeut bloavezhioù zo e oa bet savet un dig « a-enep an trouz » a-benn esaeañ digreskiñ dilec’hioù astenn an takad greantel diouzh-tu an tiez-annez. Met gouzout a ouzer ne virje ket ouzh moged ar souderezh », eme Christian Quélard, prezidant ar gevredigezh Vivre à Méan-Penhoët (VAMP). « Ar moged na vez ket gwelet, met kavet e vez roudoù livaj eus ar Chanterioù war ar c’hirri », a lavar dimp ar c’helenner matematikoù war e leve.
Pa ne veze dilaosket « mann nemet » 170 tonenn KOA (COV e galleg) e 2021 emañ bremañ ar Chanterioù gant ar soñj dileuskel betek 600 tonenn bep bloaz. Padal ez eo, e-giz ma lavar ar prefeti deomp en-dro, fall an titourennoù yec’hed e bro Sant Nazer.
A-hend-all e oa bet stadet gant servijoù ensellerezh ar Stad e 2022 hag e 2023 meur a vank eus perzh an embregerezh da geñver ar reolennadur. Rebechet e vez outi implij livaj gant danvezennoù dañjerus ha ne vez ket klasket cheñch gant produioù a n’int ket ken noazus.
Rebechet e vez c’hoazh ne vez ket roet titour nemet diglok bras war an obererezhioù soudañ hag ar moged a zeu da heul.
Ar Stad he deus goulennet neuze digant an industriour lakaat e pleustr ur programm evezhierezh war an endro : Chanterioù an Atlantel a dle bremañ muzuliañ bec’h (en aer, en diskargoù hag er plant) pevar kompozad organek aezhidik (KOA) ha tri metal tro-dro d’al lec’hienn industriel. En o-zouez emañ ar c’hrom VI, a zeu diwar lod eus an oberiadennoù souderezh, ha hemañ renket e-touez ar re sur da gas ar c’hrign-bev (gwelet hon enklask).
Dleout a reont ivez gwiriañ bezañs meur a saotruzenn en dourioù dindan an douar : hidrokarbidennoù, kompozadoù organek hidrogenet aezhidik (KOHAV pe COHV e galleg), BTEK (benzen, toluen, etilbenzen, ksilen) ha roudoù metalek.

A-benn ar fin e vo ur program evezhiañ an endro a zellez e anv ? Goulennataet gant Splann ! e ra meuleudi ar prefeti dezho o-unan bezañ « ledanaet an niver a saotruzennoù heuliet en dilaoskadennoù en aer » ha bezañ dalc’het kont eus an oberiadennoù soudañ.
David Bréhon, rener Air Pays de la Loire, ar gevredigezh e karg da evezhiañ kalite an aer er vro a gav ez a war-raok ivez. Met penaos displegañ n’eus ket bet taolet pled ouzh moged ar souderezh, moged a gaver e pep lec’h el lestrsaverezh, na heuliet se tamm ebet c’hoazh betek-hen ?
Hervez ar CGT, an atalier feurmet da eilkevratourien, e-giz Mécasoud zo pell da vezañ direbech : « un atelier zo un takad dilezenn e lec’h ma ne reer nemet soudañ, eme un dileuriad eus ar sindikad. Pa dremener dirak an dorioù, e weler ur goumoulenn moged, met n’eus ket droed da vont tre en anv sindikad ar Chanterioù. Moarvat ne vez ket sunet ar moged da gentañ penn ! Hag ar mêmes dalc’h zo gant an atalieroù livañ. »
Ar CFDT diouzh e du en deus keuz eo bet lezet dileuridi an implijidi e-maez ar programm evezhierezh an endro kaset da-benn gant ar renerezh. « Sevel a reomp ingal ar goulenn outo a-benn gouzout pelec’h emañ ar c’houlzadoù muzuliañ an dilaoskadennoù saotrus hag an obererezhioù diarbenn, met ne vez ket respontet dimp da vat », eme dileuriad ar sindikad, Jérôme Dholland, gant keuz. Pa oa bet darempred gant Splann!, Mécasoud n’en doa ket respontet d’hor goulennoù.
Eienenn ar programm evezhierezh an endro zo e gwirionez un danevell prizañ ar riskloù war ar yec’hed bet urzhiet gant ar Chanterioù. Diwar goulenn an embregerezh eta ez eo bet dibabet ar c’habined prevez Dekra da lavaret peseurt obererezhioù ha peseurt saotruzennoù o do ezhomm da vezañ kontrollet.
Padal, hervez dielfennerezh ar gevredigezh Air Pays de la Loire, ez eus kalz a draoù brasjedet, ha « klozadurioù re brim » en danevell-mañ . Dreist-holl evit staliadurioù leskiñ : ne ra ket anv an diell eus ar c’hementadoù saotruzennoù dilaosket gant ar staliadurioù-se, na peseurt talvoud a ro an ABY (Aozadur Bedel ar Yec’hed pe OMS e galleg), anv ebet c’hoazh eus ar paotadurioù soatruzennoù muzuliet na peseurt lec’hioù muzuliañ mirout.
Disoc’h : ar saotruzennoù liammet gant ar staliadurioù-se n’emaint ket er programm evezhierezh war an endro. Koulskoude n’eo ket un dra dister, ma kreder CGT ar Chanterioù : « Tout al listri a ra gant ar fioul pa vezont ouzh ar c’hae a-benn kaout energiezh da ober an amprouadennoù. Gant an niver a listri savet ganeomp, e vez fioul o leskiñ dalc’hmat. »
Ijinour war ar stlenneg bet, deuet da vezañ arbennik war ar saotradurioù industriel, Didier Ott zo aet da sellet pizh ouzh 143 pajennad an danevell Dekra. Ha strizh eo e varnadenn : « Ispriziet eo d’un doare grevus an efedoù a c’hell bezañ war ar yec’hed abalamour d’ar Chanterioù gant studiadenn ar riskloù war ar yec’hed : bihanaat a ra an takad studi, kuzhat a ra titour diwar-benn an danvezioù implijet evit soudañ, ober a ra fae eus kompozadoù dañjerus, hag ispriziet eo pegen dañjerus eo aozennoù ar moged diwar ar souderezh ha fae war an dilaoskadennoù KOA, formaldehid hag asetaldehid, a gas ar c’hrign-bev ».
Pa oant bet goulennataet gant Splann ! diwar-benn ar rebechoù-se e oa bet respontet gant ar Chanterioù n’o doa « evezhiadenn ouzhpenn ebet da reiñ war an danvez ». Diouzh tu ar re o doa savet an danevell Dekra, e kav dezho ez eo « degemerapl » ar riskloù pistrius ha krankeiat ( a gas ar c’hrign-bev) liammet gant an dilaoskadennoù en aer diigant an industriour. « Penaos e c’hall servijoù ar Stad kadarnaat un danevell gaouiat, oc’h ispriziañ kement-se efedoù war ar yec’hed ar Chanterioù ? », a c’houlenn Didier Ott.
Goulennataet war ar meizad « riskl degemerapl » lakaat war wel gant Dekra, ne lavar ar prefeti na mat na fall : « hervez ar patromoù hag ar bevennoù implijet [gant Dekra] , ar brobablentez ober gaou war ar yec’hed a zo dindan al live adalek pere e tle ar pennadurezhioù diouzh o soñj o-unan, rediañ obererezhioù ouzhpenn ».

Er bloavezhioù tremenet ez eus bet berniet sinoù mererezh kudennek ar saotruzennoù hag al lastez dañjerus ivez e chanterioù bigi Sant-Nazer.
Daou zeznaou war an endro, sevenet gant ar burev studi Fondasol e 2020 ha 2022, a stad paotadurioù uhel hidrokarbidennoù, BTEK, PCB (poliklorobifenil) ha metaloù en douar kondon (5990 m3 douar saotret) hag en dour danzouar.
An diagnostikoù-se ne vijent bet roet d’an RRETL / Dreal e 2025 hepken, ar velestradurezh e karg da ensellet ar staliadurioù rummet evit an endro. « Seblantout a ra din bezañ a-bouez e c’hellfe seurt titour (…) bezañ rannet gant ensellerezh ar staliadurioù rummet hep ne vije ret deomp goulenn treuzkas deomp an elfennoù », a eilgerie ar velestradurezh e miz Gouere diwezhañ en ul lizher da renerez al lec’h.
Hag ar 5990 m3 douar saotret zo bet tennet alese ha kaset kuit e miz Kerzu 2024 hep ne vije bet kelaouet servijoù ar Stad, ar pezh a zo maez-lezenn. En ur postel eus an 10 a viz Ebrel 2025, kaset d’an industriour, pehini hon eus bet tro da gaout, e sav an RRETL ur renabl hir a gammoberiaduroù liammet gant an dilec’hiadenn-se.
En desped dezho da reiñ ar skouer vat evit merañ al lastez hag an dilaoskadennoù pistrius e c’hellfe Chanterioù an Atlantel sikour da arc’hantaouiñ koulzadoù muzuliañ ar saotradurioù industriel uhelekoc’h. Penaos ? En ur reiñ an taos hollek war an obererezhioù saotrus da Air Pays de la Loire kentoc’h eget da vinistrerezh an Arc’hant evel ma vez aotreet gant al lezenn. An dra-se a vez graet gant ar braz eus an industriourien er vro. Met Chanterioù an Atlantel o deus dibabet ne vo ket roet an taos-se da Air Pays de la Loire ken. Hep displegañ an abeg.
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur.