Videoioù

Essure : ensteudoù pistrius e korf ar maouezed

Abaoe bloavezhioù e c’haller lenn testenioù merc’hed tapet fall o yec’hed goude bout bet lakaet an ensteudoù (implants e galleg) Essure. Hiziv an deiz e kendalc’h da lâret an embregerezh ‘neus gwerzhet anezho ‘n eus ket kudenn ebet gant an ensteudoù. Un diell eus ajañs ar yec’hed a lâr ar c’hontrol e 2017. « Splann ! » ‘n eus kavet anezhañ.

Dizoloit ar pep pouezusañ a zo bet embannet ganeomp e miz Here 2022 a-drugarez da desti Isabelle Ellis, ur Vreizhadez kalonek ha prezidant eus Alerte Contraceptions. Ne vije ket bet posubl ober an enklask-mañ hep Sabine Hahner hag ar gevredigezh Victim DMI.

Kinniget e oant bet e-giz dazont an hilastalerezh (koñtrasepsion) peurbad. An ensteudoù Essure a oa bet lakaet da hogozik 200 000 maouez e Frañs etre 2002 ha 2017. An embregerezh amerikan Conceptus a oa bet o werzhañ anezho da gentañ. Da c’houde e oa bet adprenet en 2013 gant ar ramz alaman Bayer.

N’eus ket ezhomm lakaat an dud da gousket, na chom en ospital, an teknik-mañ a-benn dont da vezañ gaonac’h a oa an hini implijet ar muiañ e Frañs adalek 2009, hervez sifroù Renerezh hollek ar Yec’hed (Direction générale de la santé pe DGS). Mann nemet er bloavezh 2013 e oa bet lakaet 28 000 ensteudad gant ginekologourien ! En holl ec’h embann Bayer bezañ bet gwerzhet ur milion a ensteudoù dre ar bed, 240 000 e Frañs, al lec’h ma oa bet gwerzhet ar muiañ diouzh sellet ouzh an niver a annezidi.

Met buan-tre e sav mouezhioù maouezed da ziskuilhañ efedoù-all. Skuizhder, bezañ breviet betek ma n’heller ket bale ken, poan benn, poanioù liesseurt, diwadennoù, kudennoù neurologel… Hir eo al listenn ha start ober al liamm gant Essure. Hiziv eo bet tennet o uterus pe korzennoù an uterus d’un 30 000 maouez bennak e Frañs, pa ‘z eo an doare nemetañ da dennañ an ensteudad kuit. Da lâret eo 15 % ar re o doa dibabet an doare hilastaliañ peurbad-se. An darn vrasañ anezho ‘z a gwelloc’h gant o yec’hed kerkent ha tennet koulz lâret.