Podcast YouTube

Enklaskoù Splann ! – An amoniak #1 : E Breizh emañ an amoniak o lazhañ didrouz

Bro Vreizh eo an hini e lec’h ma vez dilaosket ar muiañ a amoniak e Frañs. Eus ar magerezhioù loened ez-douar e teu ar gaz-se dreistholl, ha ganti e vez krouet rannigoù-munut en aer. Kablus int e kleñvedoù ar skevent, ar galon ha krign-bev.

Setu lodenn gentañ enklask Splann ! diwar-benn an amoniak. Emgav ho peus gant aotroù Splann ! war wagennoù Radio Breizh.