Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Sant-Brieg (22). Ur raktres evit lakaat ar c’hreiz-kêr da advevañ a zo gant kêr Sant-Brieg hag an embregerezh Urbabreizh. Gall a rit reiñ hoc’h ali war al labourioù raktreset betek an 21 a viz C’hwevrer 2025.
Lokentaz (56). Raktreset eo ober cheñchamantoù er steuñv kêriekaat (plan local d’urbanisme e galleg) evit gwiriekaat hag-eñ eo rummet mat an tachennoù douar, hag evit gwareziñ ha gwellaat stad ur stêrig dour. An enklask foran a zo digor betek an 21 a viz C’hwevrer.
Le Reu (35). C’hoant he deus an embregerezh EPV Le Rheu sevel ur greizenn panelloù heol. An enklask foran a o digor e-tre al lun 3 a viz C’hwevrer hag ar Gwener 7 a viz Meurzh.
Zinzag-Lokrist (56). Raktreset eo astenn mengleuz Coët Lorc’h eus 40 devezh-arat. An enklask foran a vo betek an 13 a viz C’hwevrer.
Marcillé-Robert (35). Goulennet e vez gant an embregerezh Novandie un aotre endroel evit cheñch an doare d’ober war-dro an dourioù lous en he savadur e Marcillé-Robert. C’hoant he deus sevel ur purlec’h biologel hag adwelet he steuñv skuilhañ. An enklask foran a zo digor betek ar 14 a viz C’hwevrer.
Foûjerë (35). C’hoant he deus an embregerezh Etche Stock distrujañ ur savadur hag adsevel ur savenn lec’haveiñ eus 41.430 m², da lâret eo 20.100 m² ouzhpenn. An enklask foran a zo digor betek ar 14 a viz C’hwevrer.