Peseurt raktresoù ‘zo tro-war-dro e Breizh e miz C’hwevrer 2025 ?
Splann ! - 03/04/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Berhan (22). Un enklask foran a vo digor e-tre ar 5 a viz Meurzh hag ar 4 a viz Ebrel evit ma vefe cheñchet ar steuñv kêriekaat (plan local d’urbanisme e galleg).
Plouzane(29). C’hoant he deus Brest Meurgêr reiñ un nebeud savadurioù bet tapet ganti. En o zouez emañ maner an Nevent. Daou viz o deus ar berc’henned kozh da reiñ o soñj ma n’emaint ket a-du.
Minia (35). Goulennet ez eus bet un aotre endro gant embregerezh ROMI Bretagne evit sevel ur savenn diveskañ nevez evit lastez dañjerus ha pas dañjerus e tachenn industriel Actipôle. Digor eo an enklask foran betek an 18 a viz Meurzh.
Pomeret (35). Adwelet e vo steuñv kêriekaat ar gumun (plan local d’urbanisme e galleg). An enklask foran a zo digor betek an 21 a viz Meurzh.
Arzhal (56). Raktreset eo adrannañ an tachennoù labour-douar er gumun. Graet e vo ar raktres-se hervez mellad L123-1 « en ur adurzhiañ an tachennoù re vihan pe re bell an eil ouzh egile. Ar pal eo krouiñ tiez-feurm unanvet pe d’an nebeutañ kaout an tachennoù labouret gant ar memes den stok-ha-stok ». An enklask-foran a zo digor betek an 10 a viz Meurzh.
Plonevez-Porzhe (29). C’hoant en deus an EARL Colin e vefe reizhet e atant desevel moc’h bet brasaet e Kerveling. Goulennet e oa bet mont war vrasaat ur wech kentañ e 2018 evit kaout 1.491 porc’hell. Nullet e oa bet an aotre gant lez-varn Roazhon d’an 26 a viz Even 2019. Ret eo neuze d’an atant heuliañ ar prosez evit kaout un aotre endro. Digor eo an enklask foran betek an 28 a viz Meurzh.
Lannebeur (22). C’hoant he deus ar SCEA du Parc-Fleur brasaat e atant desevel moc’h lec’hiet e Kergaff evit kaout 1980 loen e-lec’h 1.245. Gall a rit reiñ hoc’h ali betek an 21 a viz Meurzh.
Saint-Ganton (35). Goulennet ez eus bet un aotre endro gant an SAS Landiset evit sevel ur park tourioù avel. Digor an enklask foran betek ar 1añ a viz Ebrel.