Penn renerez Le Point eo Geraldine Woessnerhag Erwan Seznec a zo ur c’hazetenner eus servij « kevredigezh ». Tamallet eo bet meur a wech d’ar gazetenn bezañ chomet hep doujañ eus deontologiezh ar c’hazetenniñ (gwiriekaat ar mammennoù, klask lakaat pep hini da gaozeal… ).
O paouez embann levr Les Illusionnistes : une enquête inédite sur les dérives de l’écologie politique emañ kazetennerien Le Point. O raktres a zo sklaer a-walc’h : « Ne reont ket aon an ekologourien e keñver ar Vodadenn vroadel. (…) Dre an enklask-mañ e klaskomp prouiñ penaos eo dañjerus-kenañ an ekologiezh politikel evit hon bro. »
Gant Le Point eo bet brudet al levr evel-just ha gant an Express eo bet aterset ar skrivagnerien. E Splann ! e kontomp deoc’h an holl gevier a vez kavet el levr. Ur rubrikenn nevez evit lakaat war well titouroù, skridoù, komzoù fals ha tud a gont gevier.
Ur bern traoù fals pe traoù n’int ket resis a-walc’h a zo el levr. Gall a reoc’h lenn da skouer (p.34-35) e vez ur budjed « bras abominapl » e 2023 gant ar gevredigezh amerikan The Nature Conservancy : 7 miliard a dollaroù. E gwirionez eo 5 gwech nebeutoc’h. Gant Seznec e vez lâret ivez (p.396) « emañ an ekologourien er strollad muiañ niver e Rannvro Breizh ». Padal eo aes gwiriekaat emañ ar strollad ekologour eus an tu-kontrol.
Kinniget e vez al levr evel un « enklask nevez ». E gwirionez, eo dreist-holl pennadoù kozh bet embannet gant Le Point, evel hini diwar-benn ar poulloù dour bras-tre embannet e miz Meurzh 2023 (p.225), hini diwar-benn ar glifosat embannet e miz Here (p.177) pe hini diwar-benn an nukleel embannet e miz Ebrel 2021 (p.149). Kopiañ an traoù a ya buanoc’h eget skrivañ traoù nevez. Dreist-holl ma ne vez ket kemeret e kont an droad da respont eus an dud a vez enklasket diwar o fenn, evel zo bet graet gant Erwan Seznec (p.256) goude ec’h enklask diwar-benn Élise Lucet, embannet gant Marianne e 2021. Respontet e oa bet gant Cash Investigation en ur diskouez ne oa ket bet doujet eus unan eus reolennoù-meur ar c’hazetenniñ : sevel goulennoù d’an dud a zo meneget er pennad.
Gant Splann ! e vez diskoachet ivez n’eo ket forzh piv a vez aterset gant an daou gazetenner. Diwar-benn ar glifozat eo bet aterset Alexandre Baumann – en ur skrivañ fall ec’h anv (p.177) – a zo skrivagner embannet gant ti L’Harmattan hag a labour evit lakaat war well war internet merkoù zo. Diwar-benn ar poulloù dour bras-tre (p.228), roet e vez testeni Jean-François Berthoumieu, kinniget evel ezel eus « kluster Dour&Hin », hep lâr petra eo ha dreist-holl hep lâr emañ an den o labourat evit an embregerezh dourañ Arvalis.
Kinniget e vez gant ar skrivagnerien (p.225) Yves Le Quellec, prezidant Frañs Natur Endro (FNE) Vande, evel un den zo a-du gant ar poulloù dour bras-tre. Padal n’eo ket ken splann ec’h ali, pa lenner pennad Mediapart e-lec’h ma vez aterset : « Tud zo a blij dezho kemer su ar Vande evel ur skouer evit lâr n’eo ket ur gudenn stokañ dour. Lâr an dra-se eo gaou ! »
Dedennus e vefe bet resisaat emañ o paouez mont ar maout gant an FNE dirak al lez-varn velestradurel, e miz Gouere 2024 evit ma vefe douret nebeutoc’h, a-enep c’hoant Kambr al labour-douar e Vande.
Al levr a-bezh a zo leun a zoareoù droch da lâr an traoù. Da skouer, er bajenn 109, emañ bro Frañs « tost da vervel », « e bord ur menez » ha « prest da gouezhañ ». Ezhomm o deus ar skrivagnerien teir fajenn hepken evit displegañ deomp eo an ekologiezh ur « relijion nevez ». Arabat koll amzer gant traoù ha n’int ket pouezus. A-hed al levr e vez komzet fall eus al lobi bio met pa vez komzet eus Kevredigezh gall ar bioteknologiezh plant (p.215), ne vez ket lâret eo en gwirionez al lobi evit an OGM. Skrivet e vez gant ar gazetennerien (p.339) eo Générations futures ul lobi bras evel Bayer pe an FNSEA. Met hep menegiñ e vez dispignet 10 gwech muioc’h a arc’hant gant Bayer ha 30 gwech gant an FNSEA evit ar gevredigezh ekologel-se.
En em ginnig a reont Seznec ha Woessner evel « ekolojisted gwir » (p.202). Kizidig-tre int : pa vez lakaet ar gaoz gant Seznec diwar-benn penaos eo bet lakaet er maez eus kazetenn Que Choisir, e lâr (p.350): « Diaes eo din chom hep reiñ ma soñj war an doser-mañ ». Ha neuze pa vez lakaet ar gaoz diwar-benn ur pennad-stur (p.214) bet sinet gant ur c’hant priz Nobel bennak a-du gant an OGM, e vez disoñjet gant Seznec lâr eo bet lañset ar pennad-se gant Jay Byrne. E karg eus ar c’hehentiñ evit Monsanto e oa an den-se. Gant Le Monde eo bet diskoachet penaos en deus savet nevez zo ul listennad eus an holl « enebourien » eus an agro-industriezh.
Goude bezañ bet lennet al levr, e c’haller lenn war ar golo a-dreñv : « Poent eo bezañ sirius diwar-benn an ekologiezh politikel ». Deomp dezhi ?