Anavezet eo an embregerezh « Lait’sprit d’éthique » evit e verk laez breton Laitik. D’an 7 a viz Here 2024 eo bet kondaonet gant lez-varn kenwerzh Sant-Brieg da baeañ tost da 300.000 € da unnek desaver saout. Ar re-mañ oabet kemeret perzh ganto en embregerezh-se adalek ar penn kentañ, met dibabet o doa mont kuit etre 2022 ha 2023 abalamour ma ne oant ket a-du gant ar renerien. Hervezo ne vez ket meret mat an embregerezh hag e vez traoù a-dreuz gant ar c’hontoù a laka en dañjer ar broduerien. Goude bezañ klasket sachañ evezh ar c’huzul merañ ha lez-varn a genwerzh Sant-Brieg diwar an afer-se o deus dibabet mont kuit da vat.
Met pa z’ int aet kuit n’eo ket bet roet en dro d’an desaverien an arc’hant o doa plantet en embregerezh, padal e oa dleet an arc’hant-se dezho. « Lait’sprit d’étique he deus resevet meur a gemennadenn kaset gant al labourerien-douar o c’houlenn e vefe restaolet an arc’hant-se dezho. N’eo ket bet doujet ouzh al lezenn gant an embregerezh abalamour ma oa bet cheu etre ar renerien hag an unnek desaver saout », eme alvokad al labourerien-douar da lez-varn Sant-Brieg.
Setu ar pezh zo bet respontet gant alvokad Lait-sprit d’étique evit difenn an embregerezh : « Uhel mat eo eo ar sammadoù arc’hant a zo da vezañ restaolet, ha poan he deus an embregerezh da restaoler anezho abalamour m’eo paket gant kudennoù ekonomikel […] ».
Padal e lâr an embregerezh eo bet votet gant ar c’huzul merañ restaoler an arc’hant tamm ha tamm adalek miz Gwengolo. Pezh n’eo ket a-walc’h war a seblant rak kondaonet eo bet Lait’sprit d’éthique da restaoler an arc’hant en un taol, gant interestoù, d’an desaverien saout.
« Evidomp eo bet laeret deomp hon embregerezh »
« Ur ster a oa gant ar raktres-se ! », eme Jean-Philippe Le Gonidec, produer laez war e leve, unan eus ar re o deus krouet Laitik. Evit al labourer-douar, n’eo ket un istor ekonomikel hepken hini an embregerezh-se. E 2010 e oa bet adprenet an embregerezh fourmaj Entremont gant Sodiaal, ur gevelouri laez bras. Un 60 desaver saout bennak, Jean-Philippe en o zouez, a zibab neuze chom hep sinañ ur gevrat gant Soodial hag en em aozañ d’un doare lec’hel. « Ur strollad gant ar c’hoant ober hep an embregerezhioù bras e oamp », eme-eñ.
Setu penaos eo bet ganet Lait’sprit d’étique. E-pad 10 vloaz e tro an embregerezh nevez hag e vez digoret un uzin vihan e Tremorae, e Aodoù-an-Arvor. Bremañ e vez kavet ar merk Laitik er gourmac’hadoù. « Deuet eo da vezañ Laitik ur merk laez pouezus e Breizh », eme Jean-Philippe Le Gonidec, lorc’h ennañ.
Evitañ e vez echu an traoù e 2022 avat pa vez dibabet gantañ kuitaat ar c’huzul merañ goude bezañ klasket lakaat war-wel « an hentoù a-dreuz a vez kemeret muioc’h mui gant ar renerien ». Gant ur strollad desaverien saout e vez skrivet da lez-varn Sant-Brieg : « Diaezamantoù a zo gant an embregerezh evit ober war-dro e aferioù pemdez hag evit en em aozañ. Ar c’huzul-merañ a zo rannet e daou ha n’eus ket a fiziañs ken er renerien. […] Mont a ra an diaezamantoù-se a-enep da interestoù ar broduerien, ar c’hopridi hag ar gevrannerien. En dañjer emañ an embregerezh. »
E-touez traoù all e vez sachet evezh gant al labourerien-douar war ar c’habined Funae, a ra war-dro an embregerezh er mare-mañ. Savet eo bet ar c’habined-se gant pennoù bras an agro-boued, en o zouez un den a laboure evit Lactalis. E 2022 oa bet kinniget gant ar c’habined « sikour an embregerezh da dalañ ouzh an enkadenn, evit saveteiñ Laitik ». Ur sikour en dije koustet 57.000 € evit 19 sizhunvezh labour.
Hervez Jean-Philippe Le Gonidec e vez « kemeret divizoù gant ar c’habined hep lakaat al labourerien-douar er jeu. Divizoù hag a laka en dañjer an embregerezh. Evidomp eo bet laeret deomp hon embregerezh ». Na Funae na Lait’sprit d’éthique n’o deus respontet d’hon c’houlennoù. Met sur a-walc’h n’eo ket echu an afer rak c’hoant o deus an unnek desaver saout « kenderc’hel gant anemgann lezennel ».