Gant Splann ! e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet penaos e c’hell gwechoù zo ar betonerezioù tremen dreist al lezennoù kêriekaat, en ur ober o mad eus servijoù ar Stad.
Estreget war aodoù Breizh e vez riskloù bezañ beuzet en Argoad ivez. Ar c’hant metrad kentañ adalek ar mor o deus bet gwelet 10 savadur nevez er c’hwec’h miz kentañ 2024, hag an hanter anezho o talvezout da eil-annezioù, ha kement-mañ daoust m’int bet gwarezet abaoe 1986 gant Lezenn an Aodoù.
Dindan dek vloaz ez zo tost da 4.000 hektar a zouaroù labour ha naturel zo bet distrujet e kumunioù an Arvor, evit bezañ kêriekaet. Padal betoniñ n’eo ket bepred un doare da reiñ ur vuhez nevez d’ar c’humunioù dre vurzhud : lod o deus gwelet niver o annezidi o vont d’an traoñ daoust da savadurioù nevez savet e-leizh.
Peadra zo da sevel goulennoù diwar-benn efedusted gwirion Lezenn an Aodoù. E 1986 e oa bet votet, hag 20 vloaz war-lerc’h e krog da vezañ lakaet e pleustr da vat. Un diazez lezennel efedus a-walc’h eo evit ar maered a fell dezho lakaat untermen da artifisielaat tachennoù o c’humun. Met meur a vank en doare m’eo bet savet al lezenn a ro digarez da diez-kêr zo da dremen e-biou dezhi.
Sifroù ha kartennoù diembann betek-henn a ro tro deomp da sevel bilañs an dek vloaz diwezhañ war aodoù Breizh, pezh a lak war-wel ar mankoù politikel, koulz er strollegezhioùù lec’hl hag e-mesk servijoù ar Stad.
Da vare m’emañ ar strollegezhioù lec’hel o sevel goulennoù diwar-benn an doareoù da lakaat e pleustr al lezenn Artifisielaat Ebet Rik (AER/ZAN) – ar skrid en deus da bal gwareziñ an tachennoù labour-douar ha naturel ac’hann da 2050 -, petra a c’heller soñjal diwar ar mankoù hag an dislavaroù a c’hellfe ivez lakaat en arvar efedusted al lezenn nevez-se ?