• Setu penaos e vez stambouc’het an urjañsoù gant an diouer a vedisined hollek : gennet eo ar servijoù etre re a dud klañv o tont ha re nebeut a labourerien.
• Abaoe un dek vloaz bennak eo bet an niver a weleoù o tigreskiñ en ospital. « Plasoù » anvet medisinerezh, pe surjianerezh, war an deiz, a zo bet krouet en o lec’h. Koulskouse, kozhañ a ra ar boblañs.
• Ar vedisined frank a labour e klinikennoù prevez a c’hin o kemer perzh en troioù diouzh noz hag e-pad an dibennoù-sizhun. Gant an urjañsoù peurgarget e teu ivez ur marc’had ampletus nevez, er gennad prevez : ar c’hreizennoù prederioù prim.
Dor an urjañsoù. Emañ gouloù an asagn o lugerniñ c’hoazh e-kreiz an noz, a-istribilh ouzh savadur bras-divent un ospital. Al lutig diwezhañ-se a glasker evit bezañ prederiet, pa vez kloz kabinedoù an holl vedisined. Met nec’het eo ar glañvourien, alies, pa rankont mont di, rak aliesoc’h-aliesañ ne vez ket digor ar servijoù d’an holl ken, d’abardaez ha da noz. E-pad an hañv, da skouer.
Reolet an urjañsoù da noz en 20 ospital
Ar wech kentañ eo. 20 diouzh an 33 servij trummadoù ospital a zo e Breizh he femp departamant a vo reolet adalek ar miz Gouere-mañ. Adalek 6e30 goude merenn, betek 8 eur pe 8 eur hanter diouzh ar mintin. N’eo ket kloz a dalvez reolet, met silet eo. Da lavaret eo : a-raok mont d’an ospital e ranko an dud pellgomz d’ar SAMU gant an niverenn 15. Ganto e vo heñchet ar glañvourien hervez pegen mallus eo o stad. Ma vez grevus-tre, pe ma vez mall-buhez, e chom Servij red an trummadoù hag an advevaat (SMUR) war evezh, noz ha deiz.
E Gwened, Ploermael, Lannuon, Pondi, Roazhon, Sant-Maloù, Dinan, Vitré, Felger ha Redon e chomo gwir ar reolenn-se evit tri miz da nebeutañ, betek ar 1añ a viz Here. E Sant-Brieg, Gwengamp ha Pempoull e vo etre an 12 a viz Gouere hag ar 25 a viz Eost, nemet evit an trummadoù pediatrek ha ginekologek. Gwir e vo e kement servij trummadoù a zo en Aodoù-an-Arvor, neuze. Ugent servij a urjañsoù a vo reolet, neuze, en o zouez an holl servijoù e Aodoù-an-Arvor, Il-ha-Gwilen hag e Liger-Atlantel. Ar wech kentañ eo e vez lakaet kement a ospitalioù da vont en-dro gant ar reoliañ e Breizh. Met c’hwec’h miz a zo e veze reolet an urjañsoù e Lannuon, Gwitreg, Pondi hag en holl servijoù Liger-Atlantel dija. Gwir e oa tri miz a zo e Sant-Maloù hag e Dinan. Ha daou vloaz a zo, zoken, en ospital Karaez, lec’h ma vez silet ar glañvourien n’eo ket da noz nemetken, met e-pad an deiz ivez. Met ne vo ket etre ar 17 hag ar 21añ a viz Gouere, da vare… Gouel an Erer kozh.
Ospitalioù a vez lakaet tout da « zistro », reoù an Argoad dreist-holl : gant an diouer a vedisined an trummadoù enno, n’heller ket digeriñ ar servijoù dizehan, kuit dezho da vezañ peurgarget atav. Ospital Lannuon a rankfe goprañ war-dro c’hwezek medisin arbennik war an trummadoù. N’ez eus nemet nav anezho. Ospital Pondi a rankfe goprañ daouzek anezho. Mankout a ra an hanter, pe dost.
Ambroise le Floc’h a zo unan anezho. Medisin an trummadoù eo, penn e servij bremañ. Kontañ a ra deomp un nozvezh ma oa diouzh tro, e Miz Du 2023, ha ma oa bet taget gant ur c’hlañvour : « En em gavet e oan en ur servij a oa dibaseet, leun-chouk. Diaes e oa tremen en trepas, rak goloet e oa gant kravazhioù, warno un tregont klañvour bennak o c’hortoz kaout ur gwele en un ospital abaoe daou zevezh pe ouzhpenn. Tud kozh a oa anezho, aet o skiant diganto evit lod, hag ar memes privezioù evit 30 den. Gouzout a ouien ne c’hellfen ket ober war-dro pep hini. Ha ranngalonus eo, rak en un nozvezh e weler dremm an dud-se o cheñch da vat ». Un nozvezh c’harv e oa, met unan « gustum » ivez.
E-pad vakañsoù-hañv ar vedisined, hag e-pad ar goañv, pa vez kleñved-red ar grip oc’h ober e reuz, e vez anv eus enkadenn an urjañsoù er mediaoù. Evit gwir, avat, ne baouez ket mui an enkadenn.
Gortoz pell, gortoz gwell
E-doug dek vloaz eo kresket an amzer gortoz en urjañsoù a 45 munutenn. Ouzhpenn 3 eurvezh e chome an hanter eus ar glañvourien eno e 2023. 3 eurvezh n’eo ket kalz a dra e-keñver an 8 eurvezh 30 gortoz, well-wazh, e trummadoù ar Gazeg Wenn e Brest e-pad an hañv 2024. 24 eurvezh pe ouzhpenn e oa chomet ur c’hant den kozh bennak eno, zoken. Er memes bloavezh, e trummadoù Lannuon, e oa ret d’an dud gortoz 8 eurvezh 25 a-raok ma teufe unan bennak d’ober war o zro en ospital. E 2018 e oa 3 eurvezh nebeutoc’h.
Padal, n’eus ket amzer da goll : evit un nozvezh tremenet war ur c’hravazh en urjañsoù e kresk ar riskl da vervel en ospital a gazi 40 % evit ar glañvourien en tu all da 75 bloaz, hervez an enklask « No Bed Night » kaset da benn gant enklaskerien eus ar Skoazell bublik – Ospitalioù Pariz (AP-HP), eus Ensavadur broadel ar yec’hed hag ar c’hlaskerezh skiantel (Inserm) hag eus Sorbonne Université, bet embannet e miz Du 2023.
Ouzhpenn gortoz en ospital e rank an dud dispenn hent, bezañ kaset a ospital da ospital a-wechoù, evel e Kreiz-Breizh. Abaoe miz Gouere 2023 eo reolet urjañsoù Karaez, noz ha deiz. Al lodenn vrasañ eus ar glañvourien a vez aliet dezho gant ar SAMU mont da ospitalioù Kemper (45 munut hent), Montroulez (50 munut), pe Vrest (1 eurvezh ha kard). Lod a vez kaset di gant an ambulañs. « Un den a anavezan en deus bet ur gwallzarvoud gwazhienn en empenn (AVC), ha n’eo ket bet posupl damantiñ anezhañ e Karaez. Ne oa ket disponup ar SMUR (NGAS : servij red an trummadoù hag an advevaat) kennebeut, setu deuet eo ar bomperien da gerc’hat anezhañ ha kaset eo bet da Vrest. N’eo ket bet damantet buan a-walc’h ha dilerc’hioù a zo c’hoazh war e yec’hed », a zispleg Caroline Tromeur, ergoterapeutourez ha sekretourez sindikad CGT an ospital.
« Bras-tre eo efedoù serriñ an trummadoù evit tud kreiz-Breizh. Darvoudoù grevus a zo bet kontet deomp a-degadoù » eme Hanna Charles, medisinez hollek e Karaez hag ezel eus komite difenn an ospital.
Tud 'zo n'ez eont ket mui da gaout ar medisin
Ret eo anzav n’eus ket kalz modoù all da gaout prederioù e bro Karaez, en Argoad dre vras hag en hanternoz Aodoù-an-Arvor. Diouer a vedisined a zo e kêr eno.
Tro-dro da Wengamp, Sant-Brieg, Pempoull, Lannuon eo izeloc’h an niver a vedisined hollek a 15 %, hag an niver a vedisined arbennik a 9 %, e-keñver keidenn ar rannvro. « Diaesoc’h eo d’an dud amañ dija, mankout a ra medisined evit ar pemdez, ha n’eo ket aes mont da gaout medisined arbennik. Meur a vedisin a zo aet war e leve, ha goude-se hon eus gwelet tud a zeue gant kleñvedoù a vije bet da vezañ damantet abretoc’h », eme ivez Grégory Pansin, e penn trummadoù Pempoull. Uheloc’h eo ar feurioù paourentez ha mervel eget keidenn ar rannvro e broioù Karaez, Gwengamp ha Pempoull. Ouzhpenn da se eo koshoc’h an dud enno, ha muioc’h a gudennoù yec’hed o deus
Medisined an trummadoù ha labourerien eus an ospitalioù a gont deomp penaos lod eus ar glañvourien n’ez eont ket mui da gaout ar medisin. Mont a reont war baouraat ivez, a gont Marie-Hélène Aleman-Trevidic, en ospital Pondi. « Goude ar C’hovid peurgetket, hon eus gwelet e teue diwezhat kalz a labourerien-douar hag a dud kozh a gustum « moustrañ war o foan ».
« Ha pa vefemp niverusoc’h, ni, medisined, ne cheñchfe ket kalz a draoù evit an ezhommoù trumm sur a-walc’h, rak da noz hag e-pad an dibenn-sizhun ne labouromp ket. Amañ n’eus ket a SOS Médecins, n’eus klinikenn ebet, ret eo deomp gellet mont d’an trummadoù war-eeun », eme Hanna Charles evit pouezañ.
Gwall c’hortozet e oa e zonedigezh da Greiz-Breizh. Met evezhiek a-walc’h eo bet Yannick Neuder, ministr karget eus ar yec’hed hag an diraez d’ar prederioù, er gerioù en deus dibabet e Karaez, d’an 13 a viz Mezheven : « Ar pal eo galloud, ar buanañ ar gwellañ ‘m eus spi, a-raok miz Du, kinnig un diraez d’an trummadoù pemp devezh ar sizhun e Karaez ». Reolet e vo ar mont d’an urjañsoù en diskar-amzer c’hoazh, da noz hag e-pad an dibennoù-sizhun, neuze.
Ur skoilh er gwir da vezañ prederiet eo ar reoliñ evit meur a hini. Ur respont eo e gwirionez d’ur gudenn ledanoc’h : medisined a-walc’h n’eus ket e kêr, se a zo kaoz eo rediet an dud da vont d’an trummadoù evit kleñvedoù n’int ket c’hoarvezet trumm. « Ar galloudoù publik a ra gant ar reoliñ evel un diskoulm a zo gwelloc’h eget netra pa ranker plediñ gant kudenn demografek ar vedisined » a lavare Ariane Bénard, renerezh ospital Sant-Brieg e miz Here 2023, e-pad ur c’huzul evezhiañ eus an ospital. E pep lec’h e Breizh e teu ar sistem-se da vezañ an hini boutin. Met penaos eo bet kollet kefridioù « gwir » an urjañsoù d’ar poent-se ?
An urjañsoù o tont da sikour ar vedisined frank
« N’eus ket pell ‘zo em eus gwelet ur glañvourez a oa bet kaset gant he medisin hollek evit ur vurbuenn war he jod. N’on ket me dermatologour ! Re wir e vo ret lemel anezhi, met n’eo ket mallus e mod ebet », a gont ur medisin en urjañsoù ospital Roazhon. Ur skouer eo eus ar verregezh a zo war ar vedisined arbennik.
Ar vedisined o-unan a c’houzañv ar verregezh-se. « 10 vloaz a zo, p’hon oa ezhomm eus ur radio evit ur c’hlañvour, e c’hellemp kaout anezhañ dindan daou zevezh », eme Laure Fiquet, medisinez hollek a labour 20 km pell eus Roazhon. N’eo ket posupl ken bremañ, ret eo deomp kas anezho d’an trummadoù. Da skouer, evit ur bugel 10 vloaz a c’hellfe bezañ paket gant ar gwentl-mut, hir-spontus eo evit kaout un ekografiezh, n’eo ket aesoc’h deomp eget d’ar glañvourien ».
En ospital Roazhon, etre 2019 ha 2023, eo kresket an niver a dud c’hour o tont d’an urjañsoù a 11 %. E rannvro Breizh en he fezh eo ar c’hresk a 4,9 % e-keñver ar bloavezh 2016. « Gant medisined an trummadoù e vez tapet an holl droioù noz ha dibennoù-sizhun ! », eme ar c’helenner Louis Soulat, penn ar servij Samu 35, Smur ha trummadoù tud c’hour en ospital Roazhon hag eil prezidant ar sindikad Samu Urgences de France. E 2022, evit gwir, ne oa nemet an hanter eus ar vedisined hollek vreizhat a gemere perzh en troioù noz ha dibennoù-sizhun en tiez mezegel diouzh tro.
Mankout a ra medisined reoliñ
Digemmañ bewech an dud gant ur blegenn vallus diouzh ar re a ranko kaout ali ur medisin etre 12 eurvezh ha daou zevezh war-lerc’h : sed aze an dra d’ober da gentañ evit ma ‘z afe nebeutoc’h a dud d’an urjañsoù. Evit an dra-se e vez goulennet gant an dud pellgomz d’ar 15 : reoliñ evit degemer ar glañvourien gant plegennoù mallus nemetken en urjañsoù.
Met evit ar reoliñ ivez e ra diouer ar vedisined hollek kontant da vont : kresket eo an niver a c’halvoù d’ar 15 a 30 % e Roazhon abaoe 2019, met e-pad ar mare-se n’eus nemet 144 medisin hollek a gemer perzh er reoliñ e Breizh, pa labour 3 032 medisin hollek er rannvro. Broudet e vezont da gemer perzh gant un digoll arc’hant : un digoll a 100 € kriz evit pep eurvezh reoliñ. Evit un nozvezh diouzh tro, eus 8 eur noz da 8 eur vintin en do 1 200 € a zigoll ur medisin reoliñ hollek.
Met n’eo ket a-walc’h an digolloù-se evit reiñ youl d’ar vedisined da gemer perzh, ha peurgarget e vez ar 15 alies. Sañset eo skoazellerien vezegel ar reoliñ da respont d’ar pellgomzadennoù ha da zigemmañ ar prederioù mallus diouzh ar re n’int ket evit kas an dud da vedisined an trummadoù eus un tu, ha da vedisined hollek ar reoliñ eus an tu all. Met « a-wechoù n’eus nemet ur medisin hollek enskrivet war an deiziataer evit ar reoliñ ! », eme trummadour ospital Roazhon.

« Skourroù » e-lec'h pemp servij trummadoù
Setu penaos e vez stambouc’het an urjañsoù gant an diouer a vedisined hollek : gennet eo ar servijoù etre re a dud klañv o tont ha re nebeut a labourerien, gant an efed e vefe klozet pemp servij urjañsoù da noz, tamm-ha-tamm met da vat. E-lec’h ar servijoù-se e vo savet ur « skourr medisinerezh trumm » a vo digor daouzek eurvezh bemdez ha n’eo ket deiz ha noz ken. Gwir e vefe evit ur servij trummadoù en Il-ha-Gwilen : hini Gwitreg. Ar c’helenner Louis Soulat a lak da ziwall : « Gwitreg a zo a-bouez bras evit tud ar Mezven. D’ur poent bennak n’heller ket gouzañv an hed ken. »
Ajañs rannvroel ar yec’hed a ro da anavezout e vo savet ar « skourroù trummadoù » « tamm-ha-tamm » ha « ne vo graet nemet ma vo difraeoù pozitivel ha youlek gant gouarnerezh an diazezadur yec’hed hag e gendoniadur tiriadel » (mammenn : SRS révisé ; page 245). D’an deiz a hiziv e c’hellfe tri servij urjañsoù mont da vezañ skourroù e Penn-ar-Bed, unan en Aodoù-an Arvor, ouzhpenn hini Gwitreg en Il-ha-Gwilen.
Peder c'hlinikenn brevez a vo kloz e-pad an hañv
Sellet a reomp ouzh kement tra a c’hell arboellañ amzer labour
Ar vedisined frank a labour e klinikennoù prevez, eus o zu, a c’hin o kemer perzh en troioù diouzh noz hag e-pad an dibennoù-sizhun. En ospital Roazhon, ar c’helenner Soulat a c’houlenn mizvezhioù a zo gant Ajañs rannvroel ar yec’hed (ARS) e vefe rediet ospitalioù prevez Sant-Gregor ha Saozon-Sevigneg da lakaat ur radiologour diouzh tro evit digreskiñ ar c’hementad a labour d’ober gant radiologourien an ospital publik. N’eo ket deuet a-benn evit poent. An ARS ha Vivalto n’o deus ket respontet d’hor goulennoù war ar poent-se.
D’ar memes koulz, hervez an titouroù hon eus, ar strollad prevez a serro meur a glinikenn e miz Eost 2025 : 15 devezh klozañ e Brest hag e Pondi, ur sizhunvezh e Sant-Maloù. E Montroulez ivez, « ar renerezh en deus divizet klozañ an holl servijoù e-pad an dibenn-sizhun », eme unan eus hon titourerien, en unan eus ar c’hlinikennoù, o chom dizanv. « Met da viken e vo, ha n’eo ket evit an hañv nemetken. Pa c’houlennomp penaos e vo graet evit an urjañsoù e vez respontet deomp : kas an dud d’an ospital publik ! » Didier Lechien, prezidant kuzul evezhiañ an daou ospital, bodet hervez lezenn abaoe miz Genver 2024 hag aotrou maer Dinan, ne gompren ket an diviz-se. Keuz en deus nompas bezañ bet titour ebet na gant an ARS, na gant ar glinikenn : « Kelaouiñ ac’hanomp a vije bet an disterañ tra d’ober. Riskloù a zo e teufe muioc’h a dud d’an urjañsoù en ospital pa vo serret. »
N’o deus ket respontet deomp nag an ARS na Vivalto, met Emmanuel de Geuser, rener pennañ Vivalto Santé a embann e strategiezh sklaer : « Sellet a reomp ouzh kement tra a c’hell arboellañ amzer labour », a lavare eñ d’ar gazetenn Le Figaro d’an 9 a viz Mae 2025.
Nebeutoc'h a weleoù, muioc'h a brederioù war an deiz
Un doare all a-bouez pronet gant an ARS evit bihanaat an niver a dud en urjañsoù a zo « merañ ar gweleoù gwelloc’h » evit ma ‘z afe an dud maez aesoc’h a-benn kaout plasoù. Abaoe un dek vloaz bennak eo bet an niver a weleoù o tigreskiñ en ospital. « Plasoù » evit oberatadennoù buan, graet e korf un devezh, hep kousket en ospital, a zo bet krouet en o lec’h. Setu ar pezh a vez anvet medisinerezh, pe surjianerezh, war an deiz.
Setu penaos ez eus bet kollet 656 gwele en ospitalioù breton abaoe dek vloaz. Padal, 45 000 gwele eo a vije bet dav krouiñ ouzhpenn e medisinerezh hag e surjianerezh, etre 2020 ha 2024, evit mont da heul koshañ ar boblañs, hervez Lez ar c’hontoù.

Un dra vat eo evit ar glañvourien ober muioc’h a draoù war an deiz, an holl vedisined ospital hon eus kejet outo a zo sur eus an dra-se. Met re vuan eo bet graet ar c’hemm, emezo, evel Cécile Vigneau, a oa penn ar servij lounezouriezh en ospital Roazhon betek 2023. « Ur fazi eo bet serriñ gweleoù kustum evit ober plasoù war an deiz ganto. Ar glañvourien a vez ospitalet da vat [a chom en ospital meur a zevezh hag a nozvezh] a vez kalz grevusoc’h o stad ha setu m’eo kresket ar c’hementad a labour a-galz. »
Kozhañ a ra ar boblañs, gant meur a gleñved eo paket ar glañvourien en em gav en ospital, chom a reont pelloc’h, ha dont a ra ar gweleoù vak da vezañ rouesoc’h. Kreskiñ o niver a vefe d’ober, kentoc’h, hervez Cécile Vigneau : « Posteloù a resevomp m’eo skrivet enno : « Emañ ar grip oc’h ober e reuz, ret eo deoc’h kas daou zen klañv maez bep eil devezh a-raok kreisteiz evit reiñ plas d’ar re en em gav en trummadoù ». Met pa chom hor c’hlañvourien 10 devezh well-wazh en hor gweleoù, kement-se n’eo ket posupl. Peotramant e teuint en-dro an devezh war-lerc’h peogwir n’int ket bet prederiet mat a-walc’h.
Klañvourien a chom en ospital pa ne c'hellont ket bezañ degemeret e lec'h all
Evit lakaat ar glañvourien da vont kuit buanoc’h eus an ospital e vefe dav kavout frammoù ha tud evit prederiañ outo war-lerc’h. « E pep lec’h hon devez kudennoù goude an ospital, ha gwashoc’h eo abaoe enkadenn ar C’hovid. Gweleoù a vez serret gant an diouer a goskor. Klañvdiourien n’eus ket a-walc’h anezho, servijoù skoazell er gêr kennebeut. Diaes eo bezañ eilet gant tud ar gennad mezegel-ha-sokial ivez. N’eus live ebet a ya en-dro war hon lerc’h, evit gwir », a zispleg deomp Ariane Bénard, renerez ospital Sant-Brieg.
Bras eo perzh an tiez prederioù mezegel hag azgouestaat (SMR) evit ober war-dro ar glañvourien hag addeskiñ dezho goude ma oant bet en ospital. 554 gwele a zo bet kollet en tiez-se e-pad an dek vloaz tremenet er gennad publik e Breizh. Hag e diazad bevañ ospitalioù Aodoù-an-Arvor e vank 37 gwele evit tizhout keidenn ar rannvro.
E tiez ar re gozh evel e servijoù prederioù er gêr, n’eo ket bras a-walc’h an niver a blasoù evit degemer tud war an oad, pa vez keñveriet ouzh rakselloù an Insee : eus 26 % da 31 % e tremeno feur ar re ouzhpenn 60 vloaz e poblañs Breizh etre 2016 ha 2023, sañset. « Kalz a weleoù ijinouriezh hon eus, e tachennoù arbennik ar medisinerezh. Met frammoù etre an ospital ha ti an dud a vank deomp, pa n’o deus ket ezhomm an dud da gaout teknologiezhioù uhel, met da gaout tud evit ober war o zro », eme Damien Henry, medisin an trummadoù en Oriant.
Ur marc'had ampletus : ar c'hreizennoù prederioù prim
Gant an urjañsoù peurgarget e teu ivez ur marc’had ampletus nevez, er gennad prevez : ar c’hreizennoù prederioù prim. Seurt kabinedoù, bet savet gant medisined frank, a vez kavet abaoe enkadenn ar C’hovid e Breizh. Prometiñ a reont d’an dud bezañ gwelet buan gant ur medisin evit an trummadoù pa n’eus ket mall-buhez.
Hag ouzhpenn prometiñ a reont : pa ranker gortoz etre unan ha tri miz evit kaout un emgav en ur greizenn lunerezh mezegel e meurgêr Roazhon, Medalliance a ginnig un emgav a-raok tri devezh, da skouer, hervez testeni ur glañvourez bet aterset gant Splann !. Ur « greskenn » ankenius en doa kavet he medisin dezhi, hag erbedet en doa dezhi ober un ekografiezh ar buanañ ar gwellañ. Teir sizhunvezh goude e oa an emgav kentañ kinniget en ur c’habined lunerezh mezegel. Gant Medalliance e oa unan da gaout daou zevezh war-lerc’h, da Yaou-Bask. Ne oa nemet un dra ouzhpenn d’ober : paeañ ur « feur » mont e-barzh a 12,50 €, ne vez ket restaolet gant ar Surentez Sokial.
Un ezhomm a oa : er c’hreizennoù-se e c’heller kaout ur medisin buan evit trummadoù etre daou, ma vezer prest da baeañ ur gwenneg bennak ouzhpenn.
Met enno ne vez graet nemet oberoù mezegel buan hag ampletus. Ar gazetenn Le Canard enchaîné en doa dispaket d’ar 15 a viz Genver tremenet penaos e c’hounezont moneiz war ar reoliñ : goulenn a reont gant o c’hlañvourien pellgomz d’ar 15 a-raok ma rafent war o zro da noz, e-pad an dibennoù-sizhun ha d’an devezhioù vak. Gant se e c’hellont ober gant prizioù kresket, paeet gant ar Surentez Sokial. Ar c’hreizennoù a ya en-dro Sul-ouel-bemdez a lak un distremen war o frizioù a 14 € d’ar Sadorn goude merenn, d’ar Sul ha d’an devezhioù vak, hag a 30 € eus a Lun da Sul goude 8 eur noz.
« O doareoù dezho a zo “one shot”, pa stourmomp-ni evit kendelc’her ar prederioù : anavezout mat hor c’hlañvourien, heuliañ anezho, eme gant anken Laure Fiquet, medisinez hollek eus bro Roazhon. Strizh eo an niver a vedisined a vez stummet, setu ar muiañ a greizennoù a-seurt-se a vo digoret, an nebeutañ a dud yaouank a vo staliet e kabinedoù evit ober war-dro ar c’hudennoù yec’hed kemplezh. »
Lakaet e vez ar medisinerezh da varc’hadourezh. Ar re-se o deus kavet an doare.
Kreñvoc’h eo bet e fealded d’ar servijoù publik, a-benn ar fin. « Evel un hent-dall eo an urjañsoù evit an dud ne ‘z eont ket mui da gaout ar medisin hag a vez paour-tre alies. Me a gav pouezus e vije medisined enno, ne vije ket ul lec’h dilezet anezhañ. »
Da echuiñ, hervez lezenn e oa sañset seurt kreizennoù da zigeriñ en takadoù ma vank medisined enno. En arvor hag e kêr eo e vezont staliet evit gwir, lec’h ma c’hellont labourat stankoc’h. « N’eus nemet ul lezenn a c’hello lakaat harz d’ar staliañ anezho » eme David Le Goff, rener dileuriadur departamant Il-ha-Gwilen an ARS Bretagne. D’an 13 a viz Mae o deus votet ar senedourien, just a-walc’h, evit ur stignad a sternio frankiz ar vedisined d’en em staliañ. Ennañ e kaver un diarbenn nevez-flamm : ar vedisined a zo staliet e takadoù stank dija az aio d’ober kuzuliadennoù e « takadoù priorek ». Ha d’an dra-se e responte sindikadoù hag aozadurioù dileuriañ ar vedisined frank, ospital, gopret, studierien war ar medisinerezh ha dilennidi lec’hel, e fin miz Meurzh : « Reoliñ ur vicher pa vez berregezh warni ne echuo ket ar verregezh ! ».
Skeudennoù gant Achille Ménard
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →