Kampus The Land : a-dreuz ez a ar renerezh hag an arc’hant

10/30/2025
Chloé Richard, Faustine Sternberg
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 13 mn lenn
Falloc’h-fallañ ez a an traoù evit The Land, ur strollad skolioù uhel eus Roazhon a vrud ur « vuhez nevez war ar maez ». N’ez a ket mat an traoù gant an implijidi, mont a ra kuit kalz anezho, ne vez ket lakaet al liseoù war-wel… Ouzhpenn da se e oa bet kollet 1,2 milion a euroioù gant an embregerezh er bloavezh 2023-2024. Petra ‘zo kaoz da gement-se ? Doareoù Jean-Marc Esnault da ren a vez meneget gant meur a hini. Betek an ensavadurioù a-us dezhañ, a zo o lakaat o fri e-barzh « an douar ».

« Ul lec’h hep-e-bar, hibrid, ma vez bodet ennañ an deskiñ, ar c’hrouiñ embregerezhioù, an neveziñ, ar sevenadur hag ar preder », « ur gwir ekosistem »… Degemer mat e The Land, templ breizhat ar « vuhez nevez war ar maez ».

Ur merk hag ur c’hampus eo The Land (« an douar » e saozneg) war un dro. En em gavet e oa e Breizh e 2020, en Il-ha-Gwilen. Ar « c’hampus kentañ gouestlet d’ar vuhez war ar maez en Europa » eo, sañset. E Roazhon emañ ar c’hampus pennañ war 14 devezh-arad a zouaroù. Daou all, bihanoc’h, a zo e Gwitreg hag e La Gherche.


« Ul lec’h evit en em stummañ, evit prederiañ, evit ar sevenadur, an neveziñ sokial hag embregerezhel evit diorren hon tiriadoù » eo The Land hervez e lec’hienn. « Brudañ ar vuhez nevez war ar maez hag an doareoù nevez da vevañ war hon tiriadoù » eo o fal. E The Land e vez bodet ouzhpenn da dregont embregerezh disheñvel, war-dro dek skol uhel brevez en o zouez, met ivez Enzyme, ul lec’h ma vez sikouret an dud yaouank a glask sevel un embregerezh ennañ, ha « le 7 », ul lec’h sevenadurel ma vez aozet prezegennoù ennañ.

Tri lise prevez katolik a gaver ouzhpenn : liseoù Saint-Exupéry Roazhon (418 lisead e 2023-2024), Gwitreg (207 lisead) ha La Gherche (102). Dindan gevrat gant ar Stad e vezont tout. Stummadurioù e tachennoù al labour-douar, ar boued, an endro hag ar servijoù d’an dud a c’heller ober enno, eus ar c’hlas pevare betek 2 vloaz goude ar vachelouriezh. Koshoc’h eget « The Land » int tout. Lise Roazhon, a veze anvet Lande-du-Breuil gwechall, a oa bet krouet er bloavezhioù 60. Eus ar c’hCNEAP, ur rouedad skolioù labour-douar prevez, eo ezel The Land ivez, dre ar gevredigezh a vez meret ganti, hec’h anv « groupe scolaire d’enseignement agricole privé Antoine de Saint-Exupéry ».

« Un doare nevez da stummañ an dud (…)», « a vez soñjet evit aesaat bleuñvidigezh, keodedouriezh, diorren personel ha micherel an deskarded ». Brav eo ar skeudennoù a weler e lec’hiennoù ha bruderezh The Land. Met n’eo ket ken brav ar jeu pa seller a-dost.

Skolioù a goll arc'hant

1,2 milion a euroioù kollet e-pad ar bloavezhioù 2023-2024, pa oa raktreset er budjed e vije 75 000 euro. D’ar Merc’her 27 a viz Eost 2025, un nebeud devezhioù a-raok an distro-skol, e voe lavaret kement-se da zileuridi an implijidi ha da gelennerien an tri lise labour-douar prevez katolik. Ha gwall souezhet e voent. Padal, mizvezhioù a oa e oant o c’houlenn kaout o sell war kontouriezh al liseoù, rak « amsklaer » e oa, hervezo.

Goude-se e voe kaset posteloù gant renerien al liseoù evit lavar e oa nullet emvodoù prientiñ an distro-skol. « Ar wech kentañ eo. D’an devezh-se e pleustromp evit an distro-skol. Aozañ degemer al liseidi a reomp, kaout hon implijoù-amzer, anavezout ar gelennerien nevez, gouzout peseurt liseidi a vo en hor c’hlasoù… », eme Elmina Mottin, kelennerez ha dileuriadez ar sindikad CFDT. « Anat eo din-me : nullet eo bet peogwir ez eus bet goulennet prizachañ ar c’hontoù gant hon dilennidi e-pad ar C’huzul ekonomikel ha sokial (CSE), d’ar 27 a viz Eost », emezi ouzhpenn.


Ne vez ket komzet a-walc’h eus al liseoù gant The Land, a gav d’ar c’hoskor ivez. Meur a gelenner en deus lavaret da Splann ! n’en doa ket ar gwir da vrudañ e-unan oberoù bet kaset da benn gant al liseidi pe an dorioù digor. Servij ar c’hehentiñ an hini a ra war-dro an dra-se, gant pemp implij leunamzer e 2023. Met al liseoù ne vezont ket gwelet kalz er bruderezh. Ar skolioù uhel a vez gwelet splann, avat. 418 lisead a oa e lise Saint-Exupéry Roazhon e 2023-2024. 40 nebeutoc’h a oa en distro-skol 2025.

D’an Ihedrea, unan eus an dek skol uhel a zo e The Land, e oa bet kaset ar BTS ACSE (dielfennañ, delc’her ha kaout ur strategiezh evit an embregerezhioù labour-douar) a-bep-eil e-pad daou vloaz, zoken. N’eus nemet tri eus an dek studier o deus bet o diplom, hervez ar pezh a ouzomp… Deuet eo ar BTS en-dro d’al lise, neuze, d’an distro-skol 2025.

Oberour, prezegenner, ekonomist, sokiologour hag ouzhpenn eo rener al lise

« Afer Jean-Marc Esnault eo The Land. E vennozh eo dezhañ, a gav da Varianne*, ur gelennerez a zo o labourat el lise c’hoazh. Al liseidi eo a gont evidomp-ni, er c’hontrol. »

Hir e varv, disto e benn, lunedoù du gantañ war e fri : pennrener The Land eo Jean-Marc Esnault. En e lec’hienn bersonel e skriv — en trede gour — eo-eñ « prezidant-diazezour ar font leveoù La Terre et les Hommes hag an arnodva mennozhioù Terre d’avenir », met ivez « diazezour ar gelaouenn Ruralités gant an Embannadurioù Ouest-France ».

« Levrioù-arnod en deus skrivet ivez, a vez diazezet war un doare lies-diskiblezh ha denelour », a c’heller lenn en e lec’hienn ivez. E 2022 en doa embannet Bienvenue dans la nouvelle ruralité, partons à la reconquête de nos campagnes ! gant an embannadurioù L’Harmattan. E 2024, goude-se, e oa deuet maez L’Homme face aux défis du monde contemporain : une réflexion sur notre avenir, gant ar memes embanner.

Tud ‘zo o deus kontet traoù all deomp diwar-benn e vuhez vicherel, avat : « Gant ur gevrat labour sikouret e oa bet gopret Jean-Marc Esnault er bloavezhioù 1990. Kasour e oa en unan eus liseoù ar strollad. Aet eo war-raok el lise tamm-ha-tamm, betek mont da bennrener », eme Hélène*, ur gelennerez aet war he leve nevez-zo. « Kelennet en deus war an deskadurezh sokio-sevenadurel ivez », eme c’hoazh Jean-Romain Chapy, kelenner ha dileuriad ar sindikad CGT-EP (deskadurezh prevez).

Eus al lodennoù-se eus e vuhez vicherel ne ra ket anv Jean-Marc Esnault en e skrid-buhez. Gwelloc’h eo dezhañ skrivañ eo « bet stummet war ar micherioù a ekonomist hag a sokiologour. Studiet en deus politikerezhioù an implij ha diorren sokial an aozadurioù ». E lec’hienn We Champ, un ajañs prezegennourien, e c’heller lenn en deus « ur vouezh levezonus e tachenn an treuzkemm ekologel ha kevredigezhel » zoken.

Daouzek labourer ha tri-ugent o deus kuitaet al liseoù e-pad an dek vloaz paseet

N’eo ket ken brav an traoù pa vez anv eus darempredoù ar rener gant koskor e liseoù. « Huñvreoù fall a ran c’hoazh », eme Cécile*, bet gopret gant The Land gant ur gevrat prevez un nebeud bloavezhioù a zo.

« Ne chom ket pell an implijidi ken abaoe m’eo deuet an Aotrou Esnault (abaoe 2015 d’an diwezhatañ eo rener ar strollad liseoù Saint-Exupéry, NGAS). Diaesterioù bras a zo gant e zoare da verañ an dud », eme Hélène, ur gelennerez aet war he leve ar bloaz tremenet, keuz enni. « Gant gerioù ur manager dibasaet e ra, kavout a ra dezhañ emañ e penn un embregerezh eus ar c’hCAC 40 », eme Varianne, ur gelennerez a zo e-barzh ar stal c’hoazh.

« A-raok The Land e veze gwelet Jean-Marc Esnault e sal ar c’hoskor ur wech an amzer. Evit an distro-skol e kase ur postel degemer deomp, gwelet e veze e-pad emvodoù fin ar bloaz, d’an distro-skol, eme Elmina Mottin. An traoù ret da vat a veze graet gantañ, pas muioc’h, met bremañ ne vez ket gwelet tamm ebet ken. »

« Daouzek den ha tri-ugent en deus kuitaet al liseoù, e-touez al labourerien gant ur statud prevez (n’eus nemet ar gelennerien a vez paeet gant ar Stad en deskadurezh prevez dindan gevrat, NGAS) », hervez Annie Chaplet, kelennerez aet war he leve e miz Gwengolo, ha dileuriadez ar sindikad CFDT.


Ehanet e vez kalz labourerien gant o medisin ivez. « Start eo ar jeu gant kalz gopridi : blinaet int, ankeniet, streset, diwaskañ poan a reont… Ur c’holl bras eo, ne reont ket van eus an dud », emezi c’hoazh. « Ne c’hell ket padout ken », a zispleg Boris Genty, dileuriad rannvroel ar CFDT.

E kentañ c’hwec’hmiziad 2025 e oa komañset tud ensellerezh al labour da lakaat o fri e mont en-dro The Land. Dilennidi ar c’hoskor o doa lakaet anezho da ziwall, ha kaset ugent testeni ouzhpenn. Goulenn ali ur c’habined audit (Hunt) en defe kinniget Jean-Marc Esnault ober neuze, kentoc’h. Gant se e vefe bet echuet gant al labour ensellañ. « Pellgomzet hon eus d’an ensellerez. Komprenet he doa e oa bet goulennet an audit-se gant ar renerezh hag ar CSE asambles, emezi. Met ne oa ket, mod ebet ! » eme Annie Chaplet.

« Ouzhpenn da se, bewech ma kinnigemp ober un enklask war ar riskloù psikologel ha sokial e-pad ur CSE e veze ampellet, kaset d’un deiz all, luziet e oa, ne oa ket e mod-se e oa dav ober… Bloavezhioù ‘zo e pad an dra-se… Padal n’en dije ket kousket muioc’h eget 200 fotokopienn ober an enklask hon-unan, tra ken ! » eme Jean-Romain Chapy ivez. Rediet eo an implijer da wareziñ yec’hed korfel ha speredel e c’hopridi. Kas un enklask war ar riskloù psikologel ha korfel a c’hell bezañ e-touez e redioù hervez lezenn, neuze. Klasket hon eus mont e darempred gant ensellerezh al labour ha gant renerezh The Land meur a wech. Hini ebet anezho n’en deus respontet deomp.

Pevar ensellerezh bet graet pe war ober e 2025

Ne oa ket ar wech kentañ e veze goulennet gant an implijidi e vefe diwallet. Er bloavezh 2023-2024 e oa bet un emsav el liseoù. Goulenn a rae an implijidi e rofe Jean-Marc Esnault e zilez. D’ar mare-se o doa gouezet tud ar c’hoskor ez afe roadenn arc’hant ministrerezh al labour-douar war zigresk, hag e vefe dilamet nav fost-labour.

Menegiñ a rae an implijidi ivez ne veze ket gwelet al liseoù a-walc’h e-barzh The Land. N’en deus ket cheñchet e ali Jean-Marc Esnault fas d’an emsav-se. Difennet en deus e grouidigezh e kazetennoù ar vro, hag e seizh postel bet kaset d’an implijidi gantañ etre an 8 a viz Du 2023 hag an 3 a viz Genver 2024. 35 pajenn etre tout.

Evit klozañ an heuliad lizhiri-se e skrive neuze : « Evel ar filozoferien stoik, n’on ket prest da lakaat ar raktres-mañ da vont war un hent disheñvel diouzh an hini a zispenn bremañ, peogwir e kredan a-greiz-kalon ez eo hennezh an hent gwellañ da doullañ evit ma vevfe ar raktres, en tu all din ha d’ar momed-mañ […]. Ha gwazh a se ma vez treuzkompren abalamour d’an dra-se. »

D’ar 4 a viz Gouere 2024 e voe sinet un emglev a baouezas gant an emsav-se. « N’o deus ket doujet outañ », eme Jean-Romain Chapy. N’eus ket bet skrivet raktres skol nevez ebet james, ha pa ‘z eo ret ha meneget en emglev. Ken kozh ha 2022 eo an hini diwezhañ. « Ur stur eo ar raktres skol evit skipailhad ar gelennerien. Gantañ e c’hellont aozañ traoù a glot gantañ hag an talvoudegezhioù meneget ennañ. Un ostilh eo ivez evit eskemm gant an dud a labouromp ganto, gant ar familhoù hag al liseidi », a zisplege Annie Chaplet deomp.

Ar re o doa kemeret perzh en emsav e 2023-2024 eo a vez lakaet da giriek eus ar gollvezh arc’hant a zo bremañ. « 24 miz ‘zo e vez lakaet kement striv a reomp en arvar. Ur bloavezh enkadenn sokial a-bezh, oberoù evit distabilaat ac’hanomp, ar vrud fall graet deomp (e Roazhon peurgetket) o deus bet efedoù war hor goprañ tud, hor merañ hag hor c’hempouez ekonomikel », a skrive-eñ d’e goskor en ur postel, d’an 28 a viz Eost paseet.

E-pad daou vloaz o deus skrivet dileuridi ar c’hoskor d’ar re a-us dezho, d’ar c’hCNEAP, da renerezh an deskadurezh katolik, d’an eskopti, da Renerezh rannvroel ar boued, al labour-douar hag ar c’hoadoù (Draaf), pe c’hoazh da vinistrerezh al labour-douar. O tihuniñ emañ lod anezho, a-hervez. « Cheñchet eo an traoù abaoe m’eo en em gavet Fabrice Henry (e-karg eus ar stummañ, NGAS) en Draaf », hervez Annie Chaplet.

Galloud a ra Splann !, neuze, disklozañ ez eus bet graet meur a enselladenn abaoe an nevez-hañv tremenet. Lod a zo echu ha lod all a zo war ober c’hoazh : ensellerezh penn-renerezh an arc’hant publik e miz Here 2025 ; ensellerezh ar ministrerezh diwar-benn doujañs ar gevrat Stad-kevredigezh. « An Draaf he deus kontrollet ar BTS ACSE ivez », eme Jean-Romain Chapy. Kontrollet eo bet ar c’houskvaoù ivez gant servij yec’hed publik ha tud nammet Kêr Roazhon, rak lakaet e oant bet da ziwall ne oa ket prop a-walc’h kouskva al liseidi. Pa oamp bet darempred gant an DGFIP e oa bet nac’het hor goulenn atersadennoù.

Kloz ha kuzh ar c'huzul-merañ

« Ret eo dezhañ mont kuit, n’eus tu all ebet », hervez Jean-Romain Chapy, a gomz evit an holl sindikadoù. N’eus nemet un dra : kuzul-merañ kevredigezh merañ Saint-Exupéry an hini a ziviz. Rak en deskadurezh labour-douar prevez ez eo ar c’huzul-merañ an hini a c’hopr hag a bae renerien al liseoù, evel Jean-Marc Esnault. « Kuzh da vat » e seblant ar c’huzul-se bezañ da zileuridi ar c’hoskor.

« Ne c’heller mont e-barzh nemet o vezañ pedet gant hor c’hamaraded », eme Hélène*. « Prezidant ar c’huzul-merañ n’heller ket dispartiañ anezhañ diouzh ar pennrener, Jean-Marc Esnault. Un daouad a zo anezho », eme Annie Chaplet ivez, keuz enni. N’eo ket ret da guzulioù-merañ al liseoù labour-douar prevez degemer dileuridi eus ar c’hoskor nag eus ar Stad enno. Ar pezh a vez graet el liseoù publik dre ret.

Kerent al liseidi, er c’hontrol, a vez izili dre wir eus kevredigezh merañ Saint-Exupéry, hervez he statudoù. N’eus hini ebet er c’huzul-merañ er mare-mañ. Goulennet he deus kevredigezh kerent liseidi deskadurezh libr Saint-Exupéry bezañ pedet d’an emvodoù-meur e 2025. N’he deus bet respont ebet. Goulennet hon eus gant ar c’hCNEAP, gant ar c’huzul-merañ ha gant renerezh The Land atersiñ anezho. Hini ebet n’en deus respontet deomp.

Doareoù giz-kozh a zo diaes da grediñ. Met e mod-se ez a en-dro an deskadurezh labour-douar prevez. Just a-walc’h ez eus bet kaset ur c’hinnig lezenn gant kannaded eus Talbenn Nevez ar Bobl (NFP) d’an 11 a viz Gouere 2025. « Gwellaat treuzwelusted ha perzh dileuriañ kuzulioù-merañ al liseoù deskadurezh labour-douar prevez ».

Da zeiz kentañ vakañsoù an Hollsent, ar Gwener 17 a viz Here, labourerien an tri lise o deus resevet ur bedadenn d’un emvod-kelaouiñ aozet gant deskadurezh katolik Il-ha-Gwilen, ar c’hCNEAP ha ministrerezh al labour-douar. Danvez an emvod : « Mont war-raok ha kenderc’hel gant obererezh ar strollad liseoù Saint-Exupéry ».

Un nebeud devezhioù a-raok en doa lakaet renerezh The Land da c’houzout da gazetennoù ar vro e oa o vont da zigeriñ ur c’hampus nevez e Gwitreg, daoust d’ar c’holl bras-divent a 1,2 milion a euroioù bet diskuliet nevez-zo. « Klotañ a ra gant ezhommoù embregerezhioù an tiriad », a lavare e rener, Jean-Marc Esnault, d’ar gazetenn Ouest-France.

* Cheñchet eo bet an anv-bihan

and
Skeudennoù gant David Guyon

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →