[Enklask nevez] « Ne reont ket van eus an dud », tu kuzhet The Land, kampus Jean-Marc Esnault gouestlet d’ar vuhez war ar maez
Splann ! - 10/30/2025
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Sañset e oa da vezañ rann diwezhañ hon enklask war al liseoù labour-douar. Met ken mantrus eo ar pezh a c’hoarvez er skol gatolik-mañ, ha ken mallus e oa lakaat hor fri en afer-se, m’hon eus divizet degas ac’hanoc’h, abretoc’h eget m’hor boa soñjet, d’ober un dro e The Land.
Enkadennoù hag ur meskailh doareoù d’ober, setu berr-ha-berr farserezh « ar mod nevez da vezañ diwar ar maez »
«Hiron» eo al lec’h, ha brav ar bromesa graet d’al liseidi ha d’an implijidi : labourat en ur c’hampus pevarzek devezh-arat anezhañ, ul lodenn e Roazhon hag unan all e Vitrë/ Gwitreg (35). Tregont rann modern kenañ o reiñ an tu da studial, da embregiñ ha da nevezadenniñ war un dro.
E-touez gorerezioù embregerezhioù ha trede-lec’hioù, kinklet brav gant gwernis ur c’hehentiñ liesseurt, e kaver stroll-skolioù Saint-Exypéry hag e dri lise labour-douar kevratet gant ar Stad.

Daoust d’ar promesaoù brav ez eo « dister mont en dro » al liseoù Saint Exupéry. Chal ha dichal a vez, hervez plegoù imor krouer The Land, Jean-Marc Esnault. Fall put eo an aergelc’h, peadra da lakaat 72 implijad da vont kuit e-doug an dek bloaz diwezhañ, hervez ar pezh he deus kontet ar sindikad CFDT.
Kudennoù merañ an dud, ha kudennoù bras evit merañ an arc’hant da heul. Gant dileuridi an implijidi zo bet dizoloet e vanke 1,2 milion a euroioù er c’hef e 2023-2024. Kement a reuz zo bet diwar ar c’helou-se m’en deus ranket ar rener nulañ ar rak-distro skol e miz Eost 2025.
Ar wech kentañ d’un diviz a-seurt-se bezañ kemeret ha setu neuze an aotrouniezhioù o lakaat o fri e aferioù divoull The Land.
Lenn pennad kentañ hon enklask
Lenn pennad kentañ hon enklask

Estreget afer The Land a zo : pa seller ouzh ar pezh a c’hoarvez er c’helenn labour-douar dre vras e weler zo meskailh a bep tu, en deskadurezh prevez koulz hag en hini publik. En ur mod soutiloc’h hag efedusoc’h, evit lakaat al labour-douar stank-ha-stank da c’hounit. Heuliad hon enklask vo da lenn d’ar 25 a viz Du. Setu un tañva avat :
Industriezh an agroboued o teurel daou droad el liseoù labour-douar e Breizh
Embregerezhioù an agroboued a vez lakaet war wel el liseoù labour-douar e Breizh dre an darvoudoù aozet ganto, dre ar gweladennoù graet gant al liseidi, ha dre ar c’hehentiñ. Ha n’eo ket dre zegouezh rak oc’h arc’hantaouiñ ar c’helenn e vezont un tamm mat.
Gwall dreut kelenn an ekologiezh el liseoù labour-douar e Breizh
N’ez a ket gwall bell an deskadurezh war al labour-douar ekologel el liseoù publik koulz hag er re brevez, daoust da sturiadurioù sklaer ar programmoù ha daoust dezho bezañ ensellet ingal. Tiez feurm al liseoù ne lakaont ket e pleustr na war wel al labour-douar ekologel, pa vezont troet da vat war zu ar produiñ stank-ha-stank. Mut e chom an DRAAF (Renerezh rannvro al labour-douar hag ar c’hoadoù) war ar poent-se ha koulskoude e vije dezhi da wiriekaat at fed vije heuliet ar sturiadurioù.
3️⃣ Liseoù labour-douar prevez skoazellet ledan gant Rannvro Breizh
Daoust ma n’eo ket dleet dezhi d’hen ober, e ro Rannvro Breizh yalc’hadoù uhel awalc’h d’al liseoù labour-douar prevez. Padal o deus ar re-se doareoù arc’hantaouiń all ha n’o deus ket al liseoù publik, ha nebeutoc’h a redioù egeto. Neuze e vez troet ar re yaouank da vont el liseoù prevez a seblant bezañ efedusoc’h (nebeutoc’h a liseidi er c’hlasoù, linennoù kirri-boutin prevez, tiez feurm modernoc’h, kouskvaoù brasoc’h…).
An enklask-se zo bet kaset da benn gant Faustine Sternberg ha Chloé Richard. David Guyon en deus graet an tresadennoù.
Embannet eo ivez gant hor mediaoù keveler : Radio Breizh ha Ya!.
Splann ! ‘zo ur media disalc’h, hag ur gevredigezh lezenn 1901 hag eo dreist-holl dre dud a-youl vat ez a en-dro. Ne vez ket degemeret arc’hant na gant bruderezh, na gant embregerezhioù bras, na yalc’hadoù lec’hel. Trugarez d’ar pezh vez roet ganeoc’h e c’hallomp labourat.
Bezañ arc’hantaouet gant hol lennerien a dalv nep galloud, miliarder ebet, ne c’hell lakaat gwask warnomp pa vez ret skrivañ ur pennad pe pouezañ war ar bouton « embann ». Heñchet gant an interest foran hag an etik micherel, hor c’hazetennerien a zo frank da kelaouiñ, zoken ma talvez kement-se da lakaat tud hag ensavadurioù levezonet da vezañ nec’het.
Hon enklaskoù a zo kaset da benn gant an ideal demokratelezh ha justis. Embanned int evit bezañ lennet ha skignet gant an holl, hep skoilhoù arc’hant. Koulskoude, koust a ra an titouroù. Koustañ a ra an enklask-se hec’h-unan ouzhpenn 15.000 €.
Ma evideoc’h c’hwi, eo talvoudus hor labour – ha ma ‘z eus tu deoc’h – marteze e c’hellit soñjal e sevel ur skoazell miziek ?
Skrivit deomp splann [@] riseup.net hag displeget e vo deoc’h peseurt mod e c’hallit kas teulioù en un doare sur.