C’hoant o doa sevel goulennoù d’an
desaverien moc’h e Penn-ar-Bed diwar-benn an doare darempredoù o devez gant ar mediaoù. Met n’eus bet den ebet prest da respont d’an daou gazetenner eus ar gelaouenn Invendable e penn kentañ miz Eost. Gwashoc’h c’hoazh : un den a lâre e oa un archer en deus lakaet gwask warno.
Sur a-walc’h e vo dalc’het soñj gant Louis Borel ha Léo Thomas eus ar pezh a zo c’hoarvezet dezho e Breizh. Goude bezañ bet gouestlet d’ar Stadoù-Unanet, da Rusia hag da Vro Vrazil, setu ar gelaouenn Invendable o skrivañ diwar-benn Bro C’hall. Hag evit echuiñ o labour o doa c’hoant an daou gazetenner mont war roudoù Splann !. D’ar 1añ a viz Eost 2024 o deus klasket mont en darempred gant perc’henned an atantoù desevel moc’h brasañ e Bro-Leon evit sevel goulennoù dezho diwar-benn o darempredoù gant ar mediaoù.
« Bet omp bet da gentañ penn en un atant desevel moc’h e Plouvorn (29), eme Louis Borel. Un den a laboure eno a oa laouen da gaozeal ganeomp hag en deus degaset ac’hanomp er burevioù, lec’h ma oa ar batronez. Mat eo bet an eskemmoù met pa oamp o vont kuit eo erruet ar penn bras : “N’ho peus ket ar gwir da vezañ amañ. Ul lec’h prevez eo”. »
N’eus ket padet pell an eskemm ha setu an daou gazetenner o vont kuit. « Met erruet e toull ar porzh, e oa ur c’hwad e-kreiz an hent, eme Louis. Ha setu ar penn bras da zont en-dro ha da lâr deomp : “gwelet ‘meus ac’hanoc’h o kemer poltridi dre ma c’hameraoù evezhiañ. C’hoant ‘meus e vefent diverket.” Hag e-keit-se em eus gwelet un implijiad o tennañ poltridi diouzhimp. Er fin en deus roet Léo e niverenn bellgomz hag omp aet kuit »
Goude-se e sko ar gelaouennerien war zu Landunvez evit klask kaozeal gant Philippe Bizien, perc’henn an atant Avel Vor ha penn bras lobi ar moc’h er vro. « Gant ar c’hopridi eo bet lâret deomp e ouient e oa eus ur c’harr-tan du o treiñ en tro-war-droioù. Hor hini an hini oa. Tenn e oa an traoù. D’ar poent ma oamp o loc’hañ kuit em eus gwelet un den o skrivañ niverenn plakenn hor c’harr-tan war ar poultr douar a c’holoe e draktour. »
Hag an archerien o lakaat o fri en afer
Echu an istor ? Pas da vat. « A boan degoueet e Douarnenez e resev Leo ur bellgomzadenn gant un niverenn guzhet. Hag ur gemennadenn : “Amañ an archerdi. Lâret eo bet deomp oc’h bet war veur a atant gant ho karr-tan. Kazetennerien oc’h. Emaon o vont da bellgomz deoc’h en-dro, deoc’h da zisplegañ din ar pezh ho peus c’hoant.” » Iskis an traoù, setu ma asant ar gazetennerien diskregiñ ar pellgomz. Padal e nac’h an archer reiñ e niverenn blakenn.
« Pellgomzet en deus deomp un trede gwech, ha setu eñ o tibunañ listennad an atantoù e lec’h ma oamp bet. “Penaos e c’hallfen gouzout an dra-se ma n’on ket archer ?”, emezañ. Aon hon eus bet. Ha n’hon eus ket respontet d’ar pedervet pellgomzadenn. Kredet hon eus e oa ul labourer-douar o klask ober aon deomp. Met setu un niverenn all o pellgomz deomp, ha me ha klask war Google ha gwelout e oa hini archerdi Landivizio. »
Hervez Louis Borel ha Léo Thomas eo ur gwask da vat ar pezh a zo c’hoarvezet dezho. «Lennet ‘moa ar vandenn-dreset diwar-benn ar bezhin glas an deiz a-raok. Bremañ e komprenan mat penaos emañ ar jeu. Ul labourer-douar o c’hourdrouz ac’hanomp, se zo un dra. Met pa teu an archerien da lakaat o fri en afer, se zo un afer all », eme Louis.
Lennit hon enklask « moc’h fall »
Lennit hon enklask « moc’h fall »