An demokratelezh endro o c’houzañv gant an « treuzkemm ekologel » mod Barnier
Pierre-Yves Bulteau - 03/04/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Er bed an demokratelezh endro e vez kavet stank an testennoù lezenn. Kollet e vezer, a-wechoù, o welet pegen alies e vez cheñchet tachennoù an ensavioù dizalc’h evel hini ar CNDP. Ar bodad broadel-se, e-karg eus ar c’hendiviz foran zo bet krouet war-lerc’h al lezenn Barnier 1995 ha feuremglev Aarhus 1998.
E-kreiz ar bloavezhioù 2000, « emañ an ti o teviñ » dija. Neuze zo bet divizet gant Frañs ha 38 bro all enskrivañ « pennreolennoù hollek gwir an endro » en o bonreizh hag er gwir etrevroadel. Ar perzh a gont ar muiañ evit ar geodedourien : « gallout bezañ kelaouet, kemer perzh er chadenn divizout ha kaout ar gwir da lakaet klemm dirak ar justis a-fet endro ». D’ar CNDP da wiriekaat kement-se e Bro C’hall ha da aozañ tabutoù foran war ar raktresoù meur a c’hellfe lakaat an endro en arvar.
Ugent vloaz goude e vez mindrailhet an teir fennreolenn-se diehan c’hoazh. Lakaet int bet diefed gant al lezenn Asap 2020 ( evit buanaat ha simplaat an oberioù publik), ha war-lerc’h gant al lezenn Aper 2023 ( evit produiñ energiezhoù nevezadus buanoc’h ) hag hec’h « erbedoù azasaat evit ma ne gemerfe ket kement a berzh an dud en tabutoù diwar-benn ar raktresoù a zo ezhomm diouto evit an treuzkemm energiezh ».
Ha setu ar pezh a zo digomprenus a-walc’h. Hep kontrolliezh (censure e galleg) ar parlamant d’ar 4 a viz Kerzu e vije bet distrujet an demokratelezh endro gant ar memes hini en deus lakaet anezhi da vont el lezenn.
A-benn ar fin n’en deus ket padet pell ar ministr kentañ hag a zo aet kuit gant e raktres dekred evit ma vefe startoc’h mont en darempred gant Bodad broadel ar c’hendiviz publik. C’hoant en doa lakaat an dekred-se da dremen evit ma « vefe aesoc’h staliañ savadurioù industriel ». Ma vije tremenet an destenn e vije bet graet war-dro 54 % a afer nebeutoc’h gant ar bodad-se.
Bez-prezidantez Frañs Natur Endro, Ginette Vastel, he deus graet an oberiadennoù evit Splann !. « Etre 2021 ha 2023 ez eus bet graet war-dro un tregont raktres bennak gant ar bodad. Kement a zigarezioù evit ma c’hallfe an dud ober o soñj diwar-benn raktresoù industriel gant skogoù resis war o buhez hag an endro, a-drugarez da ditouroù treuzwelus. »
Klotild zo unan eus ar re a harp ar c’hendivizout ekologel. Met n’eo ket prest da reiñ he zesteni dindan hec’h anv gwir. « E miz Kerzu em boa kemeret perzh e lodenn Penn-ar-Bed eus « kendiviz tro-dro d’ar mor ». E seurt darvoudoù e c’haller klevet eo abalamour d’an agro-industriezh ha d’ar c’hudennoù dourioù lous eo ken fall stad ar mor. » Ober a ra un ehan ar vretonez a-raok kenderc’hel : « Gwir eo ivez e vez alies a-walc’h an darvoudoù-se seurt pezhioù-c’hoari e-lec’h m’hor bez ar santimant eo bet divizet pep tra a-raok. »
Setu perak e vez lavaret gant meur a enklasker ha stourmer « n’int ket efedus an emsavadurioù seurt-se ».
Arnaud Clugéry zo un den a lak e pleustr an demokratelezh endro kentoc’h evit prederiañ warni. « Sklaer eo ne vez ket soñjet ar memes tra gant tud an industri hag ar Stad diouzh un tu ha, eus an tu all, ar re a stourm evit gwareziñ ar glad hag ar mad boutin », emezañ. Ha setu an hini a labour evit Dour ha stêrioù Breizh da reiñ ur skouer diwar-benn an dour : « An dachenn-se eo an hini e-lec’h m’emañ ar muiañ a gendiviz hag ivez an hini e-lec’h ma’z eer ar muiañ hebiou ar reolennoù. »
Gant Arnaud Clugéry ne vez ket kontet ken an « taolioù kontell » a vez roet d’an demokratelezh endro e-pad ar studiadennoù hag an enklaskoù foran. « Kompren a ran a-walc’h e vez skuizh ar stourmerien, ha fuloretoc’h-fuloretañ. Ober a reont pep tra mat, hervez ar reolennoù. Ha pa zeu ar mare da gemer un diviz e vez lâret dezho eo ret simplaat an traoù pe ne oa ket graet mat an enklask foran. Pep tra a vez graet evit ma klotfe disoc’h an enklask gant raktres an industri. »
oas eo Ginette Vastel gant seurt ensavioù. Stourm a ra evit ma ne zeufent ket da vezañ « kregin goullo e-lec’h ma vefe kinniget d’ar geodedourien raktresoù savet mat, lakaet en ur pakad brav gant ur seizenn vrav evit ma vefent asantet ». Ha dezhi da adlakaat war an daol mellad 7 karta an endro : « Ensavioù evel Bodad broadel ar c’hendiviz publik zo un doare da vezañ sur e vo kemeret e kont ali ar geodedourien diwar-benn temoù evel ar produiñ energiezh, an dekarbonaat industri pe al lastez nukleel. » A-du a-walc’h emañ Klotild : « Hep an demokratelezh endro e vefe brasoc’h c’hoazh hollc’hallout an ekonomiezh. »