Carousel des enquêtes

  • Kleuzioù ha girzhier en arvar

    Yann-Malo Kerbrat, Nolwenn Weiler - 02/27/2024

    Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Da veur a dra e talvez ar gwez ha brousgwez a gaver er girzhier…

    Degemer an teuliad Degemer an teuliad
  • Cooperl : enklask war un embregerezh pemoc'h ramzel

    Ivan Logvenoff, Kristen Falc'hon - 11/21/2023

    Pell mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh an hini bet savet e 1964 e Lambaol, pa ne oa de gentañ penn ken met ur strolladig 25 saver moc’h. Deuet…

    Degemer an teuliad Degemer an teuliad
  • Brezel ar parkeier

    Julie Lallouet Geffroy - 09/12/2023

    C’hoant zo staliañ mil labourer-douar ar bloaz bep bloaz a-benn 2028 e Breizh. Hiziv n’eus nemet 500 a-boan a zeu a-benn d’en em staliañ e-keit ma weler tiez-feurm divent o…

    Degemer an teuliad Degemer an teuliad
    Splann ! :Enquête foncier
  • Moc'h fall

    Ines Leraud, Sylvain Ernault, Kristen Falc'hon, Floriane Louison - 02/01/2023

    Tost an hanter eus ar pemoc’h disavet ezdouar e Bro-Frañs zo e Penn-ar-Bed. Bet eo bet da enklaskiñ « Splann ! » diwar-benn rouaned an industriezh-se.

    Degemer an teuliad Degemer an teuliad
  • Essure : drouk mouget e korf ar merc’hed

    Juliette Cabaço Roger, Faustine Sternberg - 10/19/2022

    Abaoe bloavezhioù e c’haller lenn testenioù merc’hed tapet fall o yec’hed goude bout bet lakaet an ensteudoù (implants e galleg) Essure.

    Degemer an teuliad Degemer an teuliad
    221010 - Splann ! Implant Essure. Image Victimes DMI
  • Metan: Bec'h d'an atant

    Julie Lallouet Geffroy, Raphael Baldos - 09/13/2022

    Muioc’h-muiañ a vetanerezioù ‘zo e Breizh. Erru ‘zo 186 e maezioù ar vro bremañ, ha kant ouzhpenn a vo a-benn ur bloaz.

    Degemer an teuliad Degemer an teuliad
  • Iberdrola. Pa vez louz ar jeu gant an energiezh « naet »

    Itzel Marie Diaz, Lena Lopes - 03/29/2022

    62 rod-avel a vo plantet e foñs mor Bae Sant-Brieg, e Breizh. Embregerezh spagnol Iberdrola an hini eo a zo e penn ar chanter-se, dre e is embregerezh breizhad Ailes…

    Degemer an teuliad Degemer an teuliad
    220311 - Splann ! Dessin Belo Monte Yann Le Sacher~1
  • Breizh : c'hwezh an amoniak er maez

    Caroline Trouillet, Yann-Malo Kerbrat - 06/13/2021

    Gwisket e ruz eo Breizh. Kement a atantoù da zisevel loened ‘zo, hag eo Breizh ar vro an hini pennañ o tilaoskañ amoniak e Frañs.

    Degemer an teuliad Degemer an teuliad

splann ! ZO UR MEDIA DIZALC'H HAG A ZO ARC'HANTAOUET GANEOC'H-C'HWI

Harpit ac’hanomp da enklaskiñ war sujedoù pouezus e Breizh.

Arch'antaouiñ
231219 Splann ! Tableau Dons Déductibles Impôts Bzhg (rectangle)

Keleier

Buhez Splann !

  • 🎧 Enklaskoù leun e zivskouarn : dizoloit podkastoù « Splann ! »

    Setu Splann ! o vont war dachenn ar podkastoù ! Abadennoù ispisial e brezhoneg, enklaskoù lennet, reportajoù, atersadennoù ha kronikennoù... Pep tra da reiñ plijadur d'ho tivskouarn. Pevar heuliad a zo dija da selaou war hoc'h arloadoù podkast.

  • Ganet eo Arsellva Frañs ar gourdrouzoù war frankiz ar c’helaouiñ

    Setu en ofisiel krouet Arsellva Frañs ar gourdrouzoù war frankiz ar c’helaouiñ, pe Ofalp e galleg. Ar pal ? Enrollañ pep tra a c’hoarvez e Frañs a c’hallfe lakaat en arvar frankiz ar c’hazetenniñ. Gourdrouzoù, argadoù, gwask e diabarzh ar c’hazetennoù, pe c’hoazh ar prosezoù dirak ar justis : pep tra a vo notennet gant an arsellva.

  • Lennit hon danevell obererezh 2021-2023

    Aet eo war vrasaat Splann ! abaoe eo bet krouet e fin 2020. Kaset eo bet da benn ar raktres gant kazetennerien a-youl vat evit krouiñ ur media enklask lec'hel ha dizalc'h. Ha deuet omp a-benn ! Ur media gant ur skipailh gopred war ar bemdez omp bremañ, o tont da vezañ solutoc’h-solutañ a-hed an devezhioù. Setu deomp-ni da embann hon danevell obererezh kentañ !

  • War an dachenn e vezomp atav !

    Eskemm el linenn a zo mat, met eskemm er vuhez wir a zo gwelloc'h, dreist-holl evit ur media lec'hel. Setu perak e klask « Splann ! » mont en darempred ganeoc'h ar muiañ posubl.

  • Ur sell war-gil : penaos eo bet dispignet an arc’hant roet ganeoc’h ?

    Setu ur sell war-gil dre un nebeut posteloù evit displegañ deoc'h perak hon eus c'hoant kenderc'hel gant hol labour, ha ganeoc'h ! Hiziv e vo graet un tamm matematikoù evit displegañ deoc'h penaos e vez implijet an arc'hant a roit deomp ha pegement e koust ober un enklask.

  • Roet eo bet priz ar sacherien evezh da Splann ! evit an enklask diwar-benn an ensteudoù Essure

    Gant Ti ar sacherien evezh eo bet krouet ur priz ispisial da lakaat war-wel labour kazetennerien o deus diskoachet traoù pouezus gant sikour keodedourien o stourm. Aet eo ar maout gant Splann !. D’ar Gwener 1añ a viz Kerzu eo bet roet da Splann ! ar priz evit an enklask bet embannet diwar-benn an ensteudoù […]

  • An holl pennadoù

Deiziataer Splann !

Saloñs al levrioù «Époque»

25/05/2024 15:45 Caen (14)

Pierre-Yves Bulteau ha Nicolas Legendre a vo e saloñs al levrioù anvet «Époque» e Caen. Un daolenn-grenn a vo tro-dro d’al levr «Didrouz er maezioù» ha tro-dro d’an enklaskoù diwar-benn an agroboued e Breizh.

Degouezh ar Redadeg

25/05/2024 Montroulez (29)

Kazetennerien Splann ! a vo war porzh Montroulez evit degemer degouezh ar Redadeg. Dalc’het e vo ur stand e-lec’h e c’hallit adkavout levrigoù enklask, skritelloù ha pegsunioù. Dibabet eo bet Splann ! gant Ar re fur eus ar Redadeg e-touez meur a raktres e brezhoneg. Degemeret eo bet 15.000 €.

Film « Ar bezhin glas »

30/05/2024 18:00 Hérouville-Saint-Clair (14)

Pierre-Yves Bulteau a vo e Kafe des Images, sinéma arzoù, a-raok ma vefe skignet ar film « Ar bezhin glas ».

Abadenn-bt Bezhin glas

30/05/2024 20:00 Hérouville-Saint-Clair (14)

Mnemotechnic & Poing a vo e Bro-Normandie evit kinnig hoc’h abadenn-bt  « Bezhin glas ». Pierre-Yves-Bulteau, kazetenner eus Splann !, a vo e Big Band Kafe da 20e30 evit eskemm gant an arvesterien.