220908 - Splann ! Enquête méthanisation petit tracteur champ jaune Crédits Jean Leveugle original-min-min
Tro war-dro miz Gouere 2023

by | 25 07 2023

Splann ! a ginnig deoc’h bezañ titouret diwar-benn an holl raktresoù agrobouedel hag industriel tro-dro deoc’h ha kelaouiñ hoc’h amezeien.

Tredan VS Endro

Paket fall ar c’hoadeier hag al loened gouez gant ar raktresoù produiñ tredan zo war ar stern.

Betoñs VS pradoù

  • Pondi, Cressanvè (Kroeshañveg), Nôyal (Noal-Pondi) (56). Lonket ‘vo adarre ouzhpenn 35 devezh-arat (17 hektar) da greskiñ un takad greantel e Pont-Sant Karadeg, gouestlet d’an agro-boued. Teuliad da bellgargañ amañ. Enklask boutin betek an 8.08. Da zerc’hel soñj : er memes bro e vo savet savadurioù bras, evel ur pezh mell uzin gant Altho.
  • Kloar-Fouenant (29). 16 devezh arat (8ha) a vo gouestlet da sevel savadurioù nevez, primoc’h eget ar pezh a oa raktreset er PLU diwezhañ. Enklask boutin betek an 18.08. Sellout ouzh an teuliad amañ hag ar studiadenn war dalc’hoù an endro.
  • Bain (Baen-Veur) (35). Ul lodennaoueg a vo savet war 12 devezh-arat (6 hektar), gant ar c’hCredit Mutuel ha Foncier Conseil. An MRAE, an aozadur zo e karg da studiañ an dalc’hoù war an endro, n’eus ket gellet reiñ hec’h ali diwar-benn ar raktres. An teuliad a-bezh.

Gwenojennoù publik distrujet

Gwenojennoù publik a vo lakaet da brevez e kumunioù ‘zo, ma vez asantet hen-ober gant an enklaskoù foran zo war ar stern. C’hoarvezout a ra ingal gant seurt hentoù bezañ stouvet ha distrujet da vrasaat parkeier.

Tiezh-Feurm XXL

  • Taole (29). Brasaet ‘vo un atant da zesevel saout gant an EARL de Kerjegu. E-barzh ar gumun e kaver menajoù e-touez ar re vrasañ zo e Breizh. Enklask foran betek an 18.08.
  • Dinan (22), Dol, Combou (Komborn), Rôz (Roz-Lanrieg) (35). Brasaet ‘vo un atant da zesevel saout gant an SCEA Cornee-Louvet e kumun Roz-Lanrieg. Enklask foran betek an 19.08.

Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ

Ober un donezon

Gall a ran tennañ 66 % eus ma donezon eus an tailhoù.

Koumanantit d'hon c'heleier

Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)