Tro war-dro miz Eost 2023
Splann ! a ginnig deoc’h bezañ titouret diwar-benn an holl raktresoù agrobouedel hag industriel tro-dro deoc’h ha kelaouiñ hoc’h amezeien.
Treuzdougen
- Brest, Plougastell (29). Adaozet ha brasaet e vo rouedad an transportoù publik war dolpad Brest. Ul linenn dramgarr vo savet. Kemerit perzh en enklask foran betek an 21.09.
- Ar Faoued, Lannejenn, Gwiskri (56), Skaer (29). Kenderc’hel a ra gant ar raktres sevel un hent-bras e kreiz ar maezioù. Distrujet e vo kleuzioù, lec’hioù naturel, ha ne vo ket doujet ouzh ar reolennoù doujañ ouzh ar spesadoù gwarezet. Roit ho ali en enklask foran betek ar 15.09. Aze e kavoc’h ali ar MRAE hag amañ hini Dour ha stêrioù Breizh.
Betoñs, eil-tiez ha touristed
- Ar Gerveur, Saozon, Lokmaria (56). Roet eo bet hec’h ali gant Aotrouniezh an Endro (MRAE) war PLU Saozon. Fellout a ra d’an ti-kêr lakaat tost da 15 devezh-arat (7,6 ha) da vezañ artifisializet. Ul lodenn a vo gouestlet d’an degemer touristed. Hervez an MRAE ez eus diouer a studiadennoù «realour» war an niver a dud a c’hell degemer an tiriad evit gwir.Tamm-pe-damm ar memes tra e diouzh tu Lokmaria: «An touristañ, an eil-tiez, an ekonomiezh lec’hel, ha gwareziñ an endro ne glotont ket asambles moarvat». D’an MRAE da embann sklaer : «An eil-tiez war ar gumun a lak da greskiñ an niver a zouaroù implijet.»
- Baden (56). N’eo ket efedus a-walc’h PLU Baden a-fed gwareziñ an endro, eme an MRAE. N’eus abeg poellek ebet war an niver a zouaroù a vo lonket dindan ar betoñs ha mankout a ra ur politikerezh da vestroniañ an niver a eil-tiez. Da geñver ar stourm a-enep cheñchamant an hin : «Ar raktres PLU n’eo ket evit lakaat ar gumun war un hentad a gloto gant ar palioù rannvroel ha broadel.»
Metanizer
- Redon, Alére (Alaer) (56). Gant SAS Energie de la Lande vo savet ur metanizer en Alaer. 35,5 tonenn a lastez vo lonket ganti bemdez. Enklask foran beket an 22.09.
- Pinghili (Pengilli) (22). Enklask foran da geñver ur raktres metanizer e Pengilli, kaset da-benn gant an SARL Trivalec, e kêriadenn La Perrière. Roit hoc’h ali betek ar 24.09.
- Dol, Epinia (35). Savet vo ur metanizer gant an SAS Glasvez e kêriadenn Le Grand Bois Gervilly, war gumun Epinia. Enklask foran betek an 11.09.
Tiezh-Feurm XXL
- Kemperle, Bei (29). Brasaet vo ar menaj da zesevel moc’h gant ar GAEC Korrigans, e Kerhuel, war gumun Bei. Enklask foran betek an 21.09.
- Baod, ar Chapel-Nevez, Logunec’h (56). Savet vo un atant da zesevel moc’h er Chapel-Nevez, e Bel-Air, gant an SCEA de Bel Air. Tost da 2.500 penn-moc’h enni. Enklask foran betek an 28.08.
- Bro Raez, Rouan (44). Astennet e vo an atant da zesevel moc’h e Rouan gant an SCEA La Blanche. Enklask foran betek an 21.09.
- Vaille-Vigne (44). Brasaet e oa bet an ti-feurm saout gant ar GAEC de l’Essart hep ma ne vefe aotret hen ober. Setu bremañ un enklask foran da reizhañ ar raktres, betek an 29.09.
- Lignë (44). Brasaet vo an atant da zesevel moc’h gant an SCEA des Trois Moulins. Muioc’h eget 3.000 penn-moc’h a vo er stal. Enklask foran betek an 22.09.
Lastez hag uzinoù
- Kemper, Pluguen (29). Kresket e vo ur savadur stokañ dañvez entanabl gant an uzin Imbretex, e Pluguen. Enklask foran betek an 18.09.
- Bruz, St-Turiao (35). Fellout a ra d’an SARL Schmitt TP kaout an aotre da stokañ lastez. Enklask foran adalek miz Gwengolo.
- Langoad, Matallod, ar Roc’h Derrien, Peurid ar Roc’h (22). Fellout a ra da gCarrières et Matériaux du Grand Ouest stokañ lastez meinek e Langoad ha Mantallod. Enklask foran betek ar 25.09.
Titouroù da gas deomp ? Skrivit da splann [@] riseup.net hag e vo displeget deoc’h penaos ober a-benn kas deomp dokumentoù e surentez.
Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ
Gall a ran tennañ 66 % eus ma donezon eus an tailhoù.
Koumanantit d'hon c'heleier
Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)