BD « Bezhin glas », istor un droidigezh aet da fall

BD « Bezhin glas », istor un droidigezh aet da fall

Gant Splann ! e oa bet roet lañs da droidigezh e brezhoneg eus ar vandenn-dreset « Bezhin glas, an istor difennet ». Met siwazh eo bet cheñchet an destenn droet just a-raok bezañ kaset al levr – e miz Even – d’an ti moullañ hep bezañ kelaouet an troer. Un destenn gant fazioù ne oa ket anezho en he stumm kentañ. Penaos e c’hall bezañ bet moullet ul levr bet « adlennet », gant meur a fazi, hag hep doujañ da wirioù an troer ? Hag ouzhpenn an dra se, ul levr bet arc’hantaouet gant Rannvro Breizh ?