221210 - Splann ! Manifestation Guingamp usine saumons Crédits Sylvain ERNAULT 08
E Plouizi, n’o ket sur e vefe a-du komision an dour gant an usin eoged

by | 29 12 2022

1 200 den zo bet er straedoù Gwengamp (22) d’an 10 a viz Kerzu a-enep d’ar raktres uzin eoged a c’hellfe bezañ savet e-kichen an Drev. Dek devezh abretoc’h e oa Smart Salmon dirak komision lec’hel an dour (CLE) ha ‘neus douetañ war traoù zo…

Dek miz ‘zo dija eo bet votet gwerzhañ 20 devezh-arad labour-douar da Smart Salmon gant Gwengamp-Pempoull Kumuniezh. Sañset e ‘oa kroget da broduiñ eoged an uzin e penn-kentañ 2023.

Evel-just ‘zo dale ganto, ha muioc’h muiañ a dud ‘zo a-enep d’ar raktres. Cheñchet ivez pal an uzin : sañset e oa da broduiñ 20 000 tonennad a besk. Hiziv ‘vez lâret e vo 8 000. Ha setu bremañ maer Plouizi da nac’hañ an aotre da sevel ar raktres. Gant Vincent Le Meaux, prezidant ar gumuniezh, eo bet cheñchet ivez e ali. A-du penn-da-benn e oa, met bremañ e lâr zo un diouer a ditouroù zo.

Un nebeud devezhioù a-raok ma vefe ar vanifestadeg e Gwengamp, Ole Bakke – penn braz an embregerezh -, a oa tremenet dirak komision lec’hel an dour (CLE) eus SAGE Argoad-Treger-Goëlo d’an 30 a viz Du. Klasket ‘neus ar paotr eus Bro-Norvegia kenderc’hiñ an dud, o tiskleriañ e ‘vefe eog mat hag e tigasfe labour d’ar Vro.

Met gwelloc’h vije bet d’ar gomision gouzout penaos e ‘vo graet gant an hañvouez produet gant an uzin pe an doare da dennañ an holen diouzh dour ar mor. Gant Dour-ha-Sterioù Breizh hag ar C’honfederasion paisanted eo bet lâret e oa ar raktres-mañ « un disaverezh industriel dister ». « Ne ‘oa ket resis pep tra », eme prezidant ar CLE ha maer Koadout, Jean-Pierre Giuntini. Lar a ra ivez ne ‘oar ket mann ebet eus penaos e ‘vo ar jeu goude.

N’eo ket anavezet evit poent deiziad ali ar gomision, met gant ar Gumuniezh kumunoù ‘vo votet d’an 24 a viz Genver war an afer. Met, diouzh ar pezh a ouezomp, n’eo ket erruet c’hoazh an doser er prefeti, sañset da vezañ bet kaset d’ar 15 a viz Kerzu.

Lennit hon enklask « Moc’h fall »

Koumanantit d'hon c'heleier

Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)

E brezhoneg ? Ou en français ?

Vous pouvez visiter notre site en breton ou fermer cette fenêtre pour continuer votre navigation.

Soutiendrez-vous notre journalisme d'enquête ?

En tant que journalistes, nous avons fondé Splann ! pour mener des enquêtes au long cours sur des sujets sensibles qui touchent à la Bretagne. Vous pouvez lire ici nos motivations.

Notre mission exige de rester indépendants de toute puissance politique et d'argent. Les contributions de nos lectrices et lecteurs sont donc essentielles pour financer un travail gourmand en ressources et garder nos articles accessibles à tous. Si vous le pouvez, envisagez de nous faire un don ponctuel, mensuel ou annuel. Il ouvre droit à une réduction d'impôt. Merci.