Peseurt raktresoù ‘zo tro-war-dro e Breizh e miz Kerzu 2024 ?
Splann ! - 12/24/2024
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Enan (22). C’hoant he deus an SCEA du Plessix brasaat e atant desevel moc’h eus 3.137 loen da 3.744 loen. An enklask foran a zo digor etre an 2 hag an 30 a viz Genver.
Bouajergaod (35). C’hoant he deus an SAS La Friche Margot lakaat div wech muioc’h a broduioù en e vetanizer bet savet e Le Bignon. Gall a rit reiñ hoc’h ali eus an 30 a viz Kerzu betek an 30 a viz Genver.
Gregam (56). C’hoant he deus an EARL Amoros kaout muioc’h a loened hag ur steuñv skuilhadur nevez evit e atant desevel yer el lec’h Bréguelo. Plas a vo evit 36.000 loen. An enklask foran a zo digor betek ar 17 a viz Genver.
Amanli (35). Ur raktres a zo gant an embregerezh Transports Bertin evit implijout savenn lec’haveiñ Amanli. Ar savadur a vo 9 667 m². Posubl eo deoc’h reiñ hoc’h ali eus an 20 a viz Kerzu betek an 20 a viz Genver 2025.
Roazhon (35). Ur raktres a zo gant Roazhon Meurgêr evit kaout muioc’h a zouaroù el lec’h Loges-Logettes, war gumun Chantepie, evit e steuñv aozañ ar vro « Porte du Bois de Soeuvres ». An enklask foran a zo digor betek an 20 a viz Kerzu.
Plounevez-Moedeg (22). Raktreset eo gant embregerezh Yawa staliañ un unvez pourchas rodoù-avel evit al lec’h da gargañ buan-tre ar c’hirri-tan tredan. An enklask foran a zo digor e-tre ar 16 a viz Kerzu hag an 18 a viz Genver.
Degemerit hon c’heleier dre vail
Degemerit hon c’heleier dre vail