Embregerezhioù bras rouanezed ar maezioù

by | 14 09 2022

Al labourerien-douar a zo ar re gentañ o vetanaat e Breizh… met eostad ar gaz n’aio ket ganto. Embregerezhioù bras an energiezh a vir gounidoù ar gaz produet, ha lakaat ar gouerien alese da bourvezer lastez tra ken.

  • N’hall ket al labourerien-douar talañ ouzh kevezerezh embregerezhioù energiezh.
  • Ur riskl a zo e teufe al labour-douar da vezañ ur benveg da servij ar produiñ gaz, na pa vefe cheñchet ar maezioù.
  • Ar metanaat dre ensinklaña (injection e galleg) vez graet brud dezhañ kalz met re ger e koust d’an desaverien loened, n’eo ket ken koustus d’an embregerezhioù bras energiezh.

Da ober biogaz e vez ezhomm aozennoù “metanus”, da lâret eo e zilaosk kalz metan. E-touez an 10 pennañ e kaver ar c’holza, kolo ha plouz an edeier, ar maiz ha distaoladennoù al loened. E traoñ ar podium emañ an hañvouez, an teilh moc’h ha saout. Breizh, e lec’h ma vez kalz labour-douar askoridik en devez kalz distaoladennoù loened, met an distaoladennoù metanus a vez rouesoc’h. Ken ma ‘z eo deuet war wel ur marc’had distaoladennoù labour-douar.

Dek vloaz ‘zo e veze an agro-vouederezh o paeañ al labourerien-douar da gaout an dizober eus bouzelloù ha stomokoù ar miliadoù a loened lazhet, betek 90 euro an donenn. Bremañ eo ar c’hontrol. Paeañ ‘ra al labourerien-douar, ha keroc’h kerañ, ouzhpenn 20 euro an donenn a-benn rastellat ar stripoù-se, aozenn prizius evit produiñ gaz. Klask a vez ivez war ar maiz er metanaaderezed, war goust an desaverien chatal o devez ezhomm anezhañ da vouetañ o loened (Lennit « Koll-boued ar metanaat »).

Seul niverusoc’h ar metannaderezed, seul greñvoc’h ar goulenn distaoladennoù. Seul uheloc’h neuze e kresk ar prizioù. Diaesoc’h diaesañ eta da labourerien-douar ‘zo paeañ an danvezioù o vouetañ o metanaaderez. Ken ne vo ket talvoudus ken ar staliadur.

Pa deu da vezañ start prenañ distaoladennoù labour-douar, e c’hell bezañ ret digeriñ kevala (capital e galleg) an embregerezh d’unan diavaez. Setu ar pezh a erru d’ar staliadurioù metan douget gant labourerien-douar a vez ret dezho digeriñ o c’hevala d’ar broduerien energiezh. Prenet, adprenet lodennoù, tamm-ha-tamm, ha n’emañ ket an dorn war o stal ken gant ar venajerien met gant gwerzherien energiezh. Degouezhet e oa bet c’hoazh er Vosges, hervez danevell ar Sened, embannet e miz Here 2021. Rak evit embregerezhioù e-giz Engie bioz, is-hentad da Engie, pe Fonroche biogaz, is-hentad ar strollad Total, n’eo ket ar priz ur gudenn. « Ar riskl a vefe tapet ar galloud gant oberourien diavaez a zo bras evit al labourerien-douar, rak dont a rafe da cheñch pal ar raktres », a zispleg an enklasker war an ekonomiezh e Skol-veur Roazhon 2, Alexandre Berthe.

« Ar re bourdet eo al labourerien-douar »

Aloubadeg ar maezioù gant ar werzherien energiezh a zo o kregiñ : e miz Meurzh tremenet e oa bet ur c’hammed ouzhpenn en tiez-feurm. E-kerzh saloñs al labour-douar e oa bet sinet un c’henemglev labour etre Total énergies hag an FNSEA, sindikad labour-douar mui niver, gant ar pal « sevel nerzhioù boutin e bed al labour-douar hag e takad an energiezhioù. ». Barregezhioù al labourerien-douar a vo rannet gant reoù firmoù liesvroadoù, evit diorren ar metanaat just a-walc’h. Met daoust ha kempouez eo an eskemm a seblant plaen war baper ?

Tostaat an daou ved o keveziñ an eil gant egile a zo risklus eme Pascal Grouiez, ekonomistour e Skol-veur Paris Cité : « Ezhommoù arc’hantaouiñ ar c’henstrolloù bihan [ labourerien-douar ]a c’houlakae digeriñ ar c’hevala d’ar posterien arc’hant diavaez d’al labour-douar. Daoust ma vefent bihan-niver e c’hellfent rediañ al labourerien-douar da implij danvez na deu ket eus al labour-douar.», pri ar staliadurioù puraat da skouer, ma kaver «louzoù antibiotek pe metaloù pounner a c’hell saotrañ an douaroù » Ar metanaadur a brodu dijesta a vez ledet war ar parkeier evel temz. Nann-noazusted an dijesta-se a zo hollbouezus evit an endro hag ar yec’hed e-giz ma tispleger el lodenn « Ar staliadurioù metanaat a c’hello bezañ klusterioù kleñvedoù an deizioù da zont ».

D’ar c’houstoù da sevel ar staliadur e vez dav ouzhpennañ a c’houstoù da zerc’hel ar metanaaderez, pe c’hoazh koust un teknikour arbennik da implijad. Ar fakturenn da zerc’hel ar staliadur a gendalc’h da astenn. Koustusoc’h e vo c’hoazh evit ar metanaat dre ensinklañ. An teknik-se a ro tro da ensinklañ metan er rouedad gaz, met koustus-tre e vez. Tro 5 million a eurioù e koust dre vras pep staliadur. Evit ma vefe talvoudus e tle beveziñ etre 10 000 ha 15 000 tonennad ar bloaz. Da lâret eo ouzhpenn 30 tonennad distaoladennoù da gavout bemdez ha paeañ anezho a vez da ober.

An deknologiezh-se “dre ensinklañ” ‘z eus muioc’h muiañ anezhi. Graet e vez ar seizh gwellañ da lakaat anezhi da ziorren. En 2018 e erbed al lezenn Egalim kreñvaat danframmoù evit kaout rouedadoù treuzkas gaz. Pa vez savet ur metanaaderez nevez e-kichen ur rouedad gaz e vez ret dezhi bezañ dre ensinklañ. E miz Meurzh diwezhañ e oa digresket ar priz liammañ d’ar rouedad evit ar staliadurioù metanaat : 60 % ar frejoù, tro 100 euro ar metrad, a vez kemeret en karg gant ar strollegezhioù. Gant kemend-all a skoazelloù e vez start mirout ouzh an ensinklañ. Ar metanaat dre genbroduiñ na seblant ket desach kement ken. An deknologiezh-se, koshoc’h a cheñch ar gaz en tommder hag en tredan. O postañ tro 2 vilion a euroioù e ro tro da verañ kementadoù bihanoc’h, tro 5 000 tonennad materi ar bloaz.

Keroc’h met talvoudusoc’h ivez e vez an ensinklañ. Er-maez ar jeu e vez ar re n’hellont ket postañ 5 million a euroioù ha sammañ kargoù bouetañ ouzhpenn da derc’hel ar vetanaaderez. Ar re a vez o koll eo an desaverien chatal. Ar re a vez o talañ ouzh prizioù al laezh, prizioù ar moc’h o vont hag o tont bloavezhioù ‘zo, ar re a vez o vanifestiñ, ar re a vez graet kriz d’o goproù, a wel o embregerezh oc’h echuiñ el lez-varn kenwerzh.

En un notenn eus miz Eost 2020 gourc’hemennet gant ministrerezh al Labour-douar, e skriv Alexandre Berthe, armerzhour e Skol-veur Roazhon 2 : « hep yalc’hadoù arc’hant publik, n’hello moarvat nemet al labourerien-douar ar solutañ o c’hontoù dibab ar metanaat dre ensinklañ, ar pezh a lakae dre an ober darn vrasañ an desaverien chatal.». Ur bloaz da c’houde, e miz Gouere 2021, e geneil Pascal Grouiez en doa ouzhpennet e oa erbedoù en ensinklañ « ne c’hortozont mann nemet evit raktresoù a seurt-se, kaout produerien ed pe unvezioù metanaat o tigeriñ o c’hevala da bosterien arc’hant maez-labour-douar, ha ral-tre d’al labourerien-douar o unan. ».

Pe c’hoazh e-giz ma lavar Daniel Salmon, senedour EELV Il-ha-Gwilun ha daneveller ur studiadenn gant ar Sened war an hentad e miz Here 2021 : « Ar re a vez bourdet eo al labourerien-douar. »

Un dreist-gounid evit ar werzherien energiezh

Kambr Labour-douar Breizh a wel se mat ivez. E-barzh un ali e skriv en 2019 : « Pa c’hell diorren ar metanaat bezañ un dro kaer evit Breizh, e fell deomp e teufe ar gounid armerzhel reizh d’ar gouerien. O rol na dle ket bezañ miret d’ar c’has hañvouez pe da dalvoudekaat an dijesta el labour-douar. » Hervez an armerzhour Alexandre Berthe en ur pennad en 2020 : « Marteze emaomp e kreiz ar roudour evit pimpatrom unvezioù metanaat gall an-labour-douar, e lec’h ma ne vez al labourer-douar ur pourvezer danvez tra ken. »

Ha se a erru just a-walc’h. Engie bioz a ra brud war e lec’hienn internet : « E Breizh e kinnigomp skuilhadegoù “gwrizioù en aer”. Ganeomp-ni hon unan e vez graet ar skuilhadeg hag aozañ a reomp dasparzh ar volumoù hag ar redoù dre gendiviz gant an diekaerien (den e penn un atant). » Ur marc’had e lec’h ma tilez ar menajer ar merañ distaoladennoù hag e steuñv skuilhadeg, hag Engie bioz a zastum evit nebeut an danvez kentañ da vetanaat. « Tout ar venajerien ne fell ket dezho ober metan. », a gas da soñj Armelle Damiano, renerez an Aile, ajañs lec’hel an energiezh / agence locale de l’énergie, a vez oc’h heuliañ un toullad mat a raktresoù er rannvro.

Klouaraat a ra ar riskloù kemer ar galloud gant embregerezhioù bras an energiezh : « E Breizh e vez stag ar metanaat ouzh al labour-douar, istorel eo, an danvezioù kentañ a vez deus al labour-douar, an douaroù a vez ivez, ar skuilhadegoù dijesta o devez ezhomm douaroù : kenglotañ a ra pep tra evit ma chomfe ar metanaat etre daouarn al labourerien-douar. ». N’eo ket rannet al lavaroù-mañ gant Pascal Grouiez, armerzhour, en un notenn embannet gantañ en hañv-mañ : « N’eo ket sûr e teuio a-benn al labourerien-douar, er fin, da vezañ aktourien pennañ ar metanaat. » Dreist-holl pa n’eus ket paotr-saout ebet ken da virout ouzh kevezerezh re greñv etre labourerien-douar ha gwerzherien energiezh. Jean-Marc Onno, bez-prezidant kevredigezh labourerien-douar metanaerien Frañs pe AAMF, a lak war wel ar brefeded na reont ket o labour : « Unan war ar renk evit ar metanaat en devez da brouiñ n’emañ ket oc’h ober kevezerezh gant ur staliadur a zo anezhi, dreist-holl evit pourvez an distaoladennoù. Goude-se e ro ar prefed e aotre. E gwirionez ne vez ket graet. »

Kantadoù a staliadurioù metanaat war ar stern e Breizh

Klikit war ar gartenn a-benn ma vefe brasoc’h

An AAMF he deus c’hoant e chomfe ar metanaat dindan mererez al labourerien-douar dezho da gaout orinoù liesseurt d’ar goproù. Ur respont kreñv da gemmoù prizioù al laezh, ar moc’h, o deus diskaret meur a di-feurm, ha roet tro da reoù all kreskiñ. Atantoù brasoc’h brasañ a framm gweledva hag armerzh Breizh. Pa weler pegen ker e vez sevel ur raktres metanaat dre ensinklañ eo anat n’eus nemet al labourerien-douar brasañ hag embregerezhioù an energiezh a c’hell paeañ. Peadra da vagañ ar gwask war an douaroù muioc’h c’hoazh eget ar pezh a zo evit poent, ha dispenn ar girzhier da heul  (Lennit « Koll-boued ar metanaat »). Er bloavezhioù da zont e c’hallfe cheñch implij maezioù Breizh, an neuz ivez.

E Breizh hag e Broioù al Liger e renabler 307 unvez metanaat oberiant d’ar 1 a viz Genver ar bloaz-mañ, ha 205 ouzhpenn a zo war ar stern. Muioc’h eget daougementiñ a raio Breizh an niver a vetanaaderezioù dre ensinklañ er bloaz da zont. Darn vrasañ an desaverien na dennint ket splet eus se, ha ken buan e vo startoc’h dezho c’hoazh kaout boued loened. Total, Engie, hag all, o deus naon du o welet ar maezioù boulc’het dezho.

Julie Lallouët-Geffroy ha Raphaël Baldos

Titouroù da gas deomp ? Skrivit da splann [@] riseup.net hag e vo displeget deoc’h penaos ober a-benn kas deomp dokumentoù e surentez.

Metan : bec’h d’an atant

Metanaat kousto pe gousto

Koll-boued ar metanaat

Metanaat, yec’hed mat !

Koumanantit d'hon c'heleier

Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez. Digoust eo !