Perak hon eus kaset ul lizher erbedet da embanner « Bezhin Glas, an istor difennet »

by | 19 09 2023

239018 - Splann ! BD Bezhin glas an istor difennet Inès Léraud et Pierre van Hove en librairie

Prometet hon oa kas deoc’h hiroc’h a zisplegadurioù diwarbenn al lizher erbedet kaset d’an ti-embann An Amzer, embanner « Bezhin glas, an istor difennet », skrid brezhoneg ar vandenn – dreset « Algues vertes, l’histoire interdite ». Inès Léraud, Pierre van Hove, Tugdual Carluer, an troer, ha ni-hon unan e Splann ! hon eus goulennet ma vefe tardet da werzhañ ar skouerennoù a chom, ma vefent distrujet eta ha ma vefe embannet a-nevez ur skrid gwiriekaet gant e aozerien.

Ur ranngalon eo bet evidomp rankout ober kement-se, pa anavezomp mat diaesterioù an tiez-embann dizalc’h ha dreistholl ar re a embann en ur yezh vinorelaet. Met adaleg ar poent m’hon oa roet lañs d’an embannadur-se, dre bostañ en ennañ ar 500 € gounezet er Prizioù (priz evit dazont ar brezhoneg) e rankomp ivez bezañ treuzwelus evit hol lennerien.

An holl labour treiñ hag embann a zo bet kaset da-benn hep na vije lakaet Splann ! er jeu dre m’hon eus graet nemet kas ur guchennig arc’hant.

Berr ha berr, bez ez eus bet meur a gudenn gant al labour embann :

  • Er c’hontrol eus ar pezh a lavar en deiz a hiriv, an embanner en doa degemeret mat dibab an troer kinniget gant an aozerien. Padal ar c’hemmoù bras degaset d’an destenn er sizhunvezhioù diwezhañ a zo bet graet hep na vije kelaouet ar re a oa da vezañ. Tugdual Carluer n’en deus ket gellet adlenn an danevell araok ma vefe embannet, na sinañ « mat da embann », ar pezh’zo kontrol da wirioù un aozer ha pa vefe troer.
  • N’eo ket bet doujet ouzh dibaboù yezh an aozerien, an droidigezh a zo bet dinaturet en desped dezho.
  • Meur a fazi a zo en embannadur diwezhañ, kement a bres en deus lakaet an embanner da vouetañ an ti-moulañ evit ma vefe embannet ar vandenn dreset araok na vefe diskouezet ar film er salioù ( raktreset evit miz gwengolo ha deuet er maez abretoc’h e miz gouere ). Ar gont n’emañ ket evit al lennerien, ur c’halz anezho bet dipitet gant tres ul labour diechu hag evel just o deus roet da c’houzout.

Kement-se a zo ur gwall-goll kement evit al lennerien hag evit al lennerezed hag evit Tugdual Carluer, lakaet e anv war ul labour ne y’a ket dezhañ e mod ebet. Tugdual Carluer en deus bet troet div enklask hir evit Splann ! dija, ken e c’hellomp bezañ test eus e labour a zoare.

Evit an abegoù-se eo en deus sinet Splann ! asambles gant an aozerien, evel pourvezer arc’hant.

Kenderc’hel a raio Splann ! da zifenn ul labour kazetenniñ labourus hag a zoare, koulz e brezhoneg hag e galleg, ha kement-se dre an holl doareoù a c’hellimp implij evit skignañ anezhañ daved an holl dud (web, skinwell, paper, skingomz).

Ur pennad diwar benn an nec’hamant-se vo embannet prestik war holl lec’hienn splann.org. Evit bezañ kelaouet eus kement-se e kinnigomp deoc’h koumanantiñ d’hon lizher-kelaouiñ.

Ober un donezon

 

Gall a ran tennañ 66 % eus ma donezon eus an tailhoù.

Koumanantit d'hon c'heleier

Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)