Tro-war-dro an tourioù-avel, ar mafia

Tro-war-dro an tourioù-avel, ar mafia

by | 29 03 2022

E strizh-douar Tehuantepec zo pezhioù parkadoù tourioù-avel divent o sevel abaoe un ugent vloaz, douget gant embregerezhioù etrevroadel, douetus o doareoù ober a-wezhioù. Kizidik eo sujed an tourioù-avel, ma vez mesket trubuilhoù gant ar beizanted, tamall bezañ laeret douaroù, pe goubrenet tud, bezinoù armet, gourdrouz ouzh kazetennerien, pe drouklazhet stourmerien.

Daoust da se zo bet graet ur poent gant Splann ! ha war ar pezh a oar an nen diwar-benn perzh Iberdrola er vro. Kentañ rann un enklask savet diwar an dielloù, kaozeadennoù ha labourioù graet gant kazetennoù war blas, daoust d’ar riskloù.

“Ur c’hoari dañjerus eo enklask diwar-benn ar parkadoù tourioù-avel e strizh-douar Tehuantepec rak zo strolladoù galloud, ha hervez an aotroniezh zo eus aozadurioù torfedourien. Nevez zo e oa bet adsoñjet e se pa oa bet lazhet ar c’hazetenner oaxaquenian Heber López Vásquez [d’an 10 a viz C’hwevrer 2022]. Startoc’h c’hoazh e vo ober hor micher. Aon hon eus gant ar pezh a skrivomp, gant ar sujedoù a bleomp gante. Me zo bet gourdrouzet ivez.”
Ur c’hazetenner meksikan, hag a fell dezhañ chom hep reiñ e anv, hag en deus ranket chom kuzh war-lerc’h bezañ enklasket diwar-benn ar raktresoù tourioù-avel.

Muioc’h a soudarded war an dachenn

Gant ar CNI, kendalc’h Broadel an dud diwar-dro e oa disklêriet e 2011 ez afe an torfedoù hag ar moustrerezh war washaat ouzh an enebourien da raktresoù embregerezhioù etrevroadel en Oaxaca. Hervez an aozadur e vefe paeet tud armet gant an embregerezhioù.

“Lazhet zo bet ur bern stourmerien ha difennerien gwirioù an dud, an darn vrasañ anezhe o vezañ poblañsoù ar vro, gant strolladoù armet ha pistoleros e servij embregerezhioù etrevroadel, harpet gant gouarnamant ar Stad.”
Kemennadenn ar CNI, 11 a viz Du 2011.

Difennerien gwirioù an dud bet lazhet pe taget

Hervez an ONG kreizenn meksikan gwir an endro e oa Oaxaca ar Stad ma veze renablet ar muiañ a dagadennoù a-enep da zifennerien gwirioù an dud etre 2012 ha 2018 (79 er vro), peurgetket e rannvro Juchitán ma zo bet savet pezhioù parkadoù tourioù-avel. Pelloc’h ez a danevell an aozadur da zifenn gwirioù an dud Comité Cerezo en ur embann zo anezhi ar Stad ma vez lazhet ar muiañ a stourmerien.

Hervez Verónica Vidal Degiorgis, eil renerez an ONG Raktres Gwirioù Ekonomikel ha Sevenadurel (ProDESC), zo ul liamm eeun etre diorren raktresoù war-dro d’an tourioù-avel e strizh-douar Tehuantepec hag an tagadennoù a-enep da zifennerien ar vro ha gwirioù an dud.

Gant Splann ! zo bet renablet tri muntr stourmerien diwar-dro da vihanañ, tud a-enep d’an tourioù-avel pe o stourm evit prizioù welloc’h war an tredan, etre 2013 ha 2018, diwar kazetennoù meksikan.

“A-daol trumm zo degouezhet un den en ur mototaxi, kapuch war e benn, ha, diskorpul anezhañ, en deus tennet meur a wezh war hor c’hamarad, o lazhañ anezhañ ha gloazhañ ur plac’hig eizh vloaz, hag a oa o kerzhet war ar ru.”
Fedoù degaset gant ar gazetenn La Jordana, d’ar 24 a viz Even 2018, o kontañ muntr Rolando Crispín López, polis ar gumuniezh ha stourmer evit gwirioù an dud diwar-dro a-enep d’ar raktresoù tourioù-avel Mareña Renovables (hirie, Eólica del Sur).

Skouer diwezhañ, degaset gant an ONG ProDesc : d’an 10 a viz C’hwevrer 2022, e oa bet taget Edgar Martín Regalado, ezel ar stroll da zifenn gwirioù an dud hag ar madoù kumun en Unión Hidalgo, gant un arm dre dan, un toullad eurvezhioù hepken goude bezañ savet un emvod-kelaouiñ, ennañ o kinnig e oa a-enep d’ar raktres tourioù-avel gant EDF e strizh-douar Tehuantepec.

Torridigezh gwirioù ar pobloù Zapotek ha Huaves

An asantiñ frank ha kelaouet zo anezhañ ur gwir diazez gwarantet gant emglev 169 aozadur etrevroadel al labour (OIT), ha gant disklêriadur ar Broadoù Unanet war gwirioù henvroat.
Abaoe ma oa degouezhet embregerezhioù etrevroadel e strizh-douar Tehuantepec, un ugent vloaz zo, zo savet peizanted ha meur a aozadur difenn ar vro, kement ha disklêriañ ar fed na
vefe ket doujet d’an emglev-mañ gant an embregerezhioù alies : ne oa bet enklask foran ebet gant ar c’humuniezhioù Zapotek (Binizaa) ha Huaves (Ikoot) a-raok staliañ parkadoù tourioù-avel, da skouer, hervez ar gazetenn La Jornada d’ar 27 a viz Gwengol 2021.

Prizioù uhel-mat war an tredan evit an dud daoust d’an tourioù-avel

Uhel prizioù an tredan, ha c’hoazh a-wezhioù ne vez ket pourvezet tredan evit darn eus kumuniezhioù strizh-douar Tehuantepec, a lâr abaoe 2011 Bodadeg ar Pobloù Henvroat e strizh-douar Tehuantepec ha Difenn an Douar hag an Tiriad (APIIDTT), goude ma vez staliet pezhioù parkadoù tourioù-avel war an dachenn. Memes traoù a oa gwir un toullad bloavezhioù diwezhatoc’h, hervez ur pennad war skiantoù sokial e 2018 gant Yolanda Mexicalxóchitl García Beltrán.

“Kresket eo bet priz an tredan betek pemp gwezh ar pezh a oa war ar fakturenn a-raok gant Bodad Kevreadel an Tredan. Tapet fall spontus eo ar familhoù gant se, dezhe da choaz etre paeañ tredan ha debriñ.”
Kemennadenn an ‘APIIDTT, Ebrel 2011

Hag Iberdrola gant se tout ?

Start e vez dastum an dud diwar-dro

Diwar an dielloù hag an atersadennoù savet gant Splann ! Gant izili ONG ha strolloù da zifenn gwirioù an dud e c’heller kaout ur sell hollek eus an degouezh ma vez staliet tourioù-avel e Tehuantepec. Met daoust da se, ha d’an tamalladurioù ha liammoù prouet ne c’hell ket an nen lâret eo perzh Iberdrola er fedoù feuls-mañ.
Evelkent zo bet dastumet testenioù resis gant Splann ! diwar-benn parkadoù Iberdrola diwar kazetennoù ha studioù skolveuriel. Evit al lodenn vras eus an testenioù-mañ e oant dastumet un dek vloaz bennaket. Kement ha nevesaat anezhe zo bet adkavet meur a dest en o zouesk gant Splann ! met n’eus hini ebet anezhe zo bet fellet dezhañ pe dezhi respont. Daoust hag aon a vefe da respont ? Gant aon da vezañ paket war-lerc’h, hervez testenioù ar greizenn dTepeyac evit gwirioù an dud, ar stourmerez Bettina Cruz, hag ar c’hazetenner eus ar vro (ha n’eus ket goûlet reiñ e anv gant aon evit e vuhez).

Skouer parkad tourioù-avel Iberdrola er Ventosa

Raktres

  • Parkad tourioù-avel Juchitán e Zaragoza, e strizh-douar Tehuantepec (Stad Oaxaca) e Mec’hiko.
  • Niver a dourioù-avel : 105, etre 442 ha 783 m uhel. Bec’hiad : 102 MW. Ar c’hentañ parkad tourioù-avel privez e Mec’hiko. Labourat abaoe 2008.
  • Perzh Iberdrola : diorrener ha perc’henn. Feurmiñ a ra Iberdrola an douaroù digant ar beizanted.

Peizanted a lâr e vez graet gaou oute gant ar stal

Gant Iberdrola e vefe bet lakaet sinañ kevratoù e spagnoleg da dud na gomzont ket ar yezh hervez un dezenn gant Flores Cruz Roza (2015).

“N’o deus ket lâret din pegement e oan da vezañ paeet, mann met sinañ ha dre n’ouzon na lenn na skrivañ em eus sinet.”
Vicente Rasgado, peizant zapotek, meneget er gelaouenn Reforma, e miz Eost 2009. Embann a rae groñs d’ar gazetenn Reforma na oa ket bet digollet c’hoazh en deiz-se, evit implij e zouaroù, daoust da bromesaoù Iberdrola.

En un enklask gant ar c’honsortium kazetennerien Connectas e 2018 zo displeget eo bet soñjet dister ar feurmioù paeet gant Iberdrola e kumuniezhioù zo. Disklêriet zo ivez gant Connectas daleoù da baeañ, ha da embann na vefe bet tapet kevratoù feurmiñ zo nemet daou vloaz war-lerc’h bezañ bet sinet. Dre se e vefe bet bountet kalz a beizanted e La Ventosa da c’houlenn e vefe adwelet pe nullet o c’hevratoù.

“En tu all da 120 gwezh zo aet izili eus ar c’humuniezhioù Juchitán de Zaragoza, Unión Hidalgo ha Xadani dirak ar justis a-benn lakaat nullañ ar c’hevratoù sinet gant an embregerezhioù etrevroadel a brodu tredan gant tourioù-avel. N’int ket bet klevet gant ar barner e karg eus an afer ha hemañ da reiñ titouroù zo da c’hoût d’an embregerezhioù dezhe da c’hellout mont da di an dud a glemme da c’hourdrouz anezhe pe kinnig arc’hant dezhe.”
Goûlet gant ar c’hannad Humberto López Lena Cruz, 10 a viz C’hwevrer 2009

Peizanted o tamall Iberdrola da vezañ gourdrouzet anezhe

Gant ar sokiologour Luiz Miguel Uharte Pozas (Arsellva ar stalioù etrevroadel en Amerika ar C’hreisteiz) e oa bet dastumet testenioù peizanted e 2012. Gante hag a feurme o douaroù da Iberdrola evit sevel parkad La Ventosa, zo bet kontet e oant bet gourdrouzet ha lakaet gwask warne gant an embregerezh abalamour e c’houlennent kaout ur feurm gwelloc’h.

“Lâret o deus lazhañ ac’hanon, ha me da rankout tevel. Ha ma ne chomen ket trankil eo ma familh he dije paket.”
Lopez Toledo, peizant e la Ventosa, meneget gant an enklasker Uharte, 2012

Pantoufliñ e-touesk an dud a renk « uhel » ha tamalladur gourbrenañ tud.

E-pad bloavezhioù en deus dalc’het Iberdrola darempredoù stank gant gouarnamant Mec’hiko. Gant Felipe Calderón Hinojosa, prezidant Mec’hiko d’ar c’houlz-se e oa bet igoret war an ton bras kentañ parkad privez Iberdrola, la Ventosa. Etre 2016 ha 2018, e oa anvet da guzulier Avangrid… iskevredad amerikan Iberdrola. Ouzhpenn Calderón, e oa en em gavet e vinistrez e karg eus an energiezh, Georgina Kessel, e-barzh kuzul kevranneien Iberdrola e 2013.
Ha betek 2015 e oa Herminio Blanco Mendoza, prezidant ha kuzulier iskevredad Mec’hiko ar stal etrevroadel, hemañ kevraour an Emglev a Eskemmoù Frank e Norzh Amerika (ALENA), ha bet ministr ar c’henwerzh hag an diorren industriel e gouarnamant Ernesto Zedillo (1994-2000).

E 2012, e tamalle an APIIDTT da Álvaro Velázquez Maldonado bezañ sikouret ar stal spagnolat Preneal da gendrec’hiñ ar beizanted da sinañ kevratoù hep doujañ da emglev 169 an OIT. Da-heul e oa bet gopret gant Iberdrola.8 Hervez ar studi gant Uharte bepred e la Ventosa hag e Santo Domingo – e-lec’h zo daou eus parkadoù tourioù-avel Iberdrola – zo tamallet gant peizanted diwar-dro d’an embregerezh bezañ goubrenet tud e penn ar c’huzul-kêr ha darn eus pennoù bras peizanted, ha diwar se e vefe bet ur stourm kalet e penn kentañ ar bloavezh 2011.

E miz Genver 2022, e oa bet embannet gant Kendalc’h broadel ar Pobloù henvroat e oa bet arsavet gant ur barner an emglev gant ar prezidant, hag a zifenn zo eus ar raktres bras divent, tourioù-avel en o mesk a interest foran ha surentez vroadel.

Itzel Marie Diaz

Titouroù da gas deomp ? Skrivit da splann [@] riseup.net hag e vo displeget deoc’h penaos ober a-benn kas deomp dokumentoù e surentez.

Ma ‘peus c’hoant lenn hiroc’h respont zo bet kaset gant Iberdrola, clikit amañ.

Iberdrola. Pa vez louz ar jeu gant an energiezh « naet »

La Venta II y III : miliadoù a laboused lazhet

Telez Pires : brezelourien Amerindian oc’h aloubiñ ar chanter

Belo Monte : Reuz e-kreiz Amazonia

Baixo Iguaçu : Kantadoù a familhoù en argoll

Koumanantit d'hon c'heleier

Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez. Digoust eo !