Stankell Belo Monte, Brazil

Reuz e-kreiz Amazonia

by | 29 03 2022

Mil-vrudet er bed-a-bezh eo stankell Belo Monte. N’eo ket abalamour m’eo braz divent, met kentoc’h abalamour m’eo taget gant meur a afer, hag en o zouez aferioù liammet gant Gwirioù Bugel-Den a vije bet gwallet, hervez pobloù Amerindian, peizanted taget gant ar raktres ha kevredigezhioù ekologour. Niverus int bet o kemer perzh er stourm braz a-enep d’ar stankell, met an emsavadeg n’eo ket deuet a-benn da nullañ ar raktres. Gant Iberdrola eo bet kemeret perzh er stankell gudennek-se.

Enklasket ‘zo bet gant Splann ! diwar dokumantoù, atersadennoù ha pennadoù bet skrivet gant kazetennerien lec’hel.

Raktres

  • Uzin dourdredan Belo Monte, Altarima, Pará, Brazil. Lakaet e pleustr.
  • Tachenn bet beuzet : 478 km², 274 km² enne o vezañ gwele ar stêr pa vez dic’hlannet.
  • Perzh Iberdrola : kevranneg evite 10% e konsorsium Norte Energia, dre hec’h iskevredad e Brazil Neoenergia.

« Un ober ol lazhañ tud » a-enep d’an Amerindianed ha « torridigezh gwirioù an dud »

Gant meur a ONG zo disklêriet e vefe « torret gwirioù an dud » e kumuniezhioù hengounel ha kaset an dud diouzh ret da lec’hioù all. E miz Gouere 2015 e oa bet lañset galv gant Ministrerezh Foran Kevreadel Brazil en ur ziskouez e oa doareoù a-dreuz evit a sell adlojañ an dud evel digolloù re zister ha diazez da zerc’hel gant ur mod buhez evel e oa betek hen.

Ouzhpenn-se eo roet da c’hoût pelloc’h en un danevell gant an ONG kevredigezh brazilian evit an araokaat er skiantoù : diwezhat e vefe bet anavezet ar boblañs anvet ribeirinhas (kumuniezhioù o vevañ war-dro d’ar stêr, diwar ar pesketa dreist pep tra) evel kumuniezhioù hengounel er vro. Kaset eo tud eus ar c’humuniezhioù-se da vevañ pell eus ar stêr, ha dre se ober dezhe paouraat. Un diouer a gelaouiñ diwar-benn digolloù hag al labourioù graet fall zo bet lakaet war-wel ivez. Er c’hazetennoù e Brazil e vez lakaet ar gaoz war an amreolderioù-mañ, evel war an dale da bourveziñ lojiri nevez.

En ur rakwelet ar skoioù-mañ he devoa Bodad Etreamerikan Gwirioù an Dud goûlet e 2011 dija gant gouarnamant Brazil e vefe arsavet an aotre da labourat.

Un emglev a vefe bet etre Norte Energia hag Ensavadur brazilian an Endro (Ibama) da sevel ur studi diwar-benn diverañ an dour hep en em glevet gant ar pobloù amerindian ha kumuniezhioù diwar-dro, hervez un danevell evezh dizalc’h, “Xingu, ar stêr o vevañ ennomp”.

E 2015 bepred e oa bet disklêriet gant an MPF oberioù kenellazh a-berzh stad Vrazil hag ar c’honsorsium. Ur bern mankoù mennet da redioù lakaet gant an aotreoù da ziwall an endro roet gant ar Stad zo lakaet war-wel gant ar ministrerezh.

“Staliañ Belo Monte zo anezhañ un ober kenellazh eus perzh Stad Vrazil ha Norte Energia, splann dre zistruj an aozañ sokial, ar gizioù kozh, ar yezhoù, ha doareoù mod kozh ar pobloù diwar-dro, bet skoet gant se.”
Ministrerezh Foran Kevreadel (MPF) ar Para, 10 a viz Kerzu 2015

E 2020 e oa bet adsavet ar skoioù diwar Norte Energia gant Justis Kevreadel Altamira, Pará, war doareoù-bevañ ar pobloù diwar-dro.

3,2 miliard a reais fakturennet e re

E 2018 e oa bet lakaet amreolderioù er studioù skoioù war an endro war-wel gant Ensavadur Kevreadel São Paulo, e-mesk ensavadurioù enklas all e Brazil. Adal 2011 e oa disklêriet gant ar PF doareoù a-dreuz er mod da reiñ an aotreoù war an endro. Ur wezh adarre e oa bet kaset an traoù dirak ar justis gant an MPF abalamour na oa ket bet doujet d’ar redioù war an endro ha da wirioù ar pobloù.

Da vihanañ e vefe bet fakturennet 3,2 viliard a reais, e 2016, hervez lez-varn kontoù an Unvaniezh. Er memes bloavezh e oa bet tamallet ar c’honsorsium gant Otávio Marques de Azevedo, bet prezidant ar stral etrevroadel Andrade Gutierrez da vezañ dizroet arc’hant lakaet evit ar raktres, arc’hant bet implijet evit ul lodenn anezhe da walc’hiñ o daouarn da strolladoù politikel zo. Tamalloù nac’het gant Norte Energia.

Moustret an tuioù enep

Gant an ajañs kelaouiñ Agência Brazil zo degaset da c’hoût disklêriadurioù dirak an ONU e vefe bet « klasket gant ar c’honsorsium hag ar gouarnamant kevreadel herzel ouzh prokulourien MPF ar Pará da labourat en ur mod emren ». E vesk traoù all e oa bet goûlet gant Norte Energia e vefe lakaet ar prokulor e karg eus doser Belo Monte a-gostez.

“[Gant goulenn Norte Energia] eo lakaet ar gwir da gelaouiñ ha tabutal diwar-benn Belo Monte en arvar.”
Kevredigezh Brazilian Prokulerien ar Republik, miz Mae 2011

Harzet e vefe bet ouzh izili kumuniezhioù diwar-dro hag annezidi da gemer perzh en dalc’hioù foran pe da gemer perzh en ur mod reizh. Hervez an MPF e vefe bet polised war-dro diskouezet gant fouge.

Digoadañ, koll er vevdiseurtelezh hag emrenerezh war ar boued

Trubuilhoù war an ton bras en aozañ an dourioù ha sec’hor

Emañ red an dour er stêr diouzh an hidrogramm heuliet gant Norte Energia, hag a ver an dour a vez laosket da vont. A-blasoù eo bet digresket live an dour betek 80 %. n’eus ket bet gwarantet na buhez loened dour zo, nag ar bageal en hidrogramm a « gonsensus » divizet gant Norte Energia en emglev gant Ensavadur Brazilian an Endro.

Koll er vevdiseurtelezh ha saotradur an dour

16 tonenn a besked bet lazhet e miz Du 2015 goude ma oa bet klozet ar stankell bennañ e Belo Monte, 35,3 million a reais a dell-gastiz lakaet d’ar c’honsorsium gant ensavadur Brazilian an Endro. 30 tonenn a besket bet lazhet etre 2015 et 2019, da goulz ar gouennañ, e-keit na oa ket bet staliet c’hoazh ar barieroù gouennañ. Gant an Ibama zo gwelet un digresk a gementad, ment ha pouez ar pesked, n’hellont ket gouennañ ha start dezhe en em vagañ.

Lakaet surentez ar boued ha yec’hed an dud diwar-dro en arvar

Hervez an danevell « Xingu, ar stêr o vevañ ennomp » e vefe digresket ar vammenn gentañ a brotein evit ar c’humuniezhioù kentañ diar-dro : ar pesked. Emañ ar produiñ industriel o tont da vezañ ar perzh pennañ e magañ an dud, ha kleñvedoù nevez evel an diabet zo o tont war-wel.

Un digoadañ ameeun

Hervez Ensavadur an Endro ha skoial n’eus ket bet doujet d’ar muzulioù difenn douaroù ar pobloù diwar-dro war dachenn levezon Belo Monte. Ha koulskoude e oa unan eus ar redioù bet lakaet evit an uzin. Ur sko ameeun diwar se : kresket an digoadañ ha kollet douaroù en Apyterewa, Trincheira Bacajá, Cachoeira Seca hag Ituna Itatá (e-lec’h e vev meuriadoù n’int ket bet klevet). Evit Norte Energia n’eus tamm liamm ebet etre an uzin ha kresk an digoadañ war an douaroù-se.

Lena Lopes

Titouroù da gas deomp ? Skrivit da splann [@] riseup.net hag e vo displeget deoc’h penaos ober a-benn kas deomp dokumentoù e surentez.

Ma ‘peus c’hoant lenn hiroc’h respont zo bet kaset gant Iberdrola, clikit amañ.

Iberdrola. Pa vez louz ar jeu gant an energiezh « naet »

Tehuantepec : tro-war-dro an tourioù-avel, ar mafia

La Venta II y III : miliadoù a laboused lazhet

Telez Pires : brezelourien Amerindian oc’h aloubiñ ar chanter

Baixo Iguaçu : Kantadoù a familhoù en argoll

Koumanantit d'hon c'heleier

Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez. Digoust eo !