[Podkast] Essure : buhez torret ar merc’hed

by | 19 10 2022

Splann ! ha Jet FM a ginnig deoc’h selaou istor an ensteudoù Essure dre istor ar merc’hed o ‘deus bet anezho.

E-pad hon enklask eo bet kejet gant merc’hed da biv eo bet lakaet ha tennet kuit an ensteudoù Essure. Kontet o ‘deus o istor ouzh mikro Rozenn Le Carboulec.

Isabelle, Sophie ha Nathalie, teir Breizhadez a zispleg deomp penaos eo bet kaout an ensteudoù en o c’horzennoù. Un hent hir ha poanius, met leun a spi.

Essure : buhez torret ar merc'hed

by Rozenn Le Carboulec ha Julie Auzou | Kenbroduet gant Splann ! ha Jet FM

Kenbroduet eo bet ar podkast-mañ gant Splann ! ha Jet FM.
Atersadennoù hag enrolladennoù : Rozenn Le Carboulec
Frammañ ha realizañ : Julie Auzou
Aozadur : Juliette Cabaço Roger ha Faustine Sternberg

Poltred kentañ : Nathalie Beaucher. Kemeret gant : Guy Pichard.

Titouroù da gas deomp ? Skrivit da splann [@] riseup.net hag e vo displeget deoc’h penaos ober a-benn kas deomp dokumentoù e surentez.

Evit mont pelloc'h war an danvez

« Au mépris du corps des femmes », skrivet gant Delphine Bauer ha Jacqueline Maurette, embannet gant L’Atelier, d’ar 20 a viz Here 2022

« La santé en bande organisée », bet skrivet gant Anne Jouan ha Pr Christian Riché, embannet gant Robert Laffont, d’ar 15 a viz Gwengolo 2022

« Intox au Levothyrox », enklask eus ar gazetenn en linenn Les Jours

Dont en-dro e pajenn gentañ an doser

Breizhadezed o vountañ war ar pennadurezhioù yec’hedel

Un dezrevell tasmant gant an ANSM a lak douetañs war surentez an ensteud

Diwallerezh a-dreuz ar pennadurezhioù yec’hedel

Ober un donezon

Gall a ran tennañ 66 % eus ma donezon eus an tailhoù.

Koumanantit d'hon c'heleier

Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)