Iberdrola. Pa vez louz an « energiezh naet ». Un enklask etrevroadel graet gant Splann !
62 rod-avel a vo plantet e foñs mor Bae Sant-Brieg, e Breizh, war un takad braz a 75km². Embregerezh spagnol Iberdrola an hini eo a zo e penn ar chanter-se, dre e is embregerezh breizhad Ailes Marines. War ar renk emañ ivez er galv da ginnigoù un eil parkad tourioù-avel er mor, nepell eus Enez Groe. Pal Iberdrola, eme-eñ, eo « sevel ur raktres kiriek ha padus ». An embregerezh spagnol eo an hini pouezusañ er bed da geñver energiezh an avel, met n’eo ket evit-se eo aes ar jeu ganti e Bae Sant-Brieg.
Ul lusk braz ha trouzus a zo savet a-enep d’ar raktres, kaset war-raok da gentañ penn gant pesketourien ar vro, hag a zo ankeniet evit poblañsoù pesked ha kregin er mor, hag evit o labour-dezhe. Koulskoude e vez embannet splann gant an embregerezh eo « kizidig ouzh gwareziñ an endro ». Met peta ‘zo kuzhet a-drek d’ar c’homzoù-se ? Sed aze ar pezh eo bet o klask kazetennerezed Splann !, dre un enklask dokumantel braz e 5 yezh disheñvel. Bet lakaet o frioù e raktresoù all « energiezh c’hlas » Iberdrola, e kevandirioù all, pell eus daoulagad ar Vreizhiz.
Kar pell a-raok dont da sevel rodoù-avel e Breizh e oa bet Iberdrola o staliañ bern reoù all e Amerika. Ha kalz traoù a zo da ziskoachañ : lazhet kementadoù braz a laboused, marvet tonennoù a besked, gwallet gwirioù Bugel-Den memes hervez kalzig a vammennoù, ha zoken, nepell eus tourioù-avel an embregerezh, drouklazhet stourmerien amerindian…
Pemp skwer a zo bet studiet a-dost gant kazetennerezed Splann !, gant ar pal da ziskouez d’ar Vretoned ar pezh a vez graet, e broioù pell, gant an embregerezh an hini a zo oc’h en em staliañ e morioù hon bro Vreizh. Tro-war-dro raktresoù Iberdrola, poanioù ‘zo n’int ket prest da vout pareet.
9.900
Sed aze niverenn a laboused ha logod-dal ‘zo bet lazhet digant ar rodoù-avel La Venta II dindan ur bloavezh, hervez ar Bank Bedel. An 98 rod-avel-se ‘zo e Bro D/Tehuantepec (Oxaca) e Mec’hiko. Savet int bet gant Iberdrola dre e is-embregerezh Iberinco. Savet int bet e-kreiz un hentad ‘zo e-touez ar re bouezusañ er bed evit al laboused-tremeniat (690.000 laboused o tremen bemdez), hervez ar studiadenn zo bet graet a-raok ar raktres.
« Enklask diwar-benn parkadoù rod-avel e Bro D/Tehuantepec zo ur boelladenn dañjerus rak ‘vez eus strolladoù galloud hag ivez, hervez ar gouarnamant, eus ar mafia. »
Ur c’hazetenner eus Mec’hiko ‘neus c’hoant chom dianv.
Lennit hon enklask « Iberdrola. Pa vez lous an energiezh “naet” »
Recevez chaque mois des contenus inédits par courriel et soyez alertés de nos nouvelles enquêtes. C'est gratuit ! (ou en breton ici)