220214 - Splann ! Port de Brest Crédits Matt Keral by Flickr
Dastumet evidoc’h e miz Meurzh 2023

by | 28 03 2023

☀️ Douaroù da broduiñ tredan ? C’hoant en deus un desaver deñved e Pleurdud (56) lakaat 56 000 a banelloù heol war e zouaroù labour-douar (62 devezh-arat). Un doare da c’hounit un tamm mat a arc’hant ouzhpenn ha da vout sur e chomo e di-feurm en e sav, emezañ ouzh mikro Morgan Large e-kerzh un abadenn La Petite Lanterne (RKB). Ur gevredigezh anvet « Douaroù dieub » zo ankeniet abalamour d’ar c’hudennoù a c’hallfe degas produiñ tredan en tiez-feurm : betoñs war an douaroù, prizioù o kreskiñ, diaezamantoù evit al labourerien-douar… Un doare d’en em soñjal diwar-benn peseurt doare energiezh hon eus c’hoant. E memes koulz, ne vez ket kollet amzer gant ar re industriel. E miz C’hwevrer e oa bet sinet ur gevrat etre Iberdrola, embregerezh meur an tredan e Bro-spagn, hag an embregerezh Sunagri evit ma ‘z afe war-raok an « agrovoltaïsme » e Bro Frañs.

🛢️ Poent eo ober ar c’hontoù. Piv en deus plantet arc’hant ‘ba Total Energies ? Hervez ar pezh ‘zo bet embannet gant Mediapart, ouzhpenn 20 dilennad zo perzh eus an embregerezh dour-tan. Hervez ar pezh ‘zo bet embannet gant Mediapart ez eus ouzhpenn 20 dilennad o kemer perzh en embregerezh dour-tan. N’eo ket difennet an dra-se met peseurt pouez en deus se war an dibaboù politikel ? El listennad e vez adkavet daou vreton : Marc Le Fur, kannad Aodoù-an-Arvor (22) ha kuzulier-rannvro, hag ivez Graziella Melchior, kannadez Renaissance e Penn-ar-Bed.

🌳 Betoñs e pep lec’h. 5 000 devezh-arat, da lâret eo tost 3 500 tachenn c’hoari mell-droad : setu ar gont a zouaroù bet lonket gant Meurgêr Naoned abaoe 1999. Embannet ez eus bet un enklask gant Mediacités e-lec’h ma c’haller sellout ouzh ur bern kartennoù a ziskouez pegement a zouaroù naturel hag a zouaroù labour-douar zo bet betonet. Ha fall eo ar jeu. Padal e lâr Meurgêr Naoned he deus c’hoant da lakaat nebeutoc’h a vetoñs… (Da baeañ).

🥵 Troc’hañ an teod. A-enep ar Vonreizh eo ober gant ar c’horseg e Bodadenn Korsika hervez ar pezh a oa bet embannet gant lez-varn Bastia d’an 9 a viz Meurzh. E miz Kerzu e oa bet votet gant an dilennidi e vefe droed da gaozeal e korseg kement hag e galleg e-pad tabutoù ar Vodadenn. Ar prefed bet, Pascal Lelarge, en doa kaset an afer dirak ar justis a-raok mont kuit. « Yezh ar Republik eo ar galleg », a respont neuze al lez-varn. Gallout a rafe an afer-se bezañ dañjerus evit Rannvro Breizh : e miz Ebrel e oa bet votet gant an dilennidi e vefe moaien ober gant ar brezhoneg hag ar gallaoueg eno.

📻 E brezhoneg mar plij. Traoù nevez zo ‘ba Ouest-France ! Abaoe miz Gwengolo e vez kinniget war o lec’hienn internet selaou ouzh ur podkast graet e brezhoneg penn-da-benn  : « Eus ur remziad d’egile » . Un dra ral a-walc’h er mediaoù gallek. Gant pemp rann an abadenn e vezomp kaset gant Aziliz Peaudecerf war roudoù istor ar brezhoneg abaoe miz Mae 68, bloavezhioù ma oa ar yezh o tont war he c’hiz.

🧺 War ar maez. Embannet ‘zo bet gant Le Monde diplomatique un niverenn ispisial enni pennadoù bet skrivet diwar-benn ar maezioù abaoe 2003. En niverenn-se e c’haller beajiñ eus Breizh da Zeland-Nevez e-lec’h ma vez lakaet diaes al labourerien-douar gant an ekonomiezh frankizour. Padal eo bev-buhezek ar maezioù ha muioc’h-mui a dud yaouank a zeu d’en em staliañ ha da grouiñ traoù. E Bro-Sina koulz evel e Bro-Frañs e vez stourmet gant an dud da zifenn al lec’h m’emaint o chom. Ur skouer vat eo an emsavadeg diwar ar maez kaset gant peizanted Bro-India e 2021.

🐟 Goulloiñ ar mor. Goude bezañ bet graet ur gartenn evit heuliañ an dud pinvidik a veaja gant kirri-nij prevez, ‘neus bet c’hoant an ONG Bloom d’ober ar memes tra war ar mor. Krouet eo bet Trawl Watch France a servij da welet pelec’h emañ ar chaluterioù bras abominapl. Evel ar « Scombrus » eus Konk-Kerne (29) a c’hall pesketa 120 tonenn a besked bemdez. Bet eo tapet ar vag nepell eus aodoù Bro-Frañs (5,5 km). Pa oa bet savet ar chaluter e 2020 e oa bet ur bern manifestadegoù pesketourien e Breizh ankeniet ma oant gant ar c’hudennoù a c’hallfe degas ar vag war o micher ha war an endro. Padal e oa bet prometet gant France Pélagie chom « 19 pe 30 km eus an aodoù » d’an nebeutañ.

Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ

Ober un donezon

Gall a ran tennañ 66 % eus ma donezon eus an tailhoù.

Koumanantit d'hon c'heleier

Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)

C'hoant 'peus reiñ harp d'ar c'hatezeteniñ-enklask ?

Kazetennerien omp ha krouet hon eus Splann ! evit kas da benn enklaskoù war an hir-dermen war sujedoù pouezus evit ar Vretoned. Gall a reoc'h lenn amañ perak hon eus bet savet ar raktres-mañ.

Ret eo deomp chom dizalc'h eus bed ar politikerezh hag an arc'hant. A-drugarez d'ar pezh a vez roet deomp gant al lennerien ha lennerezed e c'hallomp ober hon labour en ur embann pennadoù digoust da lenn. Ma c'hallit, brav vefe ober un donezon deomp, ur wech, bep miz pe bep bloaz. Ar pezh a vez roet 'zo tu tennañ diwar an tailhoù. Mersi braz !

E brezhoneg ? Ou en français ?

Vous pouvez visiter notre site en breton ou fermer cette fenêtre pour continuer votre navigation.