Dastumet evidoc’h e miz Kerzu 2022
Bep miz ‘vez kinniget deoc’h gant Splann ! pennadoù, enklaskoù ha teulfilmoù hon eus kavet dedennus da lakaat war wel.
🚱 Dour lous. Saotred eo bet an Aber Wrac’h gant e-tre 25 ha 50 m³ hañvouez d’an 16 a viz Kerzu. Ur gwallzarvoud ‘zo bet gant uzin naetaat an dour lous Plouvien (29). Ha d’ar prefed Penn-ar-Bed da lâr, er memes devezh, e ‘oa gwelloc’h-gwellañ kalite dour an departamant, hervez ar bilañs diwezhañ. N’eo ket ar pezh zo lâret gant kevredigezh Dour-ha-Sterioù Breizh en he fennad « Kalite an dour : n’eo ket mat pep tra aotrou prefed ! ». Eno e c’hallec’h lenn int skañv an amprouadennoù hag e ‘vez saotret an dour alies a-walc’h.
🔍 Tu dehoù pellañ e Breizh. « Diaes-kenañ eo bet din bezañ bet harellet gant an tu dehoù pellañ. […] Rediet on bet da chom hep labourat goude bezañ bet degemeret gourdrouzoù lazhañ, gwallañ, pe harellat. » Setu ar pezh bet skrivet en ur postel kaset da rektordi Roazhon d’an 16 a viz Kerzu gant Laure-Line Inderbitzin. Kelennerez ha dilennadez e Kallag (22) eo hi. Taget eo gant an tu dezoù pellañ abalamour d’he labour e raktres degemer repuidi « Horizon ». Er pennad embannet gant Mediapart d’an 20 a viz Kerzu e c’haller lenn e vo sellet piz gant ar prokulor ouzh an daouzek klemm kaset dezhañ. Abaoe eo bet embannet pennad Mediapart int bet galvet gant an archerien daou stourmer a-enep d’ar raktres.
🍼 Laez a-hed ar bloaz. Embannet eo bet gant Reporterre ur pennad skrivet gant Inès Léraud diwar-benn ar fed ma vefe tu tennañ laez a-hed ar bloaz digant al loened. Un doare da chom hep kaout ganedigezhoù bep bloaz. Gant Jean-Yves Ruelloux, e Mor-Bihan, ‘vez klasket ober mod-se gant e 15 kavr bennak. Ha meur a efed mat zo : laez a galite, kivri yac’h, nebeut a lazhadennoù, ur gopr mat a-walc’h… Met siwazh chom a ra evit poent dianavezet ar mod-se d’ober gant stummadurioù labour-douar.
🌾 Metanaat. Stenn an traoù ga metanizer ar Chapel-Nevez (56). Kaoz ‘oa bet en hon enklask « Metan : bec’h d’an atant » eus raktres metanizer er Chapel-Nevez. Stenn eo ar jeu etre an dud war ar plas, lec’h m’eo bet krouet ur gevredigezh enep ar raktres, kantadoù a izili eni. Ar miz-mañ eo bet nac’het aotre da vezañ ICPE (ur savadur dañjerus gant reolennoù resis) d’an uzin gant ar prefed. Ar pezh zo pouezus-kaer evit ar gevredigezh evit dont a-benn da harzañ ar raktres. Hiroc’h lâret war Radio Bro Gwened.
💡 Energiezh mod all. Er bloavezhioù 1970 e oa bet savet gant strolladoù politikel evel ar PSU ha skiantourien a-bop seurt ur « steuñv Breizh mod all » (« projet alter-breton »), a noa kinniget diskoulmoù da broduiñ energiezh padus gant un doare emren, hep koñsumiñ re. N’eo ket bet heuliet tamm ebet gant ar gevredigezh, met setu hiziv da Bobl Vreizh da studial ur c’hinnig eus ar steuñv adnevezet. Da lenn (ha paeañ) en Pobl Vreizh.
⭕ Feulster en toull-bar. Gant kazetenn Les Jours eo bet embannet daou glemm bet douget gant dav den toull-bac’het e Roazhon-Vezin. Ha skrivet ganto e c’hoarvez alies e vefe feulz ar re a labour eno. Testoù zo a lar eo « toull-bac’h gwashañ Bro-Frañs ». Ha zoken eo bet sachet evezh war an afer meur a wech e 2014, 2015 ha 2017 gant kontroloù ar stad. Me ne cheñch ket an traoù.
🌳 Kleuzioù ar vro en arvar. N’eo ket achu an adlodenniñ e maezioù Breizh, bep goañv e c’haller gwelout kleuzioù o vezañ diskaret, da vrasaat parkeier, dreist-holl en Argoad ar mare-mañ. Un devezh kelaouiñ ‘oa bet dalc’het war ar sujed-mañ en St-Nigouden e miz Here, hag e c’heller bremañ adselaou ar prezegennoù war Radio Kreiz Breizh, en div lodenn (amañ hag aze). Selaouit Inès Léraud ha Léandre Mandard o tisplegañ o labour war dalc’hoù sokial ar « remembrement ».
Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ
Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)