181014 - Splann ! Fous de Bassan au Canada Crédits Benoit Gauzere by Unsplash-min
Dastumet evidoc’h e miz Eost 2023

by , , | 30 08 2023

🛩️ Kirri-nij pe laboused ? «Plijet-tre eo bet an dud gant ar Patrouille de France», eme an Trégor, goude an abadenn d’an 20 a viz Gouere e Perroz-Gireg. «Tud zo n’o deus ket c’hoant e profitfemp eus seurt darvoudoù», eme ar maer eus an tu-dehoù, Erven Léon. Prezidant Kevread ofisoù touristelezh Breizh eo eñ ivez. Ha pa lâr «tud zo» emañ o kaozeal eus an ekologourien hag a c’houlenn e vefe chomet a-sav gant seurt abadennoù kozh ha dister. Padal eo laboused mor inizi Ar Jentilez ar re a vez direnket ar muiañ. Tremenet eo kirri-nij ar Patrouille de France 30 gwech a-us d’an takad gwarezet e 2022, hervez diell an LPO bet embannet gant La Déviation. Difennet eo gant ar prefeti… Sañset.

🎶 Digreskiñ evit chom bev. Festival Panorama a vo evit ar 26vet gwech e fin miz Gwengolo, e-kichen kreiz-kêr Montroulez (29) gant nebeutoc’h a dud eget da gustum. «Ur festival o tigreskiñ omp», en deus displeget d’an Télégramme an den e penn an aozadur. N’eo ket alies e vez dibabet gant ar festivalioù bezañ bihanoc’h, ar c’hontrol memes. Erer-Kozh, Hellfest, Gouelioù Etrekeltiek an Oriant… Seul vuioc’h a blasoù gwerzhet seul welloc’h! Ar pezh ha n’eo ket mat evit an endro, hervez David Irle en deus skrivet an destenn «Décarboner la culture». Kinnig a ra e vefe dav d’an darvoudoù sevenadurel chom dindan ur c’hementad gazoù efed ti-gwer en Europa a-bezh.

☠️ Bezhin glas er vorlenn. Disoñjet eo bet morlenn Brest er plañioù a-enep d’ar bezhin glas gant ar Stad. Met kudennoù bras zo enni. Ne zeu ket ar bezhin betek an draezhenn evel e lec’hioù all. Chom a reont dindan an dour, ar pezh a zo ur gwallreuz bras evit an ekoreizhiad, hervez ar biologour Alain Pibot hag a labour evit Ofis gall ar vevliesseurted. «Ret eo kavout un diskoulm buan», emezañ war France 3 Breizh.

Lamponed war an aod. Ur pennad brav zo bet embannet gant Charlie Hebdo e fin miz Gouere diwar-benn ar pezh a c’hoarvez war aodoù Breizh. Kontañ a ra ar c’hazetenner Antonio Fischetti penaos ne vez ket doujet ouzh al lezenn gant meur a zilennad ha tud uhel e Fouenant (29). Ganto eo bet krouet ur strollad labour evit esae cheñch al lezenn, just a-walc’h ha gallout sevel tiez e lec’h m’ o deus c’hoant. Ar senedour Michel Canévet (eus an tu-dehou) a zo e penn ar strolladig-se. Gant piv emañ ar galloud neuze ?

🚱 Sacherien evezh. Skoet e oa bet kuit Michel, 57 bloaz, eus e labour evit bezañ gwarezet an dour. Animatour an añchadurioù dour e oa, o labourat evit sindikadoù dour a zo kontrolet gant ar gumuniezh kumunoù bremañ. E Kornog Bro-Frañs e oa post-labour Michel pa oa c’hoarvezet an istor. «Hon labour a zo klask cheñch doare da ober al labourerien-douar evit ma vefe gwellaet kalite an dour», emezañ da gazetennerien Carnets d’Alerte. Met en desped d’e strivoù ez ae war fallaat ar c’hementad a nitratoù en dour. Ha gwelout a ra Michel n’emañ ket ar pennoù bras evit cheñch penn d’ar vazh. Setu perak en deus dibabet sachañ evezh war ar sujed.

🐟 Penn Sardin. Kaoz zo eus unan eus an harzoù-labour pouezusañ e Breizh gant kazetenn CQFD : hini ar pennoù sardin. Maouezed a laboure e uzin boestoù sardin e Douarnenez o deus paouezet da labourat betek an trec’h e 1924. A-drugarez da gengred al labourerezed hag an holl dud o deus soutenet anezhe eo bet posubl an dra-se. Setu ar pezh a vez kontet gant ar gazetennerez Anne Crigon en ul levr anvet «Une belle grève de femmes».

Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ

Ober un donezon

 

Gall a ran tennañ 66 % eus ma donezon eus an tailhoù.

Koumanantit d'hon c'heleier

Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)