220214 - Splann ! Port de Brest Crédits Matt Keral by Flickr
Dastumet evidoc’h e miz eost 2022

by | 01 09 2022

Bep miz ‘vez kinniget deoc’h gant « Splann ! » pennadoù, enklaskoù ha teulfilmoù hon eus kavet dedennus da lakaat war wel.

🧨 Armoù made in BZH. N’hon eus ket klevet kaoz deus se er mediaoù evit poent : un enklask foran ‘zo war ar renk e Pont ar Veuzenn. C’hoant ‘neus kreskiñ he froduiñ poultrenn armoù Nobel Sport. Dre voledoù chaseal pe gazoù implijet er manifestadegoù eo anavezet eo an embregerezh-mañ. E penn-kentañ ar bloaz ‘noa bet kaoz war Ouest-France eus adlañsan produiñ poultrenn evit an arme. Setu kroget gant ar raktres ?

🌷 Bleuenn kraz. Parkeier bleunioù bras divent ‘vez gwelet e kartennoù-post Bro-Vigoudenn, e su Penn-ar-Bed (29). Brav e sembl bezañ an dremmwel e-touez an traezhennoù hag ar mor. Met saotret kenañ int e gwirionez an douaroù hag an dour, eme Basta !. Rak evit gounit kement a vleunioù ‘vez implijet ur bern produioù kimiek a red betek er mor hag a lak diaes kreginerezh ar vro. Memes ar surferien o ‘deus kudennoù kroc’hen ! Diskoachet ‘oa bet gant Catherine Le Gall e « L’imposture Océanique ». Hec’h atersadenn da lenn en Télégramme.

☢️ Nukleel. E Kalifornia, ‘vez lonket ur bern energiezh gant industriezh ar Silicon Valley, betek re ! Pezh ‘zo, ‘blam da enkadenn an hin ne zeuont ket a-benn ken ar stankelloù da broduiñ kement ‘zo ezhomm. Muioc’h mui a ekologourien a soñj dezhe neuze e vefe dav souten an nukleel, daoust d’ar riskloù ha d’an dour ‘vez lonket gant ar c’hreizennoù. Ur pennad embannet gant ar Monde diplomatique a-bouez da lenn ar mare-mañ, pa vez rediet kreizennoù nukleel gall da baouez ‘blam d’un diouer a zour… Peotramant da vont dreist ar reolennoù endroel evit kenderc’hel da broduiñ kousto pe gousto, ‘giz ma lenner war France info.

💧 Dour en dezerzh. Bet eo bet e Bro Niort kazetenner France info Thomas Baïetto da enklask war ar bouloù braz divent graet gant plastik war douaroù labour-douar. Savet ‘vo ar bouloù-se a-benn dourañ parkeier labourerien-douar ‘zo. Unan anezhe ‘zo achuet dija, prest da vout leuniet gant 241.000 m³ a zour : ur gwir teñsor e-kreiz ur prantad sec’h-kenañ. Dre al labour piz ‘zo bet graet er pennad-mañ ez eus tu sevel gwir goulennoù war ar model labour-douar.

✒️ Dieubiñ empenn ar gazetennerien. Un destenn dedennus-kaer ‘zo bet skrivet gant Michel Diard, ex-sekretour an SNJ-CGT (sindikad kazetennerien). Diskoachet gantañ ar mod ma vez kemeret pouezh gant bed an arc’hant braz war galzig a vediaoù, pe vefent TV, radio, paper, lec’hel pe broadel. Ur sell pizh ‘neus ouzh ar gwask a vez lakaet ouzh chouk ar gazetennerien. Aterset eo bet gant L’Humanité.

Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ

Ober un donezon

Gall a ran tennañ 66 % eus ma donezon eus an tailhoù.

Koumanantit d'hon c'heleier

Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)

C'hoant 'peus reiñ harp d'ar c'hatezeteniñ-enklask ?

Kazetennerien omp ha krouet hon eus Splann ! evit kas da benn enklaskoù war an hir-dermen war sujedoù pouezus evit ar Vretoned. Gall a reoc'h lenn amañ perak hon eus bet savet ar raktres-mañ.

Ret eo deomp chom dizalc'h eus bed ar politikerezh hag an arc'hant. A-drugarez d'ar pezh a vez roet deomp gant al lennerien ha lennerezed e c'hallomp ober hon labour en ur embann pennadoù digoust da lenn. Ma c'hallit, brav vefe ober un donezon deomp, ur wech, bep miz pe bep bloaz. Ar pezh a vez roet 'zo tu tennañ diwar an tailhoù. Mersi braz !

E brezhoneg ? Ou en français ?

Vous pouvez visiter notre site en breton ou fermer cette fenêtre pour continuer votre navigation.