Dastumet evidoc’h e miz Ebrel 2023
🚜 Galloud bras-divent. « Goulenn a reomp e vefe skarzhet eus pep burev ar sindikad Kengevread ar Beizanted […] ha goulenn a reomp ne vefe ket degemeret yalc’had publik ebet ken ganto. » Setu ar pezh zo bet skrivet gant an FDSEA ha Labourerien-douar yaouank (Jeunes agriculteurs) dre ul lizher kaset da brefed ar Mor-Bihan, d’an 31 a viz Meurzh. Ar sindikad gant ar muiañ a c’halloud e Kambr al labour-douar eo an FNSEA (49 %). Kengevread ar Beizanted eo e gevezer kentañ (26 %). Taget e vez ar C’honf evit bezañ « kemeret perzh ha skoret » ar vanifestadeg a-enep ar mega-bassines e Sainte-Soline. Embannet eo bet lizher an FDSEA gant Sylvain Ernault, ezel eus Splann !, ha setu ar senedourien ekolo Daniel Salmon ha Joël Labbé, met sindikadoù ar Mor-Bihan ivez, da souten diouzhtu ar C’honf.
🐡 Bloom VS Hervé Berville. Plantet e oa bet tan e savadur Ofis gall ar bevliesseurted e Brest, e-pad an noz d’an 30 a viz Meurzh. C’hoarvezet e oa goude ur vanifestadeg feuls a-walc’h ma oa bodet 700 pesketour. Fachet-tre int ouzh plañ Komision Europat gwareziñ ar mor. N’eus ket bet kalz a souten ofisiel evit an Ofis goude ar gwallzarvoud-se, eme Reporterre. Hervez ar gevredigezh a zifenn ar mor, Bloom, eo aet war greskiñ feulster ar besketourien abalamour d’ar pezh zo bet lâret gant dileuriad ar Stad e karg eus ar mor, Hervé Berville. Kontet en deus gevier e-keñver ar plañ-se, eme Bloom.
🐷 Saotradur difiñv. Raktreset e oa bet gant Komision Europa uhelaat ar solioù saotradur kaset e-barzh an aer gant an indutriezh (amoniak, metan, azote…). Se a dalvfe e vefe taget 185.000 ti-feurm ouzhpenn. 60 % eus an amoniak en aer a vez kaset gant an atantoù-se. Met bez eo bet ar sindikadoù labour-douar o tont er jeu… Ha setu un emglev bet sinet etre ministred an endro ha Bodadeg Europa a-benn ma ne vefe ket uhelaet ar solioù a-benn ar fin. A-enep ali komiser Europa an endro, Virginijus Sinkevičus.
🌊 An dour e roz. Deuet e oa da vezañ roz dour ar mor d’an 20 a viz Genver, e Kalifornia, e Torrey Pines, ul lec’h gwarezet hag anavezet mat gant ar seurferien. Met evit un abeg mat ! Skiantourien eus skol-veur San Diego ha Washington zo oc’h implijout al liv-se, ha n’eo ket pistrius, evit studiañ penaos e vez mesket dour dous ar stêrioù gant dour sal ar mor. Hervez an disoc’hoù kentañ e chom an dour dous, hag ar saotradur zo ennañ, stanket gant an dour sal war an aodoù. Un doare da gompren gwelloc’h penaos ez a en-dro ar saotradur liammet gant ar bezhin glas pe ar glav pil a gas an douar er mor.
🐄 Gwallhunvre el lazhti. Diaes eo lenn an testeni bet embannet gant L’Obs ar miz-mañ : hini ur paotr o labourat e Bro-Sant-Brieg (22) o tastum loened marv. Gallout a reoc’h selaou anezhañ ivez en ur video bet embannet gant L214. Labour Jérôme (n’eo ket e anv gwir) zo « dastum bemdez tonennoù loened marv e desaverezhioù greantel ». Loened ‘zo zo bet lakaet bev er boubellenn, korfoù laosket da vreinañ kement ma n’eus ket tu ket gouzout peseurt loened int… Freuzet Diskuliet e vez gant Jérôme tammoù eus an agro-boued ha n’int ket anavezet mat gant an dud.
🏭 Piv eo ar penn bras ?! N’eus ket pell zo he deus lâret Ajañs vroadel surentez ar yec’hed hag ar boued, eus an endro hag al labour (Anses) e vefe difennet implijout ar diastuzer S-métolachlore a zo o saotrañ da vat an dour dindan an douar. Met n’eo ket padet. Pemzektez goude ez eus bet lâret gant ministr al Labour-douar, Marc Fesneau, e-pad emgav broadel an FNSEA, e vefe « adwelet an diviz-se ». Mantret eo bet an Anses, ar c’hevredigezhioù hag ur bern dilennidi.
Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ
Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)