Dastumet evidoc’h e miz Mae 2023
🤢 Skiantourien ha labour-douar. « Setu disoc’h dibaboù politikel abaoe 1960 : ul labour-douar industriel, ispisialiset war ar produiñ loened. Ur skeudenn eus ar sistem-se eo an nitratoù hag ar bezhin glas ‘vez war an aodoù bep hañv e Breizh. » Embannet ez eus bet ur pennad e Le Monde gant tri skiantour eus Strollad skiantel bezhin glas ar miz-mañ. « War an teuliad-mañ, evel hini ar megabassinoù, ne vez ket selaouet ouzh ar skiantourien », emeze. Ha d’an enklaskerien da dagañ ar Plañsoù bezhin glas bet lakaet e plas gant Rannvro Breizh hag ar Stad rak n’int ket efedus tamm ebet.
🎧 Trouz zo. D’an 12 a viz Ebrel e oa bet embannet levr « Didrouz war ar maez » bet skrivet gant Nicolas Legendre, kazetenner evit Le Monde hag ezel eus Splann !. Ul labour a-feson diwar-benn bed an agroboued e Breizh en deus graet kalz trouz, e-giz hon eus kontet deoc’h el lizher-kelaouiñ diwezhañ. Trouz zo bet ivez eus kostez an dilennidi ! André Sergent, prezidant kambr labour-douar Breizh ‘neus lâret diouzhtu « n’o deus ket ar gwir ar c’hazetenner da dufañ ouzh sistem agrobouedel breton ». Hag e memes koulz eñ o lâret n’en deus ket lennet al levr… Gant kuzulerien rannvro Daniel Cueff hag Agnès Lebrun eo bet embannet pennadoù war an Télégramme o lâret ne oa ket titouroù poellek ar re embannet el levr. Evit ober ho soñj deoc’h e kinnigomp deoc’h adselaou an tabut bet aozet ganeomp evit eskemm gant Nicolas Legendre war-eeun dre dTwitter.
🐽 Moc’h fall. Trouz zo tro-dro da feurm uzin Philippe Bizien e Landunvez, Avel-Vor. Brasoc’h-brasañ e teu da vezañ ar menaj. Ha n’eo ket an hini nemetañ. Stank eo ar feurmoù-uzin all e Breizh. Radio Breizh a gas ac’hanomp betek Pouldreuzig (29) evit selaou ouzh Jean-Michel Nicolas a zo amezeg d’ur feurm-uzin, nepell eus un takad Natura 2.000. Nec’het eo o c’houzout e vo brasaet c’hoazh an atant : ouzhpenn 6.000 pemoc’h ‘vez produet bep bloaz dija. Klikit amañ evit dizoleiñ e istor. Gallout a rit selaou anezhañ hiroc’h en abadenn C’hwezh an deiz.
🇺🇸 Chomet tomm. Piv ‘neus saveteet tredan Bro-Frañs ? N’eo ket abalamour ma oa bet klouar a-walc’h an amzer e-pad ar goañv n’eus ket bet troc’hoù tredan. Diskoachañ a ra Disclose eo bet prenet kalzig a gaz naturel liñvennet (GNL) gant ar vro, muioc’h eget broioù all e Europa. An darn vrasañ eus ar gaz-se a zeu eus gaz skilt Stadoù-Unanet. Padal eo bet difennet implij ar gaz-se e Bro-Frañs abaoe 2011 rak re fall e oa evit an endro an doare da dennañ anezhañ eus an douar.
💧 Leun a zour. Sec’h e krog da vezañ meur a lec’h e Bro-Frañs. Met pas e Breizh evit poent. Hervez sifroù Burev enklask geologiezh hag ar minoù (BRGM), leun eo gweleadoù freatek ar Vro (nappes phréatiques e galleg). N’eo ket ar memes jeu e pep departamant, eme France 3. Met sañset e vo mat a-walc’h an traoù da dremen an hañv. Chom a ra an dour ur sujed talvoudus-kenañ evit ar bloavezhioù da zont. « N’eo ket Breizh ur vro ken gleb hag ar pezh a soñjer », a c’hallomp lenn e kelaouenn Cultivar : « ne vez ket miret kalz an dour gant an douaroù ».
⚠️ Sacherien evezh. Kondaonet eo bet Groupama evit bezañ bet lakaet maez eus an embregerezh ur sacher evezh. Kelaouet omp bet gant L’Informé e oa eñ e karg eus ar riskloù industriel. Merzhet e oa bet gantañ meur a dan-gwall er memes menaj ha neuze ur riskl tarzhadenn e-barzh ar gevelouri labour-douar bras. Kelaouet eo bet an Ajañs gall enepgoubrenerezh ha diouzhtu Groupama da lakaat ar sacher-evezh da vont kuit. Aet eo ar maout gant an implijad dirak ar justis.
Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ
Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)