220214 - Splann ! Port de Brest Crédits Matt Keral by Flickr
Dastumet evidoc’h e miz Mae 2022

by | 02 05 2022

Bep miz ‘vez kinniget deoc’h gant « Splann ! » pennadoù, enklaskoù ha teulfilmoù hon eus kavet dedennus da lakaat war wel.

🚗 Kudennoù oto. Dibosubl eo bevañ e Kreiz-Breizh hep oto. Pe dost. Bet eo studierien war ar c’hazetenniñ an IUT Lannuon o foetañ bro en 23 kumun eus kumuniezh kumuniezhoù Kreiz-Breizh. Enlinenn emañ o c’helaouadenn war Enquêtes d’actu. Krouet o deus ur gartenn eus “ar vro eus an hanter eurvezh”. Da lavaret eo e c’heller keñveriañ gant ar gartenn-mañ amzer an hent evit mont d’ur servij bennak. Spoiler alert : 29 munutenn well-wazh evit mont d’ur servij bennak gant an oto.

🚜 Talus’ine. Re ziwezhat e vez alies gwelet rezadur ar c’hleuzioù graet gant ul lodenn eus al labourerien-douar. Strolladoù a zo bet krouet e Kallag (22), Sant-Vaeg (22) ha Speied (29) evit diskleriañ an traoù : arabat eo ober an traoù-se abaoe 2014 rak distrujañ a ra ar biolesseurter ha saotradur an dour. Ur fest a vo aozet d’ar 4 a viz Even e Speied. Penn-kentañ ul lañs nevez er vro ? 

⚖️ Savit tamallidi. Daou zevezh war-lerc’h vot ar prezidant ez eus bet stourmerien ekolojist oc’h imbourc’hiñ un afer gaou eus industriezh ar pemoc’h e Langoad (22). Er gumun-mañ eus Bro-Dreger e kont familh Damany mont ar produadur war vrasaat eus 15.600 pemoc’h kilhevardoner bep bloaz da 22.500 pemoc’h. Rebechet eo bet d’ar stourmerien digant ar maer, rener lec’hel bet ar FSDEA, “klask divizout an dud”, eme ar gazetenn Politis. Kemeret en deus perzh war-lerc’h en emvod hag a souten al labourerien-douar.

💄 Dilivañ e zremm. Lakaet e vo ar gaoz war ar brezel e Bro Ukren gant gouel Foto La Gacilly ? N’eo ket sur rak kizidik eo ar sujed evit an dilennidi hag ar genwerzherien. Kumun vihan bro Redon eo lec’h Yves Rocher hag a zo un embregez h kosmetik e-lec’h ma vez gwerzhet produioù da Vro Rusia. Eil marc’had an embregerezh an hini eo. Ne fell ket d’ar c’homanderion en em dennañ daoust da bellgomzerioù prezidant Zelensky. Bet eo eno Benjamin Keltz evit ar gazetenn Le Monde.

💸 Chañs ebet evit an tailhoù. N’eo ket aes leuniañ disklêriadur an tailhoù. Ne ra ket droug un tamm sikour a-wezhioù. Koulskoude… eo aet war zigresk niverenn a dud degemeret e draf Teñzor publik e Breizh eus 92 % e tri bloaz. Aet eo da get an degemer memes. Setu ar pezh a vez desket e-barzh enklask bras studierien war ar c’hazetenniñ e Science Po Roazhon, embannet war Frañs 3. Abalamour da betra ? Strizhet eo bet ar reolennoù gant an DGFip a lak ar pratikoù da bellaat diouto. Ar gwirioù n’int ket roet ha diwasket eo an ajantoù e memes tro.   

Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ

Ober un donezon

Gall a ran tennañ 66 % eus ma donezon eus an tailhoù.

Abonnez-vous à notre infolettre

Recevez chaque mois des contenus inédits par courriel et soyez alertés de nos nouvelles enquêtes. C'est gratuit ! (ou en breton ici)

E brezhoneg ? Ou en français ?

Vous pouvez visiter notre site en breton ou fermer cette fenêtre pour continuer votre navigation.