220214 - Splann ! Port de Brest Crédits Matt Keral by Flickr
Dastumet evidoc’h e miz Here 2022

by | 24 10 2022

Bep miz ‘vez kinniget deoc’h gant « Splann ! » pennadoù, enklaskoù ha teulfilmoù hon eus kavet dedennus da lakaat war wel.

☠️ Dañjer : pestisidoù ‘zo en dour ! Gant Le Monde ez eus bet embannet ur pennad hag a zo bet skignet kalzig dibaoe. Hervezo ne oa ket mat an dour-kêr e 2021 diouzh ar muzulioù a galite evit 20 % eus ar C’hallaoued. Tammoù bihan eus pestisidoù ‘zo bet kavet e-barzh. Breizh a oa an eil rannvro e-lec’h eo bet kavet anezho ar muiañ gant 43 % eus ar boblañs tizhet. Displeget eo gant Ouest-France e oa louzoù geot, ar « S-métolachlore », e- barzh. Diskred zo war al louzoù geot-mañ rak kañserogenek e c’hellfe bezañ. Aotreet eo bet en Europa e 2003. E 2021 e oa bet kavet anezho e-barzh 94 % eus douredennoù Breizh. Uhel-tre eo ar sifroù-mañ. Kavet e oa bet un diskoulm gant an ANSES (Ajañs vroadel eus ar surentez yec’hedel, an endro hag al labour) evit ma vefe kempleg diouzh ar muzulioù a galite o kreskiñ « an treuzoù evezhiañs » eus 0,1 ) 0,9 µg el litrad dour, a zispleg An Télégramme.

🐟 Nitratoù. Ne’z a ket kalz gwelloc’h ar jeu war aodoù Breizh : embannet ‘bloaz ‘zo gant Lez ar C’hontoù eo diboell ar steuñvoù da stourm enep ar bezin glaz (Plan algues vertes), ha setu bremañ da Dour ha Stêrioù Breizh da gas ar Stad d’al lez varn ‘blam ma vefe lakaet re nebeut a nerzh ganti en afer-se. N’eo ket krog an trede steuñv hag eo tamallet gant ar gevredigezh-se da vout didalvoud da geñver an dalc’hoù braz ‘zo da daliñ. Gant Le Monde.

🐸 Takenn dour ebet ken e Aodoù-an-Arvor. Trubuilhet eo poblañs Aodoù-an-Arvor : izel-tre eo ar pourvezioù dour er mare-mañ. Lakaet eo bet an departamant e « enkadenn sec’hder » : « Riskloù zo e vefe torret pourvezañs an dour-kêr » eme ar prefeti. Izelaet eo bet al live eus tri metrad e stankell Kerne Uhel, e-tal e-kichen Tremargad, a skriv L’Echo de l’Armor et de l’Argoat. Pourvezet e vez ganti ul lodenn eus Aodoù-an-Arvor. Ma n’eus takenn glav ebet ‘benn un nebeud dervezhioù e vo diviget an dour ha marteze torret pourvezañs an dour-kêr.

💣 Poultr-tan e Penn-ar-bed. Miz zo eo bet embannet ar c’heleier-mañ en hol lizher-kelaouiñ : un enklask publik ‘zo bet e Pont-ar-Veuzenn-Kimerc’h (29) evit ma vefe aotreet an embregerezh NobelSport kreskiñ he froduadur poultr-tan eus 25 %. En ur c’hortoz ali ar gomiserez enklaskerez ez eus bet embannet gant Reporterre ur pennad e-lec’h ma vez lakaet war-wel diboelloù endroel ar raktres-mañ ha nec’hamant an dud.

🐝 Gwenan du. Gwenan, arouez ar vevliesseurted ? Emaoc’h o vont da zizoleiñ e vez desavet bern chataloù gant un doare askoridik (iñteñsif) : louzeier kimiek, spesadoù heñvel-tre o lak ar re lec’hel da vont da get, desavet ga’r pal da broduiñ kalz a vel… Lod a zesaverien a glask un hent reizh gant an teknikoù hengounel hag ar re askoridik, ‘pezh a ‘zo diaes ober pa ya da fall an endro forzh penaos. Setu un enklask all bet embannet er Revue Dessinée, sames gant kelaouenn La Salamandre.

Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ

Ober un donezon

Gall a ran tennañ 66 % eus ma donezon eus an tailhoù.

Koumanantit d'hon c'heleier

Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)