Dastumet evidoc’h e miz gwengolo 2022
Bep miz ‘vez kinniget deoc’h gant « Splann ! » pennadoù, enklaskoù ha teulfilmoù hon eus kavet dedennus da lakaat war wel.
🐽 Fin ‘vel ur pemoc’h. C’hoant ‘neus savenn porc’hell Kerfos, er Vinic’hi (22), mont war vrasaat. N’eo ket bet embannet gant ar mediaoù an afer evit poent, met roet eo bet hec’h ali gant an MRAE (pennadurezh rannvroel an endro) d’an 18 a viz Gouere. Hag un dra a-dreuz ‘zo gant an doser… E 2017 ‘oa bet aotreet gant ar prefed e ‘zafe war vrasaat ar savenn moc’h, eus 3.700 penn-moc’h da 7.100. Nac’het eo bet gant ar gumun reiñ an aotre da sevel an traoù, hag aet ar maout ganti el lez-varn. Bremañ, setu d’an desaver da glask brasaat e antan ur wech all, en ul lâr e vo… digresket an niver a loened, peogwir e vo nebeutoc’h eget ar pezh ‘oa bet aotreet da broduiñ e 2017, da lâret eo 7 100. Padal ne ‘oa ket bet graet ar raktres hag e oa chomet da 3.900 loen an ti-feurm !
🚜 Metanaat adarre. Gant Radio Kreiz Breizh (RKB) ‘zo bet lakaet ar gaoz ar sizun tremenet war raktres metanaat Ploufragan (22), asantet gant ar c’homiser-enklasker e miz Eost. Memes tra int ankeniet kevredigezhioù ha dilennidi ‘zo gant ar fet ma vefe savet ar metanizer-se. An « digestat » – ar pezh a chom goude ar metanaat – ‘vefe dasparzhet en ul lec’h kizidig evit an endro, eme strollad an Ekologeled, strollad an tu-kleiz hag an UDB. Ha da Annie Gwilloù da lâr ouzh mikro Tomaz Laken e vefe « ur gwir vombezenn d’ober bezhin glaz ».
☣️ Arsenik ‘ba’n dour. Sañset eo Menez Are da bourveziñ dour da galzig a lec’hioù e Breizh Izel. Met ‘neus ket bet a-walc’h e-pad an hañv-mañ rak ken tomm ‘oa an amzer. Kumun Berien ‘zo bet rediet da gemer dour en ur vengleuz kaolin kozh. Siwazh ! Saotred eo bet an dour gant re a arsenik ha difennet eo bet d’an dud o chom eno evañ dour ar c’hog. Da heuliañ an afer.
🚮 Cheñchet tu. Kontet eo bet deoc’h el lizher-kelaouiñ paset e ‘oa bet nac’het d’ar film « Bezhin Glas » ober skeudennoù e lastezerezh Bro Saint-Vrieg (Kerval). E 2009 ‘oa aet d’an anaon unan eus an dud a vleine ar c’hirri-samm goude bezañ dastumet tonelladoù a vezhin glas. Aterset eo bet Rémy Moulin, prezidant sindikad al lastezerezh, gant Ouest-France d’an 2 a viz Gwengolo. Dezhañ da lâr ne oa ket bet nac’het da vat ha forzh penaos « e ‘vo votet gant ar c’homite sindikad ma ‘vo aotreet ar filmañ pe get, d’an 21 a viz Gwengolo ».
🚰 Dour lous. N’eo ket brav ar pezh a c’hoarvez e tu saoz ar morveur atlantel : dilezet ‘vez dour louz er mor gant ar purlec’hioù – pe uzinoù a zo sañset naetaat an dour ma karit. « Ouzhpenn 400.000 “gwallzarvoud” e 2020 », hervez Reporterre. Unan ‘zo bet c’hoarvezet d’an 17 a viz Eost pa ‘oa tud o neuial e aod Bexhill. Serret eo bet an draezenn ha kroget an dud da glemm evel-just. War aodoù Bro Frañs n’eo ket kalz gwelloc’h an traoù. Alies mat e ‘vez saotret Mor Breizh ha gant tri c’hannad european ‘zo bet douget klemm, eme France 3.
🌳 Mat da alaniñ. D’an 2 a viz Here ‘vo dav da dud Bro v/Brazil dibab o frezidant nevez. Ha n’eo ket forzh peseurt dibab d’ober ! E-pad ar 4 bloaz ma ‘oa Jaïr Bolsonaro e penn ar Stad ‘zo bet digoadet 75 % muioc’h koad-meur Amazonia eget en 10 bloaz ‘oa a-raok. Gant France Info eo bet embannet ar sifroù-se. Padal ‘vez muioc’h mui a dan er miz-mañ. Ur gwall-rekord ‘zo bet tizhet gant 3.350 tan o teviñ en un deiz.
Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ
Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)