Dastumet evidoc’h e miz Gouere 2023
💧 Sailh bras. Roet e vo 80.000€ gant departamant Aodoù-an-Arvor da sevel daou stankad dour. Votet eo bet an diviz gant an holl, nemet daou gannad EELV, e-pad an emvod d’ar 5 a viz Mezheven. Ijinet eo bet ar raktres-mañ evit kas dour d’al legumaj gant labourerien-douar Ploueg-ar-mor ha Pleuveur-Gaoter, e-kichen Pempoull. Hervez prezidant Legumajerien an Arvor (ex-UCPT), bet aterset gant an Télégramme, eo bet savet ar goulenn e vefe stanket dour pa oa bet sec’h ar bloavezh 2022 gant 32 broduer eus Treger-Goueloù. Gant Lez ar C’hontoù eo bet lâret en un diell embannet d’ar 17 a viz Gouere e vefe gwelloc’h chom hep arc’hantaouiñ seurt raktresoù re, ha lakaat al labourerien-douar hag an dud da implijout nebeutoc’h a zour.
🏊 Kouronkañ. Dedennus e c’hall bezañ implijout al lec’hienn internet «Previbaignade» a-raok dibab da beseurt traezhenn mont. Graet eo bet gant ar strollad Akwari hag a zo arbennik war ar sifroù hag an titouroù diwar-benn an dour hag an endro. War al lec’hienn-se e c’haller kavout pevar live saotradur pa vez eus ar bakteri Escherichia coli e traezhennoù Frañs. Un doare da lakaat gwask war ar c’humunioù evit ma vefe diwallet ouzh seurt saotradurioù. Lakaet e vez keleier nevez bep mintin war «Previbaignade» hervez ar sifroù embannet gant ar pennadurezhioù yec’hed ha Météo France.
🐟 Pesked tapet ! Bet eo bet Reporterre war vourzh ar vag pesketa Le Belouga gant prezidant kevredigezh ar vicher linenn e Breizh. O fal : pesketa gant linennoù hepken evit ma ne vefe ket graet droug d’an endro ha d’ar boudoù bev zo dindan ar mor. Un dra vrav zo bet graet gant ar besketourien-se : chom war an douar e-pad prantad gouennañ an draeneg, eus ar15 a viz C’hwevrer betek an 15 a viz Meurzh. Hag hep reseviñ arc’hant ouzhpenn.
🐖 Saotradur barnet. Kondaonet eo bet atant desaverezh moc’h brasañ Frañs, an SA Kerjan, gant lez-varn Brest. Ret eo dezhañ paeañ 220.000 €, an hanter gant goursez, evit bezañ saotret ar richer Beñzez e norzh Montroulez gant tost 300.000 litr hañvouez e miz Ebrel 2021. Rediet eo ivez an SA Kerjan da baeañ un den ispisialiset evit muzuliañ an dañjerioù war an dro. Ur rekord eo ! Hag ouzhpenn da se, ne c’hallo ket an ti-feurm goulenn arc’hant publik e-pad ur bloaz. Un afer bouezus a lak war-wel goulennoù diwar-benn atebegezh ar Stad ha peseurt model labour-douar hon eus c’hoant. Benoit Tanguy, e penn an atant, en deus graet engalv eus an diviz justis.
🚗 War an hent. Skrivet e oa bet ganeomp er rummad «Tro war-dro» ar miz paset (lizher-kelaouiñ miz Meurzh 2023) : trouz zo tro-dro d’ur raktres hent er Faouet (56). 20 vloaz ‘zo e kinnig ar raktres-mañ departamant Morbihan. C’hoant en deus da ober un hent nevez evit ma ne dremenfe ket an D782 dre ar bourg. Un enklask foran nevez zo bet graet etre miz C’hwevrer ha miz Meurzh 2023. Sañset e vefe gwellaet buhez an dud gant ar raktres-mañ, diouzh lavared an departamant. N’emañ ket a-du ar c’hevredigezhioù Dour-ha-sterioù Breizh hag Ar Gaouenn hag a lâr e vo distrujet ur bern takadoù gleb ha lec’hioù pouezus evit ar vevliesseurted. Selaouit anezho ouzh mikro Radio Bro Gwened.
🌳 Kleuzioù. «Abaoe 1945 eo bet diskaret 70 % eus ar c’hleuzioù» e c’haller lenn e-barzh La Croix (ret eo paeañ evit lenn). Ur pennad brav diwar-benn Bro-Mayenne zo. Sañset e vo miret ar c’hleuzioù gwelloc’h, ar pezh a zo pouezus-kaer evit an endro, gant lezenn nevez Europa diwar-benn diwar-benn an natur. Met a-enep groñs emañ an tu-dehoù hag an tu-deoù pellañ. Justik eo bet votet al lezenn d’an 12 a viz Gouere, met skarzhet ez eus bet ur bern traoù enni : n’eus ket palioù gant sifroù ken, na redioù ken. Lennit ivez an teuliad diwar-benn ar c’hleuzioù war Le Monde (da baeañ).
Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ
Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)