Dastumet evidoc’h e miz Gouere 2022
Bep miz ‘vez kinniget deoc’h gant « Splann ! » pennadoù, enklaskoù ha teulfilmoù hon eus kavet dedennus da lakaat war wel.
🔥 Kreizenn nukleel ha tan. Ne oa ket mouget an tan e Menez Are c’hoazh pa oamp o skrivañ al lizher kelaouiñ, hag adkroget eo nepell eus kreizenn nukleel kozh Brenniliz. Peadra da lak an implijidi da vont kuit, ha da gaat anken war ar riskloù a c’hellfe bezañ. Ur poltred da adkavout war Mediapart ha ‘neus lakaet asambles ur bern skeudennoù « fin ar bed » eus an hañv.
🤢 Bezhin glaz. Dimerc’her 20 a viz Gouere eo bet muzuliet e Hilion gant Aer Breizh muioc’h a hidrogen sulfuret eget ar pezh ‘zo yac’h d’an dud da alaniñ, eme France 3. Gall a ra lazhañ tud ha loened ar gaz-se a zeu eus ar bezhin glas o vreinañ war an aod. A-drugarez d’ar re a stourm evit an endro eo bet lakaet e plas ar sistem-se da vuzuliañ an hidrogen ‘ba’n aer. Pad all ne oa ket a-du ar stad ha lod eus dilennidi lec’hel.
🐖 Roz ‘vez kig moc’h. « Nitrites » ‘vez kavet e 75% eus kig moc’h ‘vez gwerzhet e stalioù braz. Produioù kimiek a-benn ma vefe roz ar c’hig hag evit ma padfe hiroc’h ‘zo dañjerus evit ar yec’hed hervez an Anses (Ajañs vroadel surentez ar yec’hed hag ar boued). Krank-bev e c’hall an dud kaout ma ‘vez debret re a « nitrites ». Gant ar JDD eo bet embannet an titouroù-mañ. ‘Barzh ar memes dokumant ‘vez lâret gant an Anses ez eus re a nitratoù ivez en dour ‘vez evet ganeomp. Ur saotradur dañjerus a zeu eus ar memes disaverezhioù moc’h industriel hag eus an hañvouez kaset ‘ba’n dour. Gwashoc’h gwasañ ‘vo ar jeu gant ma vanko dour. Setu ar Vretoned taped div wech.
🏡 Bretoned didoenn. Diaes-tre eo ar jeu e Breizh er mare-mañ gant al lojeiz. Prenañ pe feurmiñ ‘zo tost dibosupl evit lod eus ar boblañs, memes war ar maez e Kreiz-Breizh, eme Le Monde. Hag ar re yaouank ‘zo ar re a dap gwashañ. Pad all ‘vez kalzig a stourmoù a glask cheñch ar jeu hag a c’houlenn ‘vefe graet war-dro ar marc’had, ‘vel ma’z eo bet gwelet gant CQFD. Klevet ‘vez kalzig kaozeal eus statud annezad a-benn ma vefe prennet tiez nemet gant ar re o chom er vro adalek ouzhpenn ur bloaz. Setu ar pezh ‘neus klasket kompren Reporterre.
📞 Ken aes hag ur bellgomzadenn. Abaoe mizvezhoù emañ ar Vretoned o stourm evit ma vefe dalc’het gwiliouderezh ospital Gwengamp. Met pad all eo aet war-raok an afer buan hag aes dre Noël Le Graet, penn-rener un embregerezh agro-boued gant 800 implijad betek 2015 ha bremañ prezidant Kevread mell-droad Frañs. Gantañ eo bet pellgomzet da Emannuel Macron, e c’haller lenn en Ouest-France, a-benn ma ne vefe ket sac’hed ar gwiliouderezh rak eo bet ganet eni merc’h kuñv Le Graet. Hag evel-just eo bet asantet gant aotroù prezidant, n’eus ket nemet goulenn.
🚜 Fulor en disaverezhioù. Gant gouarnamant an Izelvroioù eo bet divizet digreskiñ niver al loened disavet en un doare industriel a-benn digreskiñ an azot kaset ‘ba’n aer. En ur pennad skrivet gant Marianne ‘vez lennet int bet da vanifestiñ al labourerien-douar en un doare feulz. Bet int bet betek skeiñ ouzh kirri-tan ar polis, hag ar re-se o ‘deus tennet gant boledoù gwirion war un traktour.
⚖️ Sal justis goulo. Gwelet en Télégramme goude prosez Tilly-Sabco, embregerezh breton produiñ kig yer braz divent zo aet d’ar strad un nebeud bloavezhioù zo. Ne oa nemet unan eus pennoù-rener an embregerezh ‘zo deuet d’ar prosez-mañ. N’eo ket bet gwelet tamm ebet Daniel Sauvaget, a ‘oa penn braz Tilly ivez hag a zo bremañ e karg eus embregerezh boued skornet Ecomiam. Ha zoken eo bet tapet gantañ 15.000 € eus ar stad bep miz evit savetañ Tilly-Sabco. Kumuniezh Kumunioù pe ar CCI hag all melestradurioù publik o ‘deus roet an arc’hant n’int ket bet gwelet er prosez kennebeut.