Dastumet evidoc’h e miz Genver 2023
Bep miz ‘vez kinniget deoc’h gant Splann ! titouroù hon eus kavet dedennus da lakaat war wel.
🌴 Achu gant ar betoñs. Aet eo ar maout gant ar c’hevredigezhioù a zifenn an endro a-benn saveteiñ enez Berder, er Morbihan. Gallout a reoc’h lenn war Ouest-France e oa bet lakaet al lec’h da « dremmwel dreistordinal » gant lez-varn Naoned d’an 22 a viz Du 2022. Setu ne vo ket betonet an enezenn ha ne vo ket savet a leti pep steredenn eno.
💉 Memes gwad. Nicolas Gonidec, dilennad kozh e Ti-Ker Kemper a zo bet laket dindan ensell e miz Kerzu 2021 goude klemmoù savet gant 50 maouez. Kondaonet dija evit tagadennoù seks, an hini a oa e penn an embregerezh kleweled An Tour-Tan Web Media ‘neus krouet un embregerezh nevez evel ma n’eus dizoloet Splann ! anvet FGE Feel Good Events. Savet eo bet e miz Gwengolo 2022 gant sikour Florent de Kersauson, dilennad Rassemblement national evit Rannvro Breizh ha kondaonet ivez e gentañ ensav e miz Genver 2022 evit torfedoù arc’hantaouiñ.
⛓ Sklaverezh a-vremañ. E Streetpress e c’haller lenn istor 14 den dibaper a oa o labourat a-berz Prestavic, un embregerezh agro-boued e Penn-ar-Bed. Fall put e oa al lec’hioù roet dezho da gousket, dibosupl an eurvezhioù labour… Gallout a rafemp lâr e oa da vat un doare sklaverezh a-vremañ ar pezh ‘zo bet bevet ganto. Kondaonet braz eo bet an embregerezh hag e berc’henn gant lez-varn Brest.
💧 Disoñjet an dour gant Gwengamp-Pempoull. « N’eo ket bet dalc’het kont m’eo bresk an tiriad da geñver cheñchamant an hin, […] hag an ezhomm braz da gaat a-walc’h a dour evabl ‘zo bet disoñjet. » Sed aze ali Aotrouniezh an Endro war raktres tolpad Gwengamp-Pempoull (ar Plu-i) : ne vez ket doujet a-walc’h ouzh an endro. E-touez ar c’hudennoù emañ ar sevel tiez (147 ha raktreset) ha takadoù koñvers ha n’eo ket mestroniet mat. Lennit an teuliad da c’hoût hiroc’h war dazont hon ziriadoù.
🏠 Bretoned dido. N’eo ket nevez an danvez. Klevet ‘vez kaoz eus istor al lojerezh e Breizh e pep lec’h er mare-mañ : diaesoc’h-diaesañ eo kavout un ti da bep hini. Ha war an aod eo gwashoc’h c’hoazh an afer. Hag estroc’h evit e Breizh. Hed-da-hed aodoù meurvor Atlantel eo diaes ar jeu. Dont a ra da vezañ evel e Aod an Azur, eme an Télégramme.
🤹♀ Kermes e Landunvez. Asantet eo bet gant ar prefed a-raok fin ar bloaz raktres brasaat desaverezh moc’h braz divent Avel vor, e Landunvez (29). Fuloret eo annezidi ha dilennidi ‘zo. Bodet un 100 den bennak da vare ur c’hermes ‘neus ket pell ‘zo, a-enep ar raktres. Selaouit an testoù war Radio Breizh.
Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ
Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)