220111 - Splann ! Rassemblement Maison des lanceurs d'alerte Sénat Crédits Jean Nicholas Guillo by Greenpeace
Dastumet evidoc’h e miz Genver 2022

by | 30 01 2022

Bep miz ‘vez kinniget deoc’h gant « Splann ! » pennadoù, enklaskoù ha teulfilmoù hon eus kavet dedennus da lakaat war wel.

👀  Ctrl C+Ctrl V. Hervezh Mediapart, meur a lobby hag en o zouez Kevredigezh an embregerezhioù agroboued breizhad o deus roet enkemmadoù (testennoù amendement e galleg flour) skrivet prop ha prest da vezañ embannet da senedourien·ezed ‘zo. Ar pal a oa « diskâriñ » ar c’hinnig lezenn a greñfae gwarez ar lanceurs d’alerte, ar sacherien ha sacherezed evezh. Michel Canevet (UC) ha Nadège Havet (LREM) deus Penn-ar-Bed o deus embannet an destenn kinniget dezho gant ar lobbied hep cheñch netra enni.

🚰  Sikour d’an Dour ! Ha trawalac’h a vez graet evit muzuliiñ saotradur ar pestidioù en dour mat da evañ ? Spoiler alert : ne vez ket. E Aodoù An Arvor da skouer e vez kaset dour gant ur sammad metabolit (molekulennoù a zeu deus ar pestisidoù) re uhel. Un drederenn deus ar stasionoù puraat an dour da nebeutañ, a ra an dra-se. Un enklask a zo bet kaset don e bed spis ha fetis muzuliiñ kalite an dour gant Basta !

🤦‍♀️  Gortoz Pell, Gortoz Gwell. Miliardoù a euroioù a zo bet lakaet er yalc’hadoù publik da zigreskiñ implij ar produoù fitoyec’hedel el labourerezh-douar a-houde 2009. Neoazh, war an 12 blead paset e oa bet implijet ur seurt produoù muioc’h e gwirionez, ur c’hresk 15% a zo ! Distroiñ a ra Secret d’info war ar raktresoù-se n’int ket efedus a-walac’h, ha n’int ket kalz kontrolet kennebeut.

🕵️  Geopolitikerien. Ur perzh he deus ar Frañs e torfedoù diktatouriezh ar marichal Al-Sissi. Setu ar pezh bet embannet gant Disclose. Ministr Jean-Yves An Drian e-karg deus an aferioù european hag estrenn a zo tost diouzh ar prezidant Ejipsian. « Les mémos de la terreur » a ziskriv torfedoù a-enep bugel-den[2] a c’hellfe bezañ graet ha kuzhet abaoe 2016 a-dreñv ar « secret-défense » ha stourm a-enep ar sponterezh.

Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ

Ober un donezon

Gall a ran tennañ 66 % eus ma donezon eus an tailhoù.

Abonnez-vous à notre infolettre

Recevez chaque mois des contenus inédits par courriel et soyez alertés de nos nouvelles enquêtes. C'est gratuit ! (ou en breton ici)

E brezhoneg ? Ou en français ?

Vous pouvez visiter notre site en breton ou fermer cette fenêtre pour continuer votre navigation.