230605 - La plage du Valais à Saint-Brieuc recouverte d'algues vertes Crédits Henri Alloy-min
Dastumet evidoc’h e miz Even 2023

by | 21 06 2023

🏊 Kendalc’hit da neuial ! Hervez Dour ha stêrioù Breizh ez eus bet kontet gevier gant Ajañs rannvroel ar yec’hed (ARS) diwar-benn kalite an dour evit kouronkañ. Bep gwech e vez glav e vez re a zour er purlec’hioù, hag a zo re vihan. Ha neuze e vez saotret an dour gant an hañvouez bet lakaet war ar parkeier. E ken kas e c’hoarveze, alies-mat e vez difennet mont da neuial e traezennoù zo gant an tiez-kêr. Met hervez ar pezh a vez lâret gant lezenn Europa, n’eo ket dav kemer e kont ar saotradurioù-se e sifroù kalite an dour. Neuze e vez muioc’h mui a draezhennoù serret… Ha kalite an dour az a war wellaat. N’emañ ket a-du gant an doare-se d’ober Dour ha stêrioù Breizh ha kaset he deus an ARS dirak al lez-varn. Ret e vo d’an Ajañs adjediñ an traoù, dre ma’z eo bet rediet gant ar justis d’ar 6 a viz Even.

🧑‍⚕️ Bezañ yac’h el labour. Abalamour d’al lezenn nevez war al leveoù e vo dav labourat pelloc’h evit lod ac’hanomp. Ha dont a ra da vezañ pouezusoc’h-pouezusañ tem ar yec’hed el labour. Kazetennerien Radio Bro Gwened a ginnig deoc’h selaou penaos eo ar jeu gant Bretoned ha Bretonezed o deus labourioù e-lec’h ma vez diaes anzav e teu kleñvedoù zo eus al labour. Gant ar pezh zo c’hoarvezet gant Tomas Le Duault, ur paotr 18 vloaz marv en ul lazhti yer eus an embregerezh LDC, e vez adlâret gant Mediapart ez eus tud a varv el labour. 645 e 2021 evit bezañ resis, da lâret eo 2 bemdez. N’eo ket stummet, na titouret, na sikouret a-walc’h an dud : kerent ar Breton yaouank o deus c’hoant lakaat an traoù da fiñval war ur gudenn a zo kevredigezhel.

🐄 Nebeutoc’h a saout, muioc’h a c’heot. Lâret e oa bet ganeomp pa oa bet embannet hon enklask diwar-benn saotradur an aer gant an amoniak : ret eo digreskiñ an niver a loened en tiez-feurm ha lakaat anezhe da zebriñ muioc’h a c’heot evit ma vefe digresket ivez saotradur an aer. Ha setu Lez ar C’hontoù da lâret ar memes tra en un teuliad bet embannet e miz Mae 2023. Lâret a ra ivez eo dav digreskiñ an niver a saout kuit ma vefe saotradurioù grevus, evel ar bezhin glas e Breizh e lec’hioù ma’z eus re a atantoù. Sañset eo ret da Frañs digreskiñ he saotradur ba’n aer a-benn 2030. « N’eo ket posupl tizhout ar pal-se hep ma vefe cheñchet an doare labour-douar, ha dreist-holl an desaverezh saout. »  Gallout a ra an desaverezhioù bezañ padusoc’h ivez ma vez debret muioc’h a c’heot gant al loened ha ma vez graet war-dro an takadoù, eme Claude Aubert en un atersadenn roet da vBasta !.

📷 Ur c’hazetenner taget. N’eo ket bet soutenet tamm ebet Téophane Tournemine gant ar gazetennerien all. Poltridi eus stourmoù a bep seurt a vez graet gantañ, hag e vez heuliet mat ar paotr war Facebook (21.000 den). Bet eo bet barnet ar c’hazetenner d’an 11 a viz Mae e Roazhon evit « feulster a-enep d’un dilennad ». Tu zo bezañ toullbac’het e-pad 10 vloaz evit ar felladenn-se. Sañset ez eus bet goulloet ur sac’had lastez dirak burev kannadez Renaissance, Laurence Maillart-Méhangnerie, e-pad ur vanifestadeg a-enep da lezenn al leveoù d’ar 16 a viz Meurzh. Lâret a ra Téophane Tournemine e oa o klask tremen hebioù d’ar poubelennoù evit mont da filmañ. Ar pezh a vez gwelet en ur video skignet war ar rouedadoù sokial. Deuet e oa a-benn e alvokad na vefe ket toullbac’het diouzhtu ha goulennet en deus e vefe laosket da gostez an afer e-pad ar prosez. Gant ar prokulor e vez goulennet 9 miz toull-bac’h gant goursez. D’an 22 a viz Even e vo gouezet an diviz.

👀 Petra a vez graet gant ho tilennidi ? A-drugarez d’al lec’hienn internet Integrity Watch, a zo bet graet gant kevredigezh Transparency Internationl, ez eus tu deoc’h gouzout petra a vez graet gant an holl zilennidi estreget o labour politikel. Gall a reoc’h gouzout e peseurt embregerezhioù e vez labouret ganto hag hag-eñ o deus arc’hant e tiez bank hag all. Evel-just e vo tu deoc’h gwelet hag-eñ eo bet diskleriet mat pep tra ganto pe get. Da skouer neuze, e c’hallomp gouzout en deus arc’hant Marc Le Fur (LR), kannad Aodoù-an-Arvor, e 37 embregerezh evel LVMH, Axa, le Crédit Agricole, Dassault Systeme pe Total Energies. Senedourez Il-ha-Gwilen Sylvie Robert (PS) he deus arc’hant e Vinci, Vivendi hag all.

📖 Da lenn ! Un enklask bras zo bet graet gant ar gazetennerez Mélanie Déchalotte diwar-benn « kleusterioù » bugale bet ganet gant nammderioù (malformations e galleg). Unan zo e Breizh (e Gwidel) hag unan all e Liger-Atlantel (e Mouzel). Diskouez a ra he bandenn-dreset Bébés sans bras – Un déni sanitaire (Éd. Les Échappés), pegen fall eo bet graet an enklask gant Yec’hed Publik Frañs a oa bet kroget bloavezhioù goude ma oa bet klañv ar babigoù kentañ. Hag ouzhpenn n’eus ket bet disoc’h ebet. Gant ar gazetennerez e vez roet mennozhioù dedennus evit kompren ar pezh a c’hoarvez, evel marc’had du produioù pistrius difennet pe saotradurioù a zeu eus an temz.

Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ

Ober un donezon

Gall a ran tennañ 66 % eus ma donezon eus an tailhoù.

Koumanantit d'hon c'heleier

Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)