220703 - Splann ! Tracteur dans un champ de colza Crédits Wurliburli de Pixabay~1
Dastumet evidoc’h e miz Even 2022

by | 03 07 2022

Bep miz ‘vez kinniget deoc’h gant « Splann ! » pennadoù, enklaskoù ha teulfilmoù hon eus kavet dedennus da lakaat war wel.

🚜 David ‘enep Goliath. E Bro Frañs ‘vez roet hanter eus ar PAC (Politikerezh labour-douar boutin) da 20 % eus al labourerien-douar. Kement tra da sikour an embregerezhioù bras ha saotrus a dap milionoù a euroioù. Paizanted ‘zo n’o deus ken tra. Da belec’h eo aet arc’hant Europa ? Setu goulenn skipailh Elise Lucet.

👅 ONU war yezhoù minorel e Frañs. D’an 31 a viz Mae eo bet kaset ul lizher d’ar gouarnamant gant an ONU, diwar-benn an dibab ‘oa bet graet gant Kuzul ar Vonreizh (21/05/21) da lemmañ-kuit lodennoù eus al lezenn Molac. « Aon ‘meump e c’hallfe an diviz-se gwall-dagañ gwirioù an Den minorelezhioù yezhoù e Frañs ». Herveze ‘zo ur riskl ‘vefe direizh an traoù : « Eus un tu eo lakaet maez-lezenn ar c’helenn yezhoù minorel dre soubidigezh e Frañs, pad all e vefe asantet digudenn ar c’helenn a-bep doare en saozneg. »

🌴 Frankiz ar c’hazetenniñ. Kazetenner saoz Dom Phillips ha Bruno Pereira hag a zifenne gwirioù ar pobloù a-orin ‘zo bet drouklazhet d’ar 5 a viz Even e Amazonia. Abaoe 15 bloaz e laboure e Brazil ar c’hazetenner a-berz The Guardian pe New York Times. Skrivañ a rae war sujedoù endroel, douaroù ha gwirioù pobloù minorel. Temoù a n’int ket aes da gaozeal warno e bro Bolsonaro.

Lastez e donder ar mor. 62 lec’hioù gant lastez a c’hall bezañ kimiek ‘zo laosket e foñs ar mor, e aodoù Atlantel Bro Frañs. Armoù a zeu eus peñseoù, ‘vel obued eus ar brezel, gwelet meur a wech gant splujerien enez Groue. Ur bern ‘zo tro-dro aodoù Breizh evel-just. Ha memes gant ar riskl-se, ‘neus ket c’hoant ar stad diskoachañ dokumantoù warno. Sed aze un enklask gant Actu.fr war ur « vombezenn endroel » a c’hell tarzhal e forzh peseurt mare.

🚓 Rave e Redon. SMS ha pellgomzadennoù d’ar bomperien ‘zo bet diskoachet gant Mediapart diwar-benn nozvezh d’an 19 a viz Even. Prouennoù ‘vije bet kuzhet gant ar justis. D’an noz-se, e Redon, ‘oa an archerien o klask paouez ur rave party. Kollet ‘neus e dorn Alban, 22 bloaz, abalamour d’ur grenadenn lañset gant ar jandarmed. Setu hiroc’h lâret war un nozvezh spontus hag an traoù a-dreuz bet graet gant Ministr an Diabarzh.

🤰 Endometrioze. Muioc’h mui ‘vez lakaet ar gaoz war an endometrioze, ur c’hleñved a lak ar merc’hed da gaout poan spontus ‘pad o mizioù. Diaezamantoù evit kaout bugale ‘vez ivez ganto, kaoz gentañ e Bro Frañs memes. Div blac’h war dek ‘zo gant an endometrioze ha pad all betek en n’eo ket bet kalz kemeret e kont gant ar galloudoù publik. Hag adalek 30 bloaz ‘vez studiadennoù a ziskouez e c’hall ar c’hleñved ’bout liammet gant produioù kimiek ‘zo en hon endro… (Reporterre)

🌾 Pestisidet. Embregerezh kevredigezhel Solagro ‘neus embannet d’an 23 a viz Even ur gartenn dedennus-kenañ : tu ‘zo gwelet pegen alies ‘vez implijet pestisidoù en hon c’humunoù. N’eus nemet da skrivañ an anv evit gwelet penaos eo ar jeu tro-dro d’ho ti…

Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ

Ober un donezon

Gall a ran tennañ 66 % eus ma donezon eus an tailhoù.

Abonnez-vous à notre infolettre

Recevez chaque mois des contenus inédits par courriel et soyez alertés de nos nouvelles enquêtes. C'est gratuit ! (ou en breton ici)

E brezhoneg ? Ou en français ?

Vous pouvez visiter notre site en breton ou fermer cette fenêtre pour continuer votre navigation.