Dastumet evidoc’h e miz Ebrel 2022
🌍 Lithium e Bro Vigoudenn. Lithium forz pegement a zo dindan douaroù Tregeneg, war aodoù Bae Gwaien (Bro Vigoudenn) : 66.100 tonenn hervez ar BRGM. Pezh ‘zo eo al lithium deuet da vout un danvez prizius, a-benn sevel piloù kirri-tan tre-dan da skwer. Setu savet a-daol-trumm ur c’henstrollad a dud eus ar vro evit talañ ouzh raktresoù mein-gleuzioù a c’hallfe bout lañset er vro.
🍅 Tomatez er goañv. Dibiñ tomatez ‘hed ar bloaz, ur menoz mat ? Le Telegramme ‘zo bet o studial efedoù tiez-gwer tomatez ez-douar ‘zo bern dioñte ‘ba Breizh. E-kreiz an dalc’h : ar gouloù, ken kreñv, orañjez pe mouk, hag a lazh an noz. Kollet mik al loened abalamour da se, ha n’eo ket aes an traoù evit an amezeien kennebeut.
🔬 Labourat e Lidl… Taget eo Lidl gant un enklask bet embannet gant Disclose : start-spontus eo kondisionoù labour an implijadezed. E Aodoù an Arvor, e Lambaol, eo bet ar fallañ : en em zistrujet ar vaouez a oa e penn ar stal, e miz gwengolo 2021.
🐓 Pebezh Plukon ! Sed aze un enklask embannet e miz C’hwevrer gant Mediapart, diwar-benn strategiezh an embregerezh braz Plukon Foof Group, o tont eus an Izel-Vroioù. Bet prenet an embregerezh gall Duc e 2017. Pezh-zo, ken stank eo ar menajoù ez-douar en Izel Vroioù ha m’eo kudennek-tre an azot a vez dilaosket… Ha dreist ar c’hementadoù aotreet gant lezennoù Europa. Met muioc’h-mui a cheu ‘zo gant poblañs ar vro abalamour da se, ha setu neuze Plukon o klask en em gwriziañ ba Frañs.
🚜 Mamm Douar. Gant Reporterre ‘vez sachet evezh war an digresk a douaroù labour-douar, abalamour d’ar fed ma vez savet kalz re a savadurioù, hentoù ha parkoù-lec’h. 100.000 dervezh arat lonket mod-se bep ploaz dibaoe an 30 ‘loaz diwezhañ.
Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ
Recevez chaque mois des contenus inédits par courriel et soyez alertés de nos nouvelles enquêtes. C'est gratuit ! (ou en breton ici)