180411 - Bouteilles de lait Food Hall à Téhéran en Iran Crédits Mehrshad Rajabi Unsplash
Dastumet evidoc’h e miz Du 2022

by , , | 23 11 2022

Bep miz ‘vez kinniget deoc’h gant « Splann ! » pennadoù, enklaskoù ha teulfilmoù hon eus kavet dedennus da lakaat war wel.

🍼 Laezh fall. Daou vloaz ‘zo ‘oa bet embannet gant Disclose un enklask braz diwar-benn Lactalis. Embannet eo bet ar miz ‘mañ titouroù nevez war an afer. Tammoù plastik ‘barzh ar fourmaj Président, laezh hag a oa chomet dindan an heol e-pad pell amzer, bakteri salmonel ‘ba’r produioù… Setu un darn eus an traoù a-dreuz e-keñver surentez an embregerezh ‘zo bet lakaet war wel.

🧵 Gwall-huñvre e stal Noz. Fall eo ar jeu en diabarzh embregerezh Noz. N’eo ket doujet tamm ebet ouzh lezenn al labour ha gwirioù an implijidi ganti. Ha zoken eo braz a-walc’h Noz e kornog Bro Frañs gant 71 eus 303 stal. Rémy Adrion an hini eo ‘neus krouet an embregerezh. Bet eo bet e-touez ar re 300 pinvidikañ er vro. 46 bloaz war lec’h eo taget Noz el lez-varn evit he doareoù d’ober hag aferioù arc’hant. Da lenn war Ouest-France (da baeañ).

💰 Divinadell. Da 300 m eus traezhenn Stêr e Penmarc’h (29) emaon. Degemer a ran tud o vakañsiñ. Bet on bet gwerzet gant kêr Courbeboie (92) e 2017 evit 150 000 €. Piv on ? Ur c’hamping-kar ? N’on ket. Ur greizenn vakañsoù on. Prenet on bet gant plac’h e karg eus aozañ kêr Penmarc’h d’ar mare-se. Ganti on bet treuzfeurmet en un ti gouestlet d’ar re binvidik-mor. Feurmet e vezan da 4 400 € ar sizhun e-pad an hañv. Hervez ar pezh ‘zo bet skrivet gant Le Canard enchaîné, e vije bet lâret gant an dilennadez-se e oa eus ur riskl tsunami… kuit ma vefe tud all war’r renk da brenañ an ti ! Digoret eo bet un enklask gant lez-varn Kemper da geñver an afer-se.

👅 Divyezh. Sinet eo bet ur gevrat nevez diwar-benn ar c’helenn divyezhek e-tre ar Stad ha Rannvro Breizh. Sañset o ‘deus c’hoant kreskiñ niver a skolidi en hentennoù divyezhek, da dizhout 30 000 bugel, e-tre 2022-2027. Un teuliad a-bezh diwar-benn stad ar skol e brezhoneg ‘zo bet skrivet gant Pobl Vreizh e kazetenn miz Du (da baeañ). Eno e c’haller lenn n’eo ket a-walc’h tamm ebet muzulioù bet kemeret na gant ar Stad nag ar Rannvro. Re nebeut a gelennerien ‘zo, peadra da lak diaes ar skol.

🎣 Pesked. Bagoù-bras european hag azian a ya da besketañ forzh pegement e mor Senegal. Peadra da lak diaes pesketourien ar vro, peogwir ‘neus ket ken a besked er mor. Niverus int neuze o klask, daoust d’an dañjer, mont da Europa. Ha lod ‘zo nem gavet e Breizh… da labourat gant pesketourien ar vro. Reportaj da lenn e Revue Dessinée (da baeañ).

🎥 O treiñ emañ. Bamet int bet savennerien film « Ar bezhin glas » pa’z eo bet degemeret ur postel eus prezidant ar Rannvro, Loïg Chenais-Girard (ex-PS), o lâr dezho e vefe votet reiñ dezho 250 000 € d’ar 7 a viz Du. Biken n’eo ket bet roet kement a arc’hant estreget e 2014, hervez titouroù ar Rannvro. Votet eo bet neuze ar yalc’had-se gant strolladoù ekologourien ha rannvroelourien. Padal strollad Nous la Bretagne n’eus ket votet. Gant an tu-dehou (LR-UDI) eo bet votet a-enep. Ne oa ket aze ar RN.

Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ

Ober un donezon

Gall a ran tennañ 66 % eus ma donezon eus an tailhoù.

Koumanantit d'hon c'heleier

Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo ! (e galleg amañ)

E brezhoneg ? Ou en français ?

Vous pouvez visiter notre site en breton ou fermer cette fenêtre pour continuer votre navigation.