220214 - Splann ! Port de Brest Crédits Matt Keral by Flickr
Dastumet evidoc’h e miz C’hwevrer 2022

by | 22 03 2022

Bep miz ‘vez kinniget deoc’h gant « Splann ! » pennadoù, enklaskoù ha teulfilmoù hon eus kavet dedennus da lakaat war wel.

🔬 Danvez tarzh. Ur studiadenn war ADN ar c’houezelennoù a zo e lennvor Vrest a zo bet renet gant skiantourien an Ifremer etre 2017 ha 2021. Studiet o deus ar c’houezelennoù betek ar grennamzer. Diskouezhet o deus ar skiantourien eo ar saotradurioù gaozen d’ar bombezennoù bannet war Brest da vare an eil brezel bed hag al labour-douar war lerc’h 1940 a zo kaoz emdroadur gouennoù plankton al lennvor. Gant se ez eus dispaket gouennoù mikro bezhin pistrius. (The Conversation France)

🧪 Evit farsal gant ar c’huzuliadennoù. 375 kinnig a zo bet embannet da geñver ur guzuliadenn foran war ar stourm a-enep an nitrat a oa bet aozet e Breizh e fin ar bloavezh 2021. Daou sell disheñvel mik war emdroadur ar chatal a zo difennet gant ar c’hevredigezhioù a stourm evit an endro hag an ensavadurioù labour-douar. Prefed Breizh, Emmanuel Berthier, en deus dibabet e du war ar pezh en deus embannet e Le Télégramme : « Al labourerien douar a rank kenderc’hel da produiñ en ur mod produadour, unan eus diazezoù an ekonomiezh e Breizh eo. » Betek 2027 e vo roet 10 million a euroioù bep bloaz da beizanted Breizh evit sikour anezho da zigreskiñ o zilaoskoù nitrat. Mann ebet da welout gant an 270 million a euroioù a zo bet kavet evit skoazell ar broduerien moc’h a zo o filierenn en arvar er mare mañ.

🐖  Si Señor. Un tabut war al labour-douar a ra e reuz e Bro-Spagn. Bro-Spagn ar vro en Unvaniezh Europa lec’h ma z ‘eus produet ar muiañ a voc’h ha lec’h ma ‘zeus debret ar muiañ a gig…  Garzon, ministr ar beveziñ, en deus embannet e kazetenn The Guardian e ra ur c’hemm bras etre al labour-douar hengounel hag al labour-douar stank ha stank a zo kaoz saotradurioù an dour hag an douaroù. Da heul, en deus El Diaro, ur gazetenn war internet, goulennet gant Inès Léraud (Splann !) reiñ he sell anaouedek war an tabut se kar an hini en deus savet ar vandenn dreset« Bezhin glas » he deus kaset enklaskoù war an agroboued e Breizh.

⚖️ Bezomp taer gant Demeter. Tapet eo met n’eo bet riñset ! E 2019 e oa bet kroet gant an archeriezh ar rann Demeter evit stourm a-enep an « agribashing ». Met emañ lez-varn melestradurel Pariz o paouez embann e vo ret da zDemeter paouez gant e oberiantiz « dizarbenn a-enep an obererezhioù ideologel ». A hend-all e vo rediet Demeter paeañ 10 000 euro bemdez. Hervez al lez varn n’eus diazez lezennel ebet da obererezhioù Demeter. Un trec’h eo evit ar c’hevredigezhioù L214,  Générations futures ha Pollinis. Koulskoude ne vo ket dismantret nag an Arsellvaioù war an agribashing nag an emglev etre ar Stad C’hall, an FNSEA hag ar Peizanted Yaouank (JA), evel ar pezh he deus skrivet Morgan Large (Splann !) en he c’homzioù dieub embannet e Libération.

🐟  Bez hin ! Wakame ha tali sukret : an daou stumm bezhin mat da zebriñ mañ a zo gounezet gant Algolesko war 600 devezh arat a gonsedadennoù foran e maez da aodoù Leskonil ha Molan (29). Savet eo diwar batrom al labour-douar stank ha stank ha ken bras eo ar c’honsedadennoù ha 215 tachenn football. Ar raktres se, industrializañ an aod, a zo kaset gant ar start-up a zo staliet e Penn-ar-Bed. Degas a ra anken en arvoriz hag er c’hevredigezhioù a stourm evit an endro. Evito n’a ket pell awalc’h ar studiadennoù war an efedoù a vo war an evned hag ar pesked. Drol e kavont, ivez, ar fed eo bet fiziet ken buan ar c’hoñsedadennoù e rener Algolesko, un den hag a zo bet e penn ar GIGN… (Mediapart)

🏡 Toenn-Didoenn ! Digabluset eo Pascal ! Skwatet en doa un ti e Bangor, war enez ar Gerveur. E-pad pemzektez eo chomet en ti a seblante bezañ dilezet hag er fin eo bet bountet er-maez. Gant e oberenn en doa bet c’hoant « lakaat war wel dodenn an diouer a lojeiz a zo evit an dud a zeu da labourat e-pad an hañv hag al labourerien bloavezh pad, […] prizioù an tiez hag ar feurmoù a zo erru ken uhel n’eus kazi den ebet ken a c’hall ober e annez war an enezenn ». C’hwec’h lojeiz diwar zek a zo tiez vakañsoù war enez ar Gerveur. (La Croix)

🎉 Kas ar saout da veauce ! Temz gant azot a zo implijet gant al labourerien-douar. Seurt ludu a zo un danjer evit an hin ha kaoz ul lodenn eus saotradurioù an aer… Ha posubl e vefe tremen hep implijout seurt ludu ha kenderc’hel bouetañ muioc’h mui a dud ? Gant ar video savet gant ar gazetenn Le Monde, a zo amañ dindan, eo displeget e vefe posubl ma vefe ingalet ar chatal a zo er maez e Breizh etrezek parkeier bras bro Beauce… Meneget eo er video se an enklask kaset gant Splann ! war an amoniak.

📣 Aet eo an trec’h gant ar sacherien evezh. D’ar meurzh kentañ a viz C’hwevrer o deus kavet ar gannaded gant ar senedourien un emglev evit sevel ur raklezenn da wareziñ gwelloc’h ar sacherien evezh. Sinet en doa Splann ! un destenn zieub gant tregont kevredigezh ha sindikadoù kazetennerien evit sachañ evezh war al lobbying a zo kaset gant ar stalioù gounezvouedel e Breizh. A benn ar fin e ya an traoù war raok ! Kavet o deus ar gannaded hag ar senedourien un doare mat awalc’h da wareziñ ar sacherien evezh.

Lakit hoc’h anv a-benn degemer hon lizher-kelaouiñ

Ober un donezon

Gall a ran tennañ 66 % eus ma donezon eus an tailhoù.

Abonnez-vous à notre infolettre

Recevez chaque mois des contenus inédits par courriel et soyez alertés de nos nouvelles enquêtes. C'est gratuit ! (ou en breton ici)

E brezhoneg ? Ou en français ?

Vous pouvez visiter notre site en breton ou fermer cette fenêtre pour continuer votre navigation.