Enklask nevez : Brezel ar parkeier

Enklask nevez : Brezel ar parkeier

C’hoant ‘neus Rannvro Breizh staliañ mil labourer-douar ar bloaz bep bloaz. Hiziv n’eus nemet 500 a-boan a zeu a-benn d’en em staliañ e-keit ma weler tiez-feurm divent o tont war wel dre doareoù luziet d’o sevel diouzh al lezenn.

Enklask nevez : e Plouvorn, 80.000 pemoc’h, ammoniak ha nitratoù

Enklask nevez : e Plouvorn, 80.000 pemoc’h, ammoniak ha nitratoù

E Plouvorn, 2.900 a annezidi, ez eus tost da 80.000 porc’hell a-dreñv mogerioù teñval ar 17 atant desevel ezdouar. 25 gwech muioc’h a voc’h eget a annezidi. Ar gazetennerien Kristen Falc’hon (« Splann ! ») ha Florianne Louison (« Mediapart ») o deus kaset da benn an enklask diwar-benn efedoù an disaverezhioù moc’h-se.

Enklask nevez : e Plouvorn, 80.000 pemoc’h, ammoniak ha nitratoù

E Plouvorn e vez saotret ar stêr gant 80.000 pemoc’h

Ken paot eo ar c’hrevier-moc’h divent eno, ma ‘z eo kumun Plouvorn e Bro-Leon un arouez askoridikaat an desaverezh ha dilerc’hioù war-e-lerc’h. Deomp da heul un enklask en ul lec’h e Breizh ma n’hell mann ebet tremen hebiou d’ar moc’h. Nag an ti-kêr, nag ar c’hleub melldroad, nag an dour, na c’hoazh an aer.