An adtapout tiez-feurm stanket

An adtapout tiez-feurm stanket

Tost ur c’hard eus al labourerien-douar e Breizh a ya davet ul labour-douar padusoc’h gant doareoù eun da werzhañ, bio, gouniderezh legumaj ha desaverezh divoaz evel ar gouennoù lec’hel. Ar rummad nevez-se en deus da dalañ ouzh dispriz al labourrien-douar mestr, re hentad al laezh hag ar produiñ ezdouar.

Stalioù labour-douar bras divent savet e-skeud ar selloù

Stalioù labour-douar bras divent savet e-skeud ar selloù

Pa vez erru ouzhpenn 180 hektar gant un ti-feurm e vez re vras evit servijoù ar Stad. Koulskoude ez eus lod gant muioc’h eget 1.000 hektar, da lavaret eo kement ha gant 20 ti-feurm diouzh ar vent dre geidenn. Tamm-ha-tamm ez a diwar wel al labour-douar familh evit lezel ar plas d’al labour-douar embregerezh, a gas an dud kuit eus ar maezioù. Ar Stad a nac’h eus e du gwelet ar pezh a c’hoarvez.

Prometiñ, touiñ, ha saludiñ : feultster gwerzh an douaroù

Prometiñ, touiñ, ha saludiñ : feultster gwerzh an douaroù

An douaroù mat da labourat n’haller ket kaout ouzhpenn ma n’eus dioute. A-benn kaout an tachennoù a vez c’hoant da gaout e vez ret ober e doull e-touez ar re-all. Pellgomzadennoù ingal, gourdrouzioù, ober aon, dispriziañ, abafaat, pep tra zo aotreet evit lakaat a-gostez unan-all zo war ar renk. Met ret eo chom didrouz kuit da servijoù ar Stad dont da ober war-dro…

Ar Safer, benveg merglet merañ gwerzh an douaroù

Ar Safer, benveg merglet merañ gwerzh an douaroù

Ar Safer zo mestr war gwerzh ar parkeier e Frañs. Erru eo skuizh koulskoude pa ne zeu ken a-benn da virout ouzh rastellerezh an douaroù labour-douar, na da staliañ 1.000 labourer-douar ar bloaz, evel ma fell da Rannvro Breizh. « Brokerezh ar sindikadoù » zo un harp d’ar giz kreskiñ hag astenn tiez-feurm ha diaesoc’h e vez d’ar re nevez d’en em staliañ.