29 March 22
“Ankeniet kenañ” an UNESCO : uheloc’h lamm-dour Iguaçu emañ stankell Neoenergia, ‘zo perzh strollad Iberdrola. Peadra da lak douetañs war an dalc’hoù endroel. Hag an dalc’hoù evit an dud, mod-all ? Stenn-kenañ : kantadoù a familhoù zo bet skarzhet eus o lec’h bevañ, gant doareoù a n’int ket bet reizh tamm ebet herveze. En argoll un darn vraz eus ar familhoù bet dilojet en despet dezhe, ha memes ar gouarnamant n’eo ket plijet gant an doare ma vezont ad-lojet, sañset, gant skoazell Neoenergia.
29 March 22
Mil-vrudet er bed-a-bezh eo stankell Belo Monte. N’eo ket abalamour m’eo braz divent, met kentoc’h abalamour m’eo taget gant meur a afer, hag en o zouez aferioù liammet gant Gwirioù Bugel-Den a viche bet gwallet, hervez pobloù Amerindian, peizanted taget gant ar raktres ha kevredigezhioù ekologour. Niverus int bet o kemer perzh er stourm braz a-enep d’ar stankell, met an emsavadeg n’eo ket deuet a-benn da nullañ ar raktres. Gant Iberdrola eo bet kemeret perzh er stankell gudennek-se.
29 March 22
Fuloret pobl Munduruku, a soñj dezhi eo bet gwallet he gwirioù gant Neoenergia, is embregerezh Iberdrola. Kement all gant pobloù amerindian. E-kreiz an dalc’h : stankell vraz Teles Pires. Stankelloù all a zo bet savet a-dreuz ster Teles Pires, kement ha m’eo bet brezelourien ha brezelourezed Munduruku oc’h aloubiñ chanterioù.
29 March 22
Ankenius eo ar jeu gant al logod-dall hag al laboused abalamour d’an tourioù-avel. Savet int bet e-kreiz un hentad ‘zo e-touez ar re bouezusañ er bed evit al laboused-tremeniat. Stenn ar jeu ivez etre Iberdrola ha peizanted amerindian ‘zo er vro a gav dezho int bet touellet gant an embregerezh braz.
29 March 22
E strizh-douar Tehuantepec zo pezhioù parkadoù tourioù-avel divent o sevel abaoe un ugent vloaz, douget gant embregerezhioù etrevroadel, douetus o doareoù ober a-wezhioù. Kizidik eo sujed an tourioù-avel, ma vez mesket trubuilhoù gant ar beizanted, tamall bezañ laeret douaroù, pe goubrenet tud, bezinoù armet, gourdrouz ouzh kazetennerien, pe drouklazhet stourmerien.
Recent Comments