Un dezrevell tasmant gant an ANSM a lak douetañs war surentez an ensteud

Un dezrevell tasmant gant an ANSM a lak douetañs war surentez an ensteud

Un dezrevell kevarouezerezh bet gourc’hemennet 2017 gant Ajañs broadel ar yec’hed hag al louzeier (ANSM) a lakae war wel e oa sklaer d’ar poent-se dañjerusted an ensteud gaonac’hañ peurbad Essure lakaet en gwerzh gant Bayer. Met n’eo ket bet embannet biskoazh. « Splann ! » a zo deuet a-benn da lakaat an dorn warni.

Diwallerezh a-dreuz ar pennadurezhioù yec’hedel

Diwallerezh a-dreuz ar pennadurezhioù yec’hedel

Istor degouezh war marc’had Europa ha Bro C’hall an ensteud Essure a zo azon ur sistem testeniekadur lez-ober, n’eo ket bet barrek an ANSM, pennadurezh yec’hedel gall, gant e sistem evezhierezh da dalañ ouzh-se.

Metanaat, yec’hed mat !

Metanaat, yec’hed mat !

Ar staliadurioù metanaat a lonk ur meskaj distaoladennoù disheñvel, gant orinoù liesseurt, dañjerus a-wechoù. Ma n’eus ket bet kemennoù diwall groñs c’hoazh betek hen e vez chalet tud zo gant ar riskl da strewiñ kleñvedoù. Daoust da se en devez darn vrasañ ar metanerezioù un aotre kuit dezho da yec’hedusaat al lastez, a-benn suraat an dilaoskadennoù dañjerus ha klañvuzennnoù enno.

Koll-boued ar metanaat

Koll-boued ar metanaat

E plas boueta an dud hag al loened e vez pourvezet metanerezioù gant boued hag edaj. N’eo ket diaes d’al labourerien-douar mont e-biou d’al lezenn a-benn gounit «maiz enerjetek» forzh pegement. Truchañ a ro an tu da c’hounit muioc’h a arc’hant, peogwir eo gopret gwelloc’h ar produiñ energiezh eget an desevel saout.

E brezhoneg ? Ou en français ?

Vous pouvez visiter notre site en breton ou fermer cette fenêtre pour continuer votre navigation.