Kantadoù a familhoù en argoll

Kantadoù a familhoù en argoll

“Ankeniet kenañ” an UNESCO : uheloc’h lamm-dour Iguaçu emañ stankell Neoenergia, ‘zo perzh strollad Iberdrola. Peadra da lak douetañs war an dalc’hoù endroel. Hag an dalc’hoù evit an dud, mod-all ? Stenn-kenañ : kantadoù a familhoù zo bet skarzhet eus o lec’h bevañ, gant doareoù a n’int ket bet reizh tamm ebet herveze. En argoll un darn vraz eus ar familhoù bet dilojet en despet dezhe, ha memes ar gouarnamant n’eo ket plijet gant an doare ma vezont ad-lojet, sañset, gant skoazell Neoenergia.

Reuz e-kreiz Amazonia

Reuz e-kreiz Amazonia

Mil-vrudet er bed-a-bezh eo stankell Belo Monte. N’eo ket abalamour m’eo braz divent, met kentoc’h abalamour m’eo taget gant meur a afer, hag en o zouez aferioù liammet gant Gwirioù Bugel-Den a viche bet gwallet, hervez pobloù Amerindian, peizanted taget gant ar raktres ha kevredigezhioù ekologour. Niverus int bet o kemer perzh er stourm braz a-enep d’ar stankell, met an emsavadeg n’eo ket deuet a-benn da nullañ ar raktres. Gant Iberdrola eo bet kemeret perzh er stankell gudennek-se.

Brezelourien Amerindian oc’h aloubiñ ar chanter

Brezelourien Amerindian oc’h aloubiñ ar chanter

Fuloret pobl Munduruku, a soñj dezhi eo bet gwallet he gwirioù gant Neoenergia, is embregerezh Iberdrola. Kement all gant pobloù amerindian. E-kreiz an dalc’h : stankell vraz Teles Pires. Stankelloù all a zo bet savet a-dreuz ster Teles Pires, kement ha m’eo bet brezelourien ha brezelourezed Munduruku oc’h aloubiñ chanterioù.